Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/196

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOSUE, 2.

na lezin ket ac’hanout, ha na tilezin ket. 6 En em nerz ha kemer kourach ; rag te eo a lakaio ar bobl ma en dalc’hidigez euz ar vro pehini Em euz touet d’ho zadou rei dezhei. 7 En em grenva zoken ha bez kourach, evit lakast evez da ober hervez an holl lezen hen deuz Moizez ma zervicher skrivet d’id ; na sistro ket nag zeou nag a gleiz, evit ma prosperi en kement holl a gemeri. 8 Ra na bellaio ket al levr ma euz al lezen euz da c’heno ; mes medit anezhan deiz ha noz, evit ma lakai evez da ober kement a zo skrivet ennhan, rag neuze eo e teui a benn euz ar pez a gemeri, ha neuze eo e prosperi. 9 N’Em euz ket e c’hourc’hemennet d’id ? En em nerz ha kemer kourach. Na spouron ket ha na pez ket aoun euz netra ; rag an Aotrou da Zoue a zo ganez, el leac’h ma ez i.

10 Neuze Josue a roaz urzou da offiserien ar bobl, hag a lavaraz : 11 Tremenet en kreiz ar c’han, ha gourc’hemennet d’ar bobl, o lavarout : Kempennet pourvisionou ; rag a benn tri deiz e tremenfet ar Jourdan ma, evit mont da berc’henni ar vro a ro an Aotrou ho Toue deoc’h, evit ma hen perc’henfac’h.

12 Josue a gomzaz ive d’ar Rubenited, d’ar C’hadited, ha da hanter poblad Manasse, hag e lavaraz dezhei ; 13 O pezit sonch euz ar pez hen doa Moizez, servicher an Aotrou, gourc’hemennet deoc’h, o lavarout : An Aotrou ho Toue Hen deuz roet deoc’h diskwiz, hag hen deuz roet deoc’h ar vro ma ; 14 ho kragez, ho pugale vihan hag ho loened a choumo er vro hen deuz Moizez roet deoc’h, en tu all d’ar Jourdan ; mes c’hwi, a dremeno en armou dirag ho preudeur, an holl dud nerzuz ha kre, 15 hag e sikourfet anezhei, bete ma Hen devezo an Aotrou roet diskwiz d’ho preudeur evel deoc’h, ha ma perc’henfont int ive ar vro a ro an Aotrou ho Toue dezhei. Goude e tistrofet da vro ho talc’hidigez hag e perc’henfeet anezhan, an hini hen deuz Moizez, servicher an Aotrou, roet deoc’h, en tu all d’ar Jourdan entrezek ar savheol. 16 Hag int a respountaz da Josue, o lavarout : Ni a raio kement ec’h euz gourc’hemennet deomp, ha ni a ielo en pep leac’h ma kasi ac’hanomp ; 17 ni a zento ouzit evel hon euz sentet euz Moizez ; ra vezo zoken an Aotrou da Zoue ganez, evel ma eo bet gant Moizez ! 18 Pep den pehini a vezo dizentuz euz da c’hourc’hemen ha na sento ket euz da gomzou, en kement ha ma c’hourc’hemenni deomp, a vezo lakeet d’ar maro ; en em nerz zoken ha kemer kourach !


2 Josue, mab Nun, a gasaz en kuz euz Sittim daou spier, o lavarout : It, evesait ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di eur c’hast, hanvet Rahab, hag e kouschont eno. 2 Hag e oe lavaret da roue Jeriko : Setu, tud a zo deuet ama en noz ma, a douez bugale Israel, evit evesaat ar vro. 3 Roue Jeriko a gasaz da lavaret da Rahab ; Laka er meaz an dud a zo deuet d’az ti, pere a zo eat en da di ; rag deuet int evit evesast ar vro holl. 4 Mes ar vreg e doa kemeret an daou woaz, hag e doa o c’huzet ; hag e lavaraz : Gwir eo penaor an dud ze a zo deuet ama, mes na ouien ket a beleac’h e oant ; 5 hag evel ma ez ea an nor da veza zerret, euz an noz, an dud ze a zo eet er meaz ; na ouzon ket pelec’h int eet, hastet mont var ho lerc’h, rag tapout a refet anezhei. 6 Hag, hi e doa o lekeat da biniat var an doen, hag e doa o c’huzet dindan kors lin, pere e doa lakeat var an doen. 7 Hag an dud ma az eaz var ho lerc’h entrezek ar Jourdan, var zu an tremennou, hag e oe zerret an nor, goude ma oa eet kwit ar re a ieaz var ho lerc’h. 8 Araog ma ez eaz da gousket, e piniaz d’o c’haout var an doen, hag e lavaraz dezhei : 9 Anaout a ran Hen deuz an Aotrou roet deoc’h ar vro, ha penaoz an aoun dirag ho c’hano a zo kroget ennomp ha penaoz holl dud ar vro o deus kollet kourach abalamour deoc’h. 10 Rag anavezet hon euz penaoz Hen deuz an Aotrou dizec’het dirazoc’h doureier ar mor Ru, pa ez ejoc’h kwit euz an Ejipt, hag ar pez oc’h euz groet da zaou roue an Amoreaned pere a oa en tu all d’ar Jourdan, en Sihon hag en Og, pere oc’h euz gwestlet d’an distruj. 11 Anavezet hon euz kement se, hag hor c’haloun a zo teuet, ha kourach den ebet n’en em dalc’h ken dirazoc’h ; rag an Aotrou ho Toue a zo Doue en envou d’an eac’h ha var an douar d’an traoun. 12 Brema eta, touet d’in, me o ped, dre an Aotrou, penaoz evel em euz uzet a vadelez en ho kenver, ec’h uzfet ive a vadelez en kenvor ti va zad ; 13 ha roit d’in eur breuven asuret penaoz e lezfeet da veva ma zad, va mam, va breudeur, va c’hoarezed, hag ar re holl a zo dezhei, ha pennoz e tiwal-

188