Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/207

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOSUE, 14.

Koz out deuet, eat en oad, ha kals a vrolou a choum da veza mestroniet ! 2 Setu ama ar vro a choum : holl vroiou ar Filistined, hag holl douar ar Gweshurined, 3 adaleg Shikor, pehini a red a fas d’an Ejipt, beteg harz Ekron, var zu an hanter-noz ; bro bruded ar Gananeaned, pehini a zo da bemp rener ar Filistined, hini Gaza, hini Asdod, hini Askelon, hini Gath, hini Ekron, hag an Avianed ; 4 euz kozte ar c’hreisteiz, holl vro ar Gananeaned, ha Meara, pehini d’ar Sidonianed, beteg Afek, beteg harz an Amoreaned ; 5 bro ar Giblianed, hag al Liban holl, da gaout ar savheol, adaleg Baal-Gad, dindan menez Hermon, bete dor Hamath ; 6 holl dud ar menez, adaleg al Liban bete Misrefot-Maim, an holl Sidonianed. Me eo ho c’haso kwit araog bugale Israel ; loden zoken ar vro ze dre ar sort en heritach da Israel, evel Ma Em euz e c’hourc’hemennet d’id. 7 Brema eta loden ar vro ze en beritach d’an nao boblad ha da hanter poblad Manasse. 8 Ar Rubenited hag ar C’hadited ho deuz bet, gant an hanter all a boblad Manasse, ho heritach, pehini hen deuz Moizez roet dezhei en tu all d’ar Jourdan, er savheol, evel ma hen deuz Moizez, servicher an Aotrou, e roet dezhei ; 9 adaleg Aroer, pehini a zo var bord dour red an Arnon, hag ar gear pehini a zo en kreiz an dour red, hag holl vro blad Medeba bete Dibon ; 10 hag holl geariou Sihon, roue an Amoreaned, pehini a rene en Hesbon, bete harz bugale Ammon ; 11 ha Galasd, ha douar ar Gweshurianed hag ar Maakasianed, holl venez Hermon, ha Basan holl, bete Salka ; 12 holl rouantelez Og, en Basan, pehini a rene en Ashtaroth hag en Edrei ; choumet e oa a nemorant euz ar Refaimed. Moizez ho disreaz hag o diberc’hennaz. 13 Mes bugale Israel na ziberc’henjont ket ar Gweshuried nag ar Maakasied ; hag ar Gweshuried hag ar Maakasied o deuz choumet entouez Israel beteg hirie. 14 Nemert Moizez ne roaz ket eul loden da boblad Levi ; ar sakrifisou groet dre an tân d’an Aotrou, Doue Israel, setu eno he heritach, evel ma Hen doa e lavaret dezhan.

15 Moizez a roaz eta eul loden da bobl bugale Ruben, hervez ho famillou ; 16 hag ho douar a oe adaleg Aroer, pehini a zo var bord dour red an Arnon, hag ar gear a zo en kreiz an dour red, hag an holl vro blen tost da Vedeba, 17 Hesbon hag he holl geariou, pere a zo var blad ar vro, Dibon, ha Bamoth-Baal, ha Beth-Baal-Meon, ha Jahats, ha Kedemoth, 18 ha Mefaat, ha Kirja-thaim, 19 ha Sibma, ha Tsereth-Hashakar, var menez an draonien, ha Beth-Peor, ildraoennou Pisga, 20 ha Beth-Jeshimoth, 21 hag holl geariou ar vro blad, hag holl rouantelez Sihon, roue an Amoreaned, pehini a rene en Hesbon, pehini a zizreaz Moizez, gant prinsed Madian, Evi, Rekem, Tsur, Hur, ha Reba, prinsed Sihon hag a choume er vro. 22 Entouez ar re a oe lazet bugale Israel a lakaez ive d’ar maro dre ar c’hleze Balasm, mab Beor, an diviner. 23 Hag harz bugale Ruben a oe ar Jourdan hag he zouar. Hennez oe heritach bugale Ruben, hervez ho famillou : ar c’heariou hag ar billajennou.

24 Moizez a roaz ive eul loden da boblad Gad, da vugale Gad, hervez ho famillou. 25 Hag ho douar oe Jaezer, holl geariou Galaad, hag an hanter a vro bugale Ammon, beteg Aroer, pehini a zo a fas da Rabba, 26 hag adaleg Hesbon beteg Ramath-Mitspe ha Betonim, hag adaleg Mahanaim beteg harz Debir ; 27 hag, en draonien, Beth-Haram, Beth-Nimra, ha Sukoth ha Tsafon, nemorant a rouantelez Sihon, roue Hesbon, ar Jourdan hag he zouar, beteg pen mor Kinnereth, en tu all d’ar Jourdan, var zu ar savheol. 28 Hennez oe heritach bugale Gad, hervez ho famillou : ar c’heariou hag ho billajennou. 29 Moizez a roaz eta da hanter poblad Manasse eul loden, pehini a zo choumet gant hanter pobl Manasse, hervez ho famillou. 30 Ho douar a oe adaleg Mahanaim, holl Basan, holl rouantelez Og, roue Basan, hag holl vourkou Jair en Basan, tri-ugent kear ; 31 hag an hanter a C’halaad, Ashtaroth hag Edrei, keariou rouantelez Og en Basan, a oe da vugale Makir, mibien Manasse, d’an hanter a vugale Makir, hervez ho famillou.

32 Setu aze ar pez hen doa Moizez, en plenennou Moab, roet en heritach, en tu all da Jourdan Jeriko, var zu ar savheol. 33 Mes Moizez na roaz ket heritach da boblad Levi ; an Aotrou, Doue Israel, eo ho heritach, evel ma Hen deuz e lavaret dezhei.


14 Setu ama ar pez o doe bugale Israel en heritach en bro Kanaan, ar pez a lodennaz dezhei Eleazar, ar sakrifier, Josue, mab Nun, ha prinsed

199