Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/167

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN DEUTERONOM, 5.

evit ar Rubenited ; Ramoth, er Galaad, evit ar C’hadited ; ha Golan, en Bassan, evit re Manasse.

44 Ha, setu al lezen a ginnigaz Moizez da vugale Israel. 45 Setu ar c’hentellou, ar reoliou hag an urzou a ziskwezaz Moizez da vugale Israel, pa ez ejont kwit euz an Ejipt, 46 en tu ma d’ar Jourdan, en draounien a zirag Beth-Peor, en bro Sihon, roue an Amoreaned, pere a choume en Hesbon, hag a oe pilet gant bugale Israel ha gant Moizez, pa ez ejont kwit euz an Ejipt. 47 Hag e talc’hjont he vro gant bro Og, roue Bassan, daou roue euz an Amoreaned, pere a oa en tu all d’ar Jourdan, entrezek ar savheol, 48 adaleg Aroer, pehini a zo var bord dour red an Arnon, bete menez Sion, pehini eo an Hernon, 49 hag an holl veaziou en tu ma d’ar Jourdan, var zu ar savheol, bete mor ar meaziou, dindan izelladennou Pisga.


5 MOIZEZ a c’halvaz eta holl Israel, hag a lavaraz dezhei : Selaou, Israel ar reoliou hag an urzou a zisklerian hirie d’ho diouskouarn ; disket anezhei, likit evez n’ho grafeac’h ket. 2 An Aotrou hon Doue a reaz konvenans ganeomp en Horeb. 3 N’eo ket gant hon zadou eo e reaz an Aotrou ar gonvenans ma, mes ganeomp-ni pere a zo ama hirie, beo holl. 4 An Aotrou a gomzaz ouzoc’h bisach euz bisach, var ar menez, a greiz an tân. 5 En em derc’hel a reen en amzer ze entre an Aotrou ha c’hwi, evit digas deoc’h komz an Aotrou ; rag aoun ho poe rag an tân, ha na binjoc’h ket var ar menez. Lavaret a reaz :

6 Me eo an Aotrou da Zoue, pehini em euz da dennet euz bro an Ejipt, euz a di an esklavach.

7 N’az pezo ket a zoueou all dirag ma fas.

8 Na ri ket evidoud eun imach kizellet, nag hevelidigez ebet euz an traou pere a zo d’an neac’h en envou, euz ar re pere a zo ama var an douar, nag euz ar re pere a zo en doureier dindan an douar.

9 N’en em stoui ket dirazhei, ha n’ho zervichi ket ; rag Me eo an Aotrou da Zoue, eun Doue jalous, pehini a gasti fallentez an tadou var ar vugale, beteg an deirved hag ar bederved rumach euz ar re a gasa ac’hanoun ; 10 hag a ra trugarez en mil rumach d’ar re pere am c’har hag vir ma gourc’hemennou.

11 Na gemeri ket hano an Aotrou da Zoue en vên ; rag an Aotrou na zalc’ho ket evit didammal an hini hen devezo kemeret he hano en vên.

12 Mir deiz an diskwiz evit he santifia, evel ma Hen deuz an Aotrou da Zoue e c’hourc’hemennet d’id ; 13 labouret a ri c’hweac’h devez, hag e ri da holl labour ; 14 mes ar seizved devez eo diskwiz an Aotrou da Zoue ; na ri labour ebet en deiz se, na te, na da vab, na da verc’h, na da zervicher, na da servicherez, na da ijen, na da azen, nag hini euz da loened, na da ziaveziad pehini a zo en da zoriou, abalamour d’az servicher ha d’az servicherez d’en em diskiza eveldout. 15 Hag az pez sonj penaoz out bet esklav en bro an Ejipt, ha penaoz an Aotrou da Zoue Hen deuz da dennet ac’hane gant dorn nerzuz hag a vreac’h astennet ; dre ze, an Aotrou da Zoue Hen deuz gourc’hemennet d’id miret deiz an diskwiz.

16 Enor da dad ha da vam, evel ma Hen deuz an Aotrou da Zoue hen gourc’hemennet d’id, abalamour d’ar teiziou da veza hireet, ha ma vezi euruz var an douar a ro an Aotrou da Zoue d’id.

17 Na lazi ket.

18 Na ri ket a avoultriach.

19 Na laeri ket.

20 Na lavari ket a desteni faoz a enep da nesa.

21 Na c’hoantai ket greg da nesa, ha na c’hoantai ket ti da nesa, nag he bark, nag he vevel, nag he vatez, nag he ejen, nag he azen, na netra hag a vefe d’az nesa.

22 An Aotrou a ziskleriaz ar c’homzou ze d’ho c’holl asamble, var ar menez, euz a greiz an tân, euz ar goabren hag euz an disklerder, gant eur vouez kre, ha ne lakaez netra ennhei ; neuze e skrivaz anezhei var diou daolen vean, pere a roaz d’in.

23 Hag, adaleg ma ho poe klevet ar vouez euz a greiz an disklerder, ar menez o veza en tân holl, e tostajoc’h ouzin me, ho c’holl mestrou a bobladou hag ho re ansien, hag e leverjoc’h : 24 Setu, an Aotrou hon Doue Hen deuz diskwezet deomp he c’hloar hag he vraster, ha ni hon euz klevet he vouez a greiz an tân ; hirie hon euz gwelet penaoz hell Doue komz euz an den, hag an den choum en buez. 25 Mes brema, perag e varfomp-ni ? Rag an tân bras se hor c’huzumo. Mar klevomp c’hoaz

159