Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/171

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN DEUTERONOM, 10.

zout, hag abalamour da ober ar gomz Hen deuz an Aotrou touet d’az tadou, Abraham, Isaak ha Jakob. 6 Anavez eta penaoz n’eo ket evit da justis eo e ro an Aotrou da Zoue d’id ar vro vad ze evit en derc’hel rag te a zo eur bobl a c’houzouk reut.

7 Az pez sonj, na ankouez ket penaoz ec’h euz gwal goleret an Aotrou da Zoue en distro ; adaleg an deiz ma out eet kwit euz a vro an Ejipt, beteg ho aruidigez el leac’h ma, c’hwi a zo bet dizent a enep an Aotrou. 8 Droukeet ho poa ive an Aotrou en Horeb ; hag an Aotrou en em lekeaz en koler a enep deoc’h, evit ho tistruja. 9 Pa biniiz var ar menez, evit kemer an taolennou mein, an taolennou a gonvenans Hen deuz an Aotrou groet ganeoc’h, me a choumaz var ar menez daou-ugent deiz ha daou-ugent noz, hep dibri bara nag eva dour ; 10 hag an Aotrou a roaz d’in an diou daolen vean, skrivet gant biz Doue, ha var bere e oa an holl giriou Hen doa an Aotrou lavaret, pa gomzaz var ar menez ganeoc’h, a greiz an tân, en deiz an asamble. 11 Hag e c’hoarvezaz penaoz aben daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez, an Aotrou a roaz d’in an diou daolen vean, an taolennou a gonvenans. 12 Neuze an Aotrou a lavaraz d’in : Sav-te, hast disken ac’han ; rag da bobl, pehini ec’h euz lekeat da zont kwit euz an Ejipt, a zo en em huduret ; prest int en em distroet euz an hent Em boa gourc’hemennet dezhei ; groet ho deuz eun imaj teuzet. 13 An Aotrou a gomzaz ive d’in, o lavarout : Sellet Em euz ouc’h ar bobl ma, ha setu, eo eur bobl a c’houzouk reut ; 14 lez Ac’hanoun, ha Me ho distrujo, hag e kasin kwit ho hano a zindan an envou ; mes da lakaat a rin da zont da veza eur bobl galloudusoc’h ha brasoc’h evit houma. 15 Distrei a riz eta hag e tiskenniz a zivar ar menez (hag, ar menez holl a oa en tân), o kaout an diou daolen euz ar gonvenans em daou dorn. 16 Neuze e selliz, ha setu ho poa pec’hed a enep an Aotrou ho Toue, groet ho poa eul leue teuzet, prest e oac’h en em distroet euz an hent Hen doa an Aotrou gourc’hemennet deoc’h. 17 Neuze e krogiz en diou daolen, hag e toliz anezhei euz ma daouarn, hag ho zorriz dirag ho taoulagad. 18 Goude me en em stouaz dirag an Aotrou evel diaraog, daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez, hep dibri bara nag eva dour, abalamour d’an holl bec’hed ho poa groet oc’h ober ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, evit he zroukaat ; 19 rag douja a riz ar goler hag ar fulor a behini e oa an Aotrou en em danet en ho c’henep evit ho tistruja ; hag an Aotrou am zelaouaz c’hoaz er veach ze. 20 An Aotrou a oe gwal drouk ennhan a enep Aaron, o fellout e lakaat d’ar maro ; mes pedi a riz ive evit Aaron, en amzer ze. 21 Goude e kemeriz ho pec’hed, al loe ho poa groet, hag e teviz anezhan en tân, hag e lakiz anezhan a damou hag e valiz anezhan bete ma oe kaset en poultr : hag e taoliz ar poultr en dour red pehini a zisken divar ar menez.

22 Gwal droukeet ho poa ive an Aotrou en Thabeera, en Massa hag en Kibroth-Hattaava. 23 Ha pa gasaz an Aotrou ac’hanoc’h euz a Gades-Barnea, o lavarout : Piniet, ha kemerit dalc’h euz ar vro em euz roet deoc’h ; e tizentjoc’h euz gourc’hemen an Aotrou ho Toue, ha n’Hen kreddjoc’h ket, ha na sentjoc’h ket euz he vouez. 24 C’hwi a zo bet disent euz an Aotrou, aboe an deiz ma oc’h anavezan.

25 Me en em stouaz eta dirag an Aotrou an daou-ugent devez hag an daou-ugent nozvez, enpad pere en em stouiz, abalamour ma Hen doa an Aotrou lavaret ho tistrujche ; 26 hag e pediz an Aotrou, hag e lavariz : Aotrou, Aotrou, na zistruj ket da bobl ha da heritach, pehini Ec’h euz prenet dre da vraster, pehini Ec’h euz tennet euz an Ejipt a zorn nerzuz. 27 Az pez sonj euz da zervicherien, Abraham, Isaak ha Jakob ; na zell ket euz kaleder ar bobl ma, nag euz he zrougiez, nag euz he bec’hed ; 28 gant aoun na zeufe tud ar vro a behini Ec’h euz hon zennet, da lavaret : Abalamour ma ne oa ket an Aotrou kapabl d’ho lakaat da vont er vro a behini Hen doa komzet dezhei, ha dre m’ho c’hasae, Hen deuz ho lakeat da vont kwit evit ho laza en distro. 29 Koulskoude int da bobl ha da heritach, pehini Ec’h euz tennet euz an Ejipt re da c’halloud bras ha da vreac’h astennet.


10 En amzer ze, an Aotrou a lavaraz d’in : Kizell diou daolen vein, evel ar re genta, ha pin d’am c’haout var ar menez ; ober a ri ive

163