ma vefeomp atao euruz, ha ma tiwallo hon buez, evel hirie. 25 Ha ni a zalc’ho an eünder, pa lakafomp evez da ober an holl c’hourc’hemennou ze dirag an Aotrou hon Doue, evel ma Hen deuz hen urzet deomp.
7 Pa Hen devezo an Aotrou da Zoue da lakeat da vont er vro a behini ez ez da gemer an dalc’h, ma Hen devezo lamet a zirazout kalz a boblou, an Hethianed, ar Guirgasianed, an Amoreaned, ar C’hananeaned, ar Ferezianed, an Hevied hag ar Jebusianed, seiz pobl brasoc’h ha galloudusoc’h evidout, 2 ha ma Hen devezo an Aotrou da Zoue ho roet d’id, ha ma ez pezo ho filet, e tistruji anezhei ; na ri ket a allians ganthei, ha na ri ket a drugarez dezhei ; 3 n’en em unani ket dezhei dre an dimezi ; na roi ket da verc’hed d’ho mibien, ha na gemeri ket ho merc’hed evit da vibien, 4 rag distrei a rafent da vugale euz ma sentidigez, hag e servichfent doueou all, ha koler an Aotrou en em alumfe en ho enep, hag a vruzunfe ac’hanout buhan. 5 Mes c’hwi a raio evel se en ho c’henver : Freuza a refet ho aoteriou, bruzuni a refet ho foltrejou, diskar a refet ho skeudennou a Ashera, hag e tevfet en tân ho imajou kisellet. 6 Rag eur bobl out kensagret d’an Aotrou da Zoue ; An Aotrou da Zoue Hen deuz da choazet, evit ma vefes dezhan eur bobl partikulier, a douez an holl boblou pere a zo var c’horre an douar,
7 N’eo ket abalamour ma oc’h niverusoc’h evit an holl boblou all eo en em staget an Aotrou ouzoc’h hag Hen deuz ho choazet ; rag c’hwi a oa ar bihana euz an holl boblou ; 8 mes abalamour ma kar an Aotrou ac’hanoc’h, ha dre ma vir al le Hen deuz groet d’ho tadou, penaoz Hen deuz an Aotrou ho tennet a zorn nerzuz, ha ma Hen deuz da brenet euz a di an esklavach, euz a zorn Faraon, roue an Ejipt. 9 Anavez eta penaoz eo an Aotrou da Zoue pehini a zo Doue, an Doue fidel, pehini a vir he gonvenans hag he drugarez beteg mil rumach d’ar re pere hen kar ha pere a vir he c’hourc’hemennou, 10 ha pehini a rent ar memeuz tra en fas d’ar re a gasa anezhan, evit ho lakaat da vervel. Na zale ket gant an hini pehini hen kasaa ; rei a ri dezhan ar memeuz tra en fas. 11 Laka eta evez euz ar gourc’hemennou, euz ar reoliou hag euz an urzou pere a roan d’id hirie, evit ho ober. 12 Hag e c’hoarvezo penaoz, goude beza klevet an urzou ma, mar ho miret hag ho grit, an Aotrou da Zoue a viro d’id ar gonvenans hag an drugarez Hen deuz touet d’az tadou ; 13 da garout a raio, da venniga, da greski, benniga a raio freuz da entraillou hag ar freuz euz da zouar, da winiz, da win ha da eol, dougerezou da zaout ha da zenved, var an douar Hen deuz touet d’az tadou rei d’id ; 14 benniget e vezi muoc’h evit an holl boblou : en da greiz, nag en touez da loened, na vezo na mal na malez dibrodu ; 15 an Aotrou a zistroio ouzit an holl glenvechou ; hag an holl c’houliou drouk ze pere ec’h euz anavezet en Ejipt, na lakao ket anezhei varnout ; mes ho lakaat a raio da zont var ar re holl a gasa ac’hanout.
16 Distruja a ri eta an holl boblou a roio an Aotrou da Zoue d’id ; da lagad a vezo evithei didruez, ha na zervichi ket ho doueou ; rag eur pech e vefe evidout. 17 Mar leverez en da galoun : Ar boblou ze a zo niverusoc’h evidoun-me, penaoz hellin ho diberc’henni ? 18 Na zouj ket anezhei ; az pez sonj mad euz ar pez Hen deuz an Aotrou da Zoue groet da Faraon, ha d’an holl Ejiptsianed, 19 epreuvennou bras pere ho deuz da zaoulagad gwelet, siniou ha miraklou, euz a zorn kre hag euz a eur vreac’h astennet, dre behini an Aotrou da Zoue Hen deuz da dennet euz an Ejipt ; evel se an Aotrou da Zoue a dreto an holl boblou pere a soujez. 20 Hag an Aotrou da Zoue zoken a gaso a enep dezhei ar gwesped, bete ma varvo dirazout ar re pere a choumo har ar re pere en em guzo. 21 Na spount ket abalamour dezhei ; rag an Aotrou da Zoue a zo, en da greiz, eun Doue bras hag euzuz. 22 Koulskoude, an Aotrou da Zoue a lamo ar poblou ze a nebeut ha nebeut dirazout ; na helli ket dont a benn anezhei re vuhan, gant aoun na zeufe loened ar parkeier d’en em greski a enep d’id ; 23 mes an Aotrou da Zoue ho roio d’id, hag ho spounto euz eur spount vras, bete ma vefont bruzunet. 24 Hag e roio ho rouane entre da zaouarn, hag e tilami ho hano a zidan an envou ; nikun na hello choum dirazout, bete ma pezo ho distrujet.
25 Devi a refet en tân an imajoue kizellet euz ho doueou. Na c’hoantai ket ha na gemeri ket evidout an arc’hant hag an aour pere a vezo var-