Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/20

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

vorgousk vraz a gwezaz var Abram ; ha setu, eun aoun, eun devalijen vraz a gwezaz warnezhan. 13 Hag an Aotrou a lavaraz da Abram : Gouez penaos da lignez a vezo estranjour en eur vro na vo ket dezhi, ha penaos e servijo an dud anezi hag e vo gwasket e-pad pevar c’hant vloaz.

14 mes me a varno ar vroad ma vint bet sklaved dindani, ha goude-se ez aint er-meaz gant pinvidigeziou braz.

15 Te a yelo e peoc’h etrezek da dadou, sebeliet e vi goude eur gozni eürus.

16 D’ar bedervet lignez, e tistroint aman, rag direizder an Amoreaned n’eo ket c’hoaz leuniet.

17 Pa voe kuzet an heol, e oe eun denvalijen vraz. Ha setu, e oe eur fornez mogedus, hag eur flamm-tan a dremenaz etre ar c’harteriou lodennet.

18 En deiz-se, an Aotrou a reaz eun emglev gant Abram, o lavarout : Me a ro ar vro-man da’z lignez, adalek rivier an Ejipt betek ar rivier vraz, ar rivier Eufratez,

19 ar Genianed, ar Genizianed, ar Gadmoniz,

20 an Hitited, ar Ferezianed, ar Refaimed,

21 an Amoreaned, ar Gananeiz, ar C’hirgazianed hag ar Jebuziz.

16 Sarai gwreg Abram n’he doa ket roet bugale dezhan. Bez’ he doa eur vatez Ejipsianez hanvet Agar.

2 Sarai a lavaraz da Abram : Setu, an Aotrou en deus va lakaet gaonac’h. Kae, me az ped, etrezek va matez, marteze em bo bugale drezi. Abram a sentaz ouz mouez Sarai.

3 Sarai gwreg Abram a gemeraz Agar an Ejipsianez, he matez, hag a roaz anezi da wreg da Abram he fried, goude m’en doe chomet dek vloaz e bro Ganaan.

4 Mont a reaz eta da gavout Agar, hag e konsevaz. Pa welaz he doa konsevet, e tisprizaz he mestrez.

5 Neuze Sarai a lavaraz da Abram : An dismegans a zo groet din a gouez warnout. Lakaet em euz va matez ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa konsevet, e tisprizaz ac’hanon. Ra varno an Aotrou etre me ha te !

6 Abram a respontaz da Sarai : Setu, da vatez a zo etre da zaouarn, gra dezhi evel ma plijo ganit. Sarai a wallgasaz anezi, hag e tec’haz kuit azirazi.

7 Ael an Aotrou he c’havaz e-kichen eur vammenn-dour er gouelec’h, an hini a zo var hent Shur.

8 Lavarout a reaz : Agar matez Sarai, a-beleac’h e teuez ha da beleac’h emaout o vont ? Respont a reaz : Tec’hout a ran a-zirak Sarai va mestrez.

9 Ael an Aotrou a lavaraz : Kae en-dro da gavout da vestrez hag en em izela dindani.

10 Ael an Aotrou a lavaraz : Me a gresko kement da lignez ken na c’hellor ket he c’hontan, ken niverus e vo.

11 Ael an Aotrou a lavaraz : Setu, te a zo brazez hag e c’hani eur mab hag e c’halvi anezhan Ismael, rag Doue en deus da glevet e-barz da c’hlac’har.

12 Henvel e vo ouz eun azen gouez, e zorn a vezo a-enep an holl ha dorn an holl a-enep dezhan, hag e vo o chom dirak e vreudeur.

13 Hi a c’halvaz hano an Aotrou hen doa komzet outhi : Ata-El-Roi (= te eo an Doue am gwel). rag lavarout a reaz : Ha ne’m euz ket zoken aman gwelet an hini am gwele ?

14 Setu perak e oe galvet ar puns-se, Beer-Lahai-Roi (= puns an hini a vev hag am gwel). Eman etre Kadesh ha Bered.

15 Agar a c’hanaz eur mab da Abram, hag Abram a c’halvaz ar mab he doa Agar ganet dezhan Ismael.

16 Abram a oa en oad a c’hwec’h vloaz ha pevar-ugent pa c’hanaz Agar Ismael dezhan.

17 Doue a chench anviou Abram ha Sarai

1 Neuze, Abram o vezan en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an Aotrou en em ziskouezaz da Abram hag a lavaraz : Me eo an Doue holl-c’halloudek, kerz dirak va dremm ha bez didamall.

2 Diazezan a rin va emglev etrezon-me ha te, hag e kreskin ac’hanout kalz-meurbet.

3 Abram a gouezaz var e zremm ha Doue a gomzaz outhan, o lavarout :

4 Me eo, setu va emglev a zo ganit ; te a zeuio tad da eun engroez a vroadou.

5 Ne vi ken galvet Abram, mes da hano a vezo Abraham, rag da lakaat a ran tad da eun engroez a vroadou.

6 Me a lakaio ac’hanout da vezan frouezus kalz-meurbet, hag e rin ac’hanout broadou ; rouaned a zeuio ac’hanout.

7 Diazezan a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c’houde, a-hed o rummou, evit beza eun emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c’houde.

8 Hag e roin a rin, d’id ha da’z lignez da c’houde ar vro en pehini e choumez, holl vro Kanaan,