Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/203

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOSUE, 10.

Hevianed hag ar Jebuzisned, klevet an traou ze, 2 en em unanjont holl asamblez da ober brezel da Josue ha da Israel a unvan. 3 Mes tud Gabaon, o veza anavezet ar pez hen doa Josue groet da Jeriko ha da Ai, a reaz euz ho c’hoste gant ruz. 4 En em lakaat a rejont en hent, gant provisionou a veach. Kemer a rejont sier koz evit ho ezen, ha boutalliou lear koz evit ho gwin pere a oa bet roget hag advriet, 5 hag en ho zreid boutouler koz tamet, ha varnezhei dillad koz ; hag holl vara ho fourvision a oa seac’h ha loed. 6 Dont a rejont eta da gaout Josue, en kan Gilgal, hag e leverjont dezhan, ha da dud Israel : Ni a zo deuet euz eur vro bell ; ha brema, grit konvenans ganeomp. 7 Tud Israel a respountaz d’an Hevianed ze : Marteze e choumit en hon zouez ; ha penaoz e rafemp-ni konvenans ganeoc’h ? 8 Mes int a lavaraz da Josue : Ni a zo da zervicherien ! Ha Josue a lavaraz dezhei : Piou oc’h-hu, hag a belec’h e teuet-hu ? 9 Int a respountaz dezhan : Da zervicherien a zo deuet euz eur vro gwal bell, var ar vrud euz an Aotrou da Zoue ; 10 rag ni hon euz klevet euz he hano, ha kement Hen deuz groet en Ejipt, ha kement Hen deuz groet da zaou roue an Amoreaned pere a oa en tu all d’ar Jourdan, da Sihon roue Hesbon, ha da Og roue Bassan, pehini a oa en Ashtaroth. 11 Hag hon re ansien hag holl dud hon bro o deuz lavaret deomp ar c’homzou ma : Kemerit ganeoc’h pourvizionou evit an hent hag it araog dezhei, ha livirit dezhei : Ni a zo ho servicherien, ha brema grit konvenans ganeomp. 12 Setu ama hon bara ; ni e gemeraz tom mad euz hon ziez, evit hon fourvizion, an deiz en pehini e teujomp er meaz evit dont beteg ennoc’h, ha brema setu, eo seac’h ha loed ; 13 hag ar boutalliou lear ze pere hon deuz leuniet nevez holl, setu, int en em roget ; hag hon dillad hag hon boutouler a zo uzet dre eur veach ken-hir. 14 Neuze tud Israel a gemeraz euz ho fourvizion, ha ne guzultchont ket genou an Aotrou. 15 Ha Josue a reaz ar peoc’h ganthei, hag a reaz konvenans ganthei, oc’h asuri dezhei ar vuez ; hag ar re genta euz an asamble a reaz eul le dezhei. 16 Mes c’hoarvezout a reaz, tri deiz goude ma o doe groet konvenans ganthei, ec’h anavezchont penaoz e oant ho amezeien, ha penaoz e choument en ho zouez ; 17 rag bugale Israel a ieaz kwit, hag a eruaz en ho c’heariou an drede deiz. Hag, ho c’heariou a oa Gabaon, Kefira, Beeroth ha Kirjath-Jearim. 18 Ha bugale Israel na skojont ket anezhei, abalamour mestrou an asamble ho doa groet eul le dezhei dre an Aotrou, Doue Israel ; mes an holl asamble a grosmolaz a enep ar mestrou. 19 Neuze an holl vestrou a lavaraz d’an holl asamble : Ni hon euz groet le dezhei dre an Aotrou, Doue Israel ; brema n’hellomp ket stoka outhei. 20 Ni a raio dezhei evelhen : lezet e vefont da veva, abalamour na zeuo ket koler Doue varnomp, abalamour d’al le hon euz groet dezhei. 21 Ar mestrou a lavaraz eta dezhei : Beva a refont ! Mes implijet oent da droc’ha koad ha da denna dour evit an holl asamble, evel ma lavaraz ar mestrou dezhei. 22 Ha Josue o galvaz, hag a gomzaz outhei, o lavarout : Perag oc’h euz-hu troumplet ac’hanomp, o lavarout : Ni a zo pell bras ouzoc’h ; el leac’h e choumit en hon c’hreiz ? 23 Brema eta, c’hwi a zo milliget, ha na baouezfet ket da veza er zervich, da droc’ha koad ha da denna dour evit ti ma Doue. 24 Neuze e respountchont da Josue, hag e leverjont : Lavaret e zo bet d’az servicherien, penaoz an Aotrou da Zoue Hen doa gourc’hemennet da Voizez, he zervicher, rei deoc’h an holl vro ha lakaat d’ar maro he holl dud dirazoc’h, ha ni hon euz doujet kals evidomp dirazoc’h, hag hon euz groet kement se. 25 Ha brema, ni a zo entre da zaouarn ; gra evel ma seblanto d’id mad hag eeün ober deomp. 26 Ober a reaz eta evel se dezhei, hag e telivraz anezhei euz a zorn bugale Israel, ha n’ho lekeaz ket d’ar maro. 27 Mes Josue o lekeaz, en deiz se, troc’herien goad ha tennerien dour, evit an asamble hag evit aoter an Aotrou, el leac’h ma choasche, ar pez hen deuz padet bete hirie.


10 Adaleg ma anavezaz Adoni-Tsedek, roue Jerusalem, hen doa Josue kemeret Ai, ha ma hen doa he gwestlet d’an distruj, penaoz hen doa groet da Ai ha d’he roue, evel m’hen doa groet da Jeriko ha d’he roue, ha penaoz tud Gabaon o doa groet ar peoc’h gant an Israelited, ha ma oant en ho zouez, hen doa kals a aoun, 2 rag Gabaon a oa eur gear vras, evel unan ar c’heariou roial ; rag brasoc’h

195