Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/199

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOSUE, 6.

bugale Isruel, en krec’hien Araloth. 4 Ha setu an dra evit pehini e sirkonsizaz Josue anezhei : An holl bobl deuet er meaz euz an Ejipt, ar maled, an holl dud a vrezel a oa marvet el leac’h distro, en hent, goude beza deuet kwit euz an Ejipt. 5 Rag ar re holl a ieaz kwit a oa sirkonsizet ; mes ne oa sirkonsizet hini euz ar re a oa ganet el leac’h distro, en hent, goude beza eet kwit euz an Ejipt. 6 Rag bugale Israel ho doa baleet el leac’h distro enpad daou ugent vloaz, bete ma oa an holl bobl tud a vrezel, pere a oa eet kwit euz an Ejipt ha pere n’ho doa ket sentet euz mouez an Aotrou, bet kuzumet ; dre ma Hen doa an Aotrou touet dezhei n’o lezche ket da welet ar vro pehini Hen doa an Aotrou dre le prometet d’ho zadou rei deomp, bro en pehini e red al leaz hag ar mel ; 7 hag Hen doa savet ho bugale en ho leac’h. Ar re ze eo a oe sirkonsizet gant Josue, dre ma oant disirkonsis ; rag ne oant ket sirkonsizet en hent. 8 Ha pa oe achuet da sirkonsiza an holl bobl, e choumjont en ho flas er c’han ken a oent iac’h. 9 An Aotrou a lavaraz neuze da Josue : Hirie Em euz ruliet divarnoc’h mezegez an Ejipt. Hag e oe hanvet al leac’h ze Gilgal, bete hirie.

10 Ha bugale Israel a gampaz en Gilgal, hag e rejont ar Pask ar bevarzekved deiz euz ar mis, euz an abardaez, en meazou Jeriko. 11 Ha dibri a rejont ed euz ar vro, an deiz varlerc’h Pask, bara hep goell ha greun rostet er memeuz deiz ze. 12 Hag ar mann a baouezaz an deiz varlerc’h, pa zebrchont ed euz ar vro ; ha bugale Israel n’ho doe ken a vann, mes dibri a rejont, er bloaz ze a froueziou douar Kanaan.

13 Hag, e c’hoarvezaz, evel ma oa Josue tost da Jeriko, ma savaz he zaoulagad ha ma sellaz, ha setu, eun den en em dalc’he en he za, dirazhan, he gleze noaz en he zorn. Ha Josue a ieaz d’he gaout, hag a lavaraz dezhan : Euz hon re out, pe euz hon enebourien ? 14 Hag hen a respountaz : ? Nan, mes Me eo mestr arme an Aotrou ; eruout a ran brema. Ha Josue a gouezaz he fas d’an douar, en em stouaz, hag a lavaraz dezhan : Petra a lavar ma Aotrou d’he zervicher ? 15 Ha mestr arme an Aotrou a lavaraz da Josue : Lam da voutou euz da dreid ; rag al leac’h ma en em delc’hez a zo zantel.


6 Ha Josue a reaz evel se. Ha Jeriko a oa stoufet ha zerret gant evez, abalamour da vugale Israel ; den na zea kwit, na den na zea ennhi. 2 Hag an Aotrou a lavaraz da Josue : Sell, lakeat em euz Jeriko entre da zaouarn, hag he roue, hag he brezellerien nerzuz. 3 C’hwi holl eta, tud a vrezel, grit an dro da gear, o trei eur weach en dro dezhi. 4 Evel se a ri enpad c’hwec’h devez ; ha seiz sakrifier a zougo seiz korn maouted dirag an arc’h. Mes ar seizved devez e refeet tro kear seiz gweach, hag ar sakrifierien a zouno gant ar c’herniel. 5 Ha pa zounfont gant nerz gant korn ar maout, adaleg ma klevfeet soun ar c’horn, an holl bobl a losko kriadennou bras ; neuze moger kear a gwezo anezhi he unan, hag ar bobl a binio, pep hini dirazhan. 9 Josue, mab Nun, a c’halvaz eta ar sakrifierien, hag a lavaraz dezhei : Dougit arc’h ar gonvenans, ha ma vezo seiz sakrifier o tougen seiz korn maout dirag arc’h an Aotrou. 7 Lavaret a reaz goude d’ar bobl : Tremenet, ha grit an dro da gear, hag ar re a zo armet ra dremenfont araog arc’h an Aotrou. 8 Ha pa hen doe Josue komzet d’ar bobl, ar seiz sakrifier pere a zouge ar seiz korn maout dirag an Aotrou, a dremenaz hag a sounaz kerniel, hag arc’h konvenans an Aotrou a heulie anezhei. 9 An dud armet a valee araog ar sakrifierien pere a zoune gant ho c’herniel ; mes an dilerc’h-gward a heulie an arc’h ; o vale euz soun ar c’herniel. 10 Ha, Josue hen doa gourc’hemennet d’ar bobl, o lavarout : Na loskfeet kriaden ebet, ha na refeet ket klevet ho mouez, ha na zeuio ket eur gir euz ho kenou, beteg an deiz ma lavarin deoc’h : Leusket kriadennou ! Neuze e loskfeet kriadennou. 11 Ober a rejont eta an dro da gear gant arc’h an Aotrou, o trei eur weach en dro ; goude e teujont d’ar c’han, hag e tremenjont an noz ennhan.

12 Ha Josue a savaz beure mad, hag ar sakrifierien a zouge arc’h an Aotrou. 13 Hag, ar seiz sakrifier pere a zouge ar seiz korn maout dirag arc’h an Aotrou, a valee hag a zoune ar c’herniel en eur vale. An dud armet a valee dirazhei ; hag an dilerc’h-gward a heulie arc’h an Aotrou ; o vale e sounet ar c’herniel. 14 Hag e rejont eur weach an dro da gear, en eilved deiz, goude e tistrojont d’ar c’han. Ober a rejont evel se enpad c’hwec’h devez. 15 Mes ar

191