Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/175

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN DEUTERONOM, 13, 14.

c’hourc’hemennan deoc’h : Na lakai netra ennhei, ha na zilami netra anezhei.


13 Mar sav en da greiz eur profed pe eun huvreer, pehini a roio d’id eur zin pe eur mirakl, 2 ha ma c’hoarvez ar zin ze pe ar mirakl ze, a behini hen devezo komzet d’id, ha ma lavar d’id : Deomp varlerc’h doueou all pere n’ec’h euz ket anavezet, ha servichomp anezhei ; 3 na zelaoui ket komzou ar profed ze nag an huvreer ze ; rag an Aotrou, ho Toue, hoc’h eprouvo, evit annout hag hen e kerfet an Aotrou ho Toue, euz a greiz ho kaloun hag euz a greiz hoc’h ine. 4 Heuil a refet an Aotrou ho Toue, Hen douja a refet, miret a refet he c’hourc’hemennou, senti a refeet euz he vouez, he zervicha a refeet hag en em stagfeet outhan. 5 Mes lakeat e vezo ar profed ze pe an huvreer ze d’ar maro ; rag komzet hen deuz euz en em revolti a enep an Aotrou ho Toue, Pehini Hen deuz ho tennet euz a vro an Ejipt ha Pehini Hen deuz ho prenet euz a di an esklavach, evit da vouta er meaz euz an hent en pehini Hen deus an Aotrou da Zoue gourc’hemennet d’id bale. Evel se e tenni an hini drouk euz da douez. 6 Pa vouto en kuz da vreur, mab da vam, pe da vab, pe da verc’h, pe da vreg karet mad, pe da vinion, pehini a zo d’id evel da ine, o lavarout : Deomp ha servichomp doueou all, 7 pere n’e c’heuz ket anavezet, na te, na da dadou, a douez doueou ar boblou pere a zo en dro deoc’h, taost d’id pe pell ouzit, euz eur penn d’an douar beteg egile, 8 n’az pez ket a genblijadur evithan, ha na selaou ket anezhan ; ra na espernio ket da lagad ken nebeut anezhan ; na vez ket touchet a druez outhan ha n’hen kuz ket. 9 Mes na vanki ket d’he lakaat d’ar maro ; da zorn a vezo ar c’henta varnezhan evit he lakaat d’ar maro, ha goude dorn an holl bobl. 10 Hag e lazi anezhan a daoliou mein, hag e varvo, abalamour ma hen deuz klasket da bellaat euz an Aotrou da Zoue, pehini Hen deuz da dennet euz a vro en Ejipt, euz a di an esklavach. 11 Hag holl Israel a glevo kement se hag a zoujo, ha na rafer ken eun dra ken drouk ebarz da douez.

12 Pa glevi lavaret euz ar c’heariou pere Hen deuz an Aotrou da Zoue roet d’id evit choum ennhei : 13 Tud fall a zo deuet er meaz ac’hanout, hag ho deuz boutet tud ar c’heariou, o lavarout : Deomp, ha servichomp doueou all pere n’oc’h euz ket anavezet ; 14 te a glasko, hag a c’houlenno, hag a enklasko gant evez ; ha mar kevez eo gwir ha zur ar pez a zo lavaret, ha ma ve eun hevelep euzusted peur-c’hroet en da greiz, 15 e lakai tud ar gear ze da dremen dre laounien ar c’hleze ; he gwestla a ri d’an distruj, gant kement a vezo ennhi, hag e lazi al loened anezhi dre laounien ar c’hleze. 16 Goude e tastumi en kreiz ar blasen he holl diwisk, hag e tevi ar gear ze holl hag he diwisk, dirag an Aotrou da Zoue, hag e vezo da viken eur bern distruj ; na vezo ken adsavet. 17 Ha na choumo netra euz ar fall en da zorn, abalamour d’an Aotrou da zont euz a dân he goler, ha ma raio d’id trugarez, ha ma hen devezo truez ac’hanout, ha ma kresko ac’hanout, evel ma hen deuz touet d’az tadou, 18 dre ma ec’h euz sentet euz mouez an Aotrou da Zoue, evit miret he c’hourc’hemennou pere a ran d’id hirie, evit ober ar pez a zo eün dirag an Aotrou da Zoue.


14 C’hwI eo bugale an Aotrou ho Toue. N’en em droc’hit ket, ha n’en em douzit ket entre ho taoulagad evit unan maro ; 2 rag eur bobl out kensagret d’an Aotrou da Zoue, hag an Aotrou Hen deuz da choazet a douez an holl boblou pere e zo var c’horre an douar, evit ma vefez dezhan eur bobl partikulier.

3 Na zebri netra euzuz ebet. 4 Setu ama al loened pere a zebrfet : an ijen, ar maout hag ar c’havr, ar c’haro, an heiez, an dean, 5 ar chamoa, an heiezik, an ijen gouez hag ar jiraf. 6 Ha dibri a refet a douez al loened, ar re holl ho deuz an ivin lodennet hag an troad forc’hennek, ha pere a daskin. 7 Setu ama zoken ar re pere na zebrfeet ket a douez ar re pere ho deuz an ivin lodennet hag an troad forc’hek : ar chamo, ar c’had hag al lapin ; rag int a daskin, mes n’ho deuz ket an ivin lodennet ; dibur e vefont deoc’h ; 8 an hoc’h ive ; rag he ivin a zo lodennet, mes na daskin ket : dibur e vezo deoc’h. Na zebrfeet ket euz ho c’hik ; ha na stokfet ket euz ho c’horfou maro.

9 Setu ama ar pez a zebrfeet euz a gement a zo en doureier. Dibri a refeet euz a gement ho deuz diou askel ha kaliez ; 10 mes kement n’euz ket a ziouaskel na kaliez, n’en debrfeet ket ; kement se a vezo dibur deoc’h.

167