Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/17

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

vefemp sklabezet var gorre an douar holl. 5 Hag an Aotrou a ziskennaz da welout ar gêr hag an tour o doa savet mibien an dud.

6 Hag an Aotrou a lavaraz : Setu ez int eur bobl hepken hag o deus holl an hevelep yez, ha setu ar pez a grogjont d’ober. brema netra n’o harzfe d’ober ar pez o defe sonjet.

7 Deuomp, diskennomp ha kemmeskomp eno o yez en doare na glevint ket yez an eil d’egile.

8 An Aotrou o stlabezaz ac’hane war-c’horre an douar holl, hag e paouezjont da sevel ar gêr.

9 Setu perak hec’h hano a voe galvet Babel, rag an Aotrou hen doa kemmesket eno yez an douar holl, hag ac’hane an Aotrou o stlabezaz war-c’horre an douar holl.

10 Setu lignez Sem : Sem a vevaz kant vloaz hag a voe tad da Arpaksad, daou vloaz goude al linvadenn-veur.

11 Sem, goude ma voe bet tad da Arpaksad, a vevaz pemp kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

12 Arpaksad a vevaz pemp bloaz ha tregont hag a voe tad da Shelak.

13 Arpaksad, goude ma voe bet tad da Shelak, a vevaz pevar c’hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

14 Shelak a vevaz tregont vloaz hag a voe tad da Eber.

15 Shelak, goude ma voe bet tad da Eber, a vevaz pevar c’hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

16 Eber a vevaz pevar bloaz ha tregont hag a voe tad da Beleg.

17 Eber, goude ma voe bet tad da Beleg, a vevaz pevar c’hant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

18 Peleg a vevaz tregont vloaz hag a voe tad da Rehu.

19 Peleg, goude ma voe bet tad da Rehu, a vevaz daou c’hant nav bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

20 Rehu a vevaz daou vloaz ha tregont hag a voe tad da Serug.

21 Rehu, goude ma voe bet tad da Serug, a vevaz daou c’hant seiz vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

22 Serug a vevaz tregont vloaz hag a voe tad da Nakor.

23 Serug, goude ma voe bet tad da Nakor, a vevaz daou c’hant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

24 Nakor a vevaz nav bloaz warn-ugent hag a voe tad da Derak.

25 Nakor, goude ma voe bet tad da Derak, a vevaz kant naontek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

26 Terak a vevaz dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Abram, Nakor hag Haran.

27 Setu lignez Terak : Terak a voe tad da Abram, Nakor hag Haran. Haran a voe tad da Lot.

28 Haran a varvaz dirak Terak e dad, e bro e c’hanedigez, en eur ar Galdeiz.

29 Abram ha Nakor a gemeraz gwragez. hano gwreg Abram a oa Sarai, hag hano gwreg Nakor a oa Milka merc’h Haran tad Milka ha tad Jiska.

30 Sarai a oa gaonac’h : n’he doa ket a vugale.

31 Terak a gemeraz Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc’h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-meaz euz eur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno.

32 An amzer ma vevaz Terak a voe eta daou c’hant pemp bloaz, ha Terak a varvaz e Charan.

12 An Aotrou a lavaraz da Abram : Kae er-meaz euz da vro, euz da gerentiez, euz ti da dad, etrezek ar vro a ziskouezin dit.

2 Me a lakaio ac’hanout da zont da vezan eur vroad vraz, me a vennigo ac’hanout, me a rento da hano braz. Hag e vi eur vennoz.

3 Bennigan a rin ar re a vennigo ac’hanout, ha milligan a rin ar re a villigo ac’hanout. Hag holl diegeziou an douar a vezo benniget ennout.

4 Abram a yeaz evel m’en doa lavaret an Aotrou, Lot a yeaz gantan. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa’z eaz kuit euz Charan.

5 Abram a gemeraz Sarai e wreg ha Lot mab e vreur, gant an holl vadou o doa gounezet hag an dud o doa prenet e Charan. Kuitaat a rejont evit mont da vro Ganaan hag ec’h errujont e bro Ganaan.

6 Abram a dreuzaz ar vro betek al leac’h hanvet Sichem, betek derven More. Ar Gananeiz a oa neuze er vro.

7 An Aotrou en em ziskouezaz da Abram hag a lavaraz : Me a roio ar vro-man da’z lignez ! Hag e savaz eno eun aoter d’an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhan.

8 Tremen a reaz ac’hane entrezek ar menez, e savheol da Vethel, hag e chastennaz e dantennou o kaout Bethel er c’husheol hag Ai er sav--