Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/174

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN DEUTERONOM, 12.

ho loened bras ha bihan ; 7 hag e tebrfeet eno dirag an Aotrou ho Toue, hag en em laouenafeet c’hwi hag ho famillou, euz an holl draou da bere ho pezo lakeat an dorn hag en pere Hen devezo an Aotrou da Zoue da venniget.

8 Na refeet ket evel ma reomp ama hirie, pep hini hervez ar pez a gav dezhan a zo mad ; 9 rag n’hen d’oc’h ket c’hoaz deuet d’an diskwiz ha d’an heritach a ro an Aotrou da Zoue d’id. 10 Tremen a refet eta ar Jourdan, hag e choumfeet er vro a ro an Aotrou ho Toue deoc’h en heritach. Hag E roio deoc’h diskwiz, en eur warantisa ac’hanoc’h euz ho c’holl enebourien, tro da zro ; ha c’hwi a choumo en asurans. 11 Neuze, e vezo eul loac’h dibabet gant an Aotrou ho Toue evit lakaat he hano da choum ; eno eo e tigasfeet kement a c’hourc’hemennan deoc’h, ho sakrifisou-losk, ho sakrifisou, ho deogou, profou ho taouarn, ha pep prof a choaz evit ar gwestlou ho pezo groet d’an Aotrou ; 12 hag en em laouenafeet dirag an Aotrou ho Toue, c’hwi, ho mibien, ho merc’hed, ho servicherien hag ho servicherezed, kenkouls hag al Levit pehini a vezo en ho torojou, rag n’en deuz ket a loden nag a heritach ganeoc’h. 13 Likit eta evez mad da dremen hep kinnig ho sakrifisou losk en holl leac’hiou a weli ; 14 mes kinnig a ri da sakrifisou-losk el leac’h ma choazo an Aotrou en unan euz da bobladou, hag eno e ri kement holl a c’hourc’hemennan d’id.

15 Koulskoude, e c’helli laza ha dibri kig, hervez da holl c’hoantou, en da holl doriou, hervez ar vennoz Hen devezo an Aotrou da Zoue roet d’id ; an hini a vezo huduret hag an hini a vezo pur a zebro outhei, evel ma tebrer euz an dean hag ar c’haro. 16 Nemert na zebrfeet ket ar goad : e skulia a ri var an douar evel dour. 17 Na helli ket dibri en da zorojou, an deog euz da winiz, nag euz da win, nag euz da eol, nag ar re genta-ganet euz da loened bras na bihan, nag ar pez az pezo gwestlet, na da brofou volonter, na prof da zaouarn. 18 Mes ho dibri a ri dirag an Aotrou da Zoue, el leac’h ma choazo an Aotrou da Zoue, te, da vab, da verc’h da zervicher ha da zervicherez, hag al Levit pehini a zo en da zorojou, hag en em laouenai dirag an Aotrou da Zoue euz a gement tra en pehini ez pezo lakeat da zaouarn. 19 Laka evez, enpad an holl amzer ma vevi var an douar, na zilezfez al Levit.

20 Pa Hen devezo an Aotrou da Zoue frankeet da harz, evel ma Hen deuz komzet d’id, ha ma lavari : Fellout a ra d’in dibri kig ! dre ma c’hoantao da ine dibri kig, e c’helli dibri hervez da holl c’hoantou. 21 Mar be pell ouzit al leac’h Hen devezo an Aotrou da Zoue choazet evit lakaat he hano, e c’helli laza euz da loened bras hag euz da re vihan Hen devezo an Aotrou da Zoue roet d’id, evel ma Em euz gourc’hemennet d’id, hag e tebri outhei en da zorojou, hervez da holl c’hoantou. 22 Dibri a ri dre voder evel ma tebrer euz an dean hag euz ar c’haro ; an hini a vezo souillet hag an hini a vezo pur a zebro memeuz tra. 23 Nemert en em vir da zibri ar goad ; rag ar goad eo an ine, ha na zebri ket an ine gant ar c’hig. 24 Na zebri ket anezhan ; he skulia a ri var an douar evel dour. 25 Na zebri ket anezhan, abalamour ma vezi eurus, te ha da vugale da c’houde, dre ma ez pezo groet ar pez a zo eün dirag daoulagad an Aotrou.

26 Kemer a ri zoken an traou kenzagret pere a zo d’id, hag ar pez az pezo gwestlet, hag e teui el leac’h ma Hen devezo an Aotrou choazet ; 27 hag e kinnigi da sakrifisou-losk, ar c’hik hag ar goad, var aoter an Aotrou da Zoue ; mes goad da sakrifisou all a vezo skuliet var aoter an Aotrou da Zoue, ha te a zebro ar c’hig outhei. 28 Mir ha selaou an holl : draou a c’hourc’hemennan d’id, evit ma vezi euruz, te ha da vugale da c’houde, da viken, dre ma ri ar pez a vezo mad hag eün dirag daoulagad an Aotrou da Zoue.

29 Pa Hen devezo an Aotrou da Zoue lakeat d’ar maro dirazout ar boblou, entrezek pere ez ez evit ho diwiska, ha ma ez pezo ho diwisket, ha ma choumi en ho bro, laka evez ouzit, 30 gant aoun na gwezfez er pech o c’heuil anezhei, pa vefont bet distrujet a zirazout, ha ma na adklaskfez ho doueou, o lavarout : Penaoz e serviche ar boblou ze ho doueou ? mar rin er memeuz doare, me ive. 31 Na ri ket evel se en kenver an Aotrou da Zoue ; rag groet ho deuz d’ho doueou kement a zo en euzuzted dirag an Aotrou, ha pehini a gasa ; ha memeuz ho deuz devet en tân ho mibien hag ho merc’hed en enor d’ho doueou.

32 Evez ho pezo da ober kement a

166