Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/161

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN DEUTERONOM, 1.

vezo lamet euz an heritach a zo digwezet deomp dre ar zort. 4 Ha pa zeuo ar jubile evit bugale Israel, ec’h unanfer ho heritach da heritach ar boblad euz pehini e vefont ; evel se ho heritach a vezo lamet euz a heritach poblad hon zadou.

5 Neuze Moizez a roaz da vugale Israel gourc’hemennou an Aotrou, o lavarout : Poblad Josef ho deuz rezon. Setu ama ar pez Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet divarben merc’hed Tselofkad : 6 Dimezi a rafont d’an nep ma karfont ; koulskoude, e timefont da unan benag a famillou poblad ho zadou ; 7 evel se eun heritach na vezo ket kaset kwit, entouez bugale Israel, euz a boblad en poblad all, rag pep hini a vugale Israel a choumo en heritach poblad he dadou. 8 Ha pep merc’h hag a vezo heritourez euz a eun dalc’h benag, en pobladou bugale Israel, a vezo dimezet da unan benag euz a famil poblad he zad, evit ma herito pep hini a vugale Israel heritach he dadou. 9 Eun heritach eta na vezo ket kaset euz a eur boblad da eur boblad all ; mes pep hini entouez pobladou bugale Israel a zalc’ho he heritach.

10 Merc’hed Tselofkad a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 11 Rag, Makla, Tirtsa, Hogla, Milka ha Noa, merc’hed Tselofkad, a zimezaz da vibien ho zontoned. 12 Dimezi a rejont en famillou bugale Manasse, mab Josef, hag ho heritach a choumaz en poblad famil ho zad.

13 AR re ze eo ar gourc’hemennou hag an urzou a roaz an Aotrou dre c’henou Moizez da vugale Israel, en meaziou Moab, tost da Jourdan Jeriko.


————


PEMPVED LEVR MOIZEZ, GALVET


AN DEUTERONOM.


1 AR re ma eo ar c’homzou a lavaraz Moizez da holl Israel, en tu all d’ar Jourdan, en distro, er meaz, dirag Suph, etre Paran ha Tofel, ha Laban, hag Hatseroth, ha Di-Zahab. 2 Unnek devez a zo adaleg an Horeb, dre hent menez Sen bete Kades-Barnea. 3 Hag, en daou-ugentved bloaz, er c’henta deiz euz an unnekved mis, Moizez a lavaraz da vugale Israel, kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan lavaret dezhei ; 4 goude ma hen doe disc’hroet Sihon, roue an Amoreaned, pehini a choume en Hesbon hag Og, roue Bassan, pehini, choume en Ashtaroth hag en Edrei.

5 Moizez en em lekeaz da zisplega al lezen ze, en tu all d’ar Jourdan en bro Moab, o lavarout : 6 An Aotrou hon Doue a gomzaz ouzomp en Horeb, hag a lavaraz deomp : Awalc’h oc’h choumet er menez ma ; 7 en em distroit hag it, ha deuit var zu menez an Amoreaned, hag en holl leac’hiou tro zro, er meaz, er menez, hag er blenen, ha var zu ar c’hreizteiz, ha var goste ar mor, en bro ar Gananeed, hag el Liban, beteg ar rivier vras, ar rivier Eufrat. 8 Gwelit, lakeet Em euz dirazoc’h ar vro ; it ha dalc’hit ar vro Hen deuz an Aotrou touet rei d’ho tadou, Abraham, Isaak ha Jakob, ha d’ho lignez ho goude.

9 Hag e komziz ouzoc’h en amzer ze, hag e lavariz deoc’h : Me na hellan ket ho tougen, me va unan. 10 An Aotrou ho Toue Hen deuz ho kresket, ha setu c’hwi, hirie, niveruz evel stered an env. 11 Ra raio an Aotrou, Doue ho tadou, ho lakast da greski c’hoaz mil gweach kement all, ha ra vennigo ac’hanoc’h evel ma Hen deux lavaret deoc’h. 12 Penaoz hellin me va unan dougen ho poaniou, ho pec’hiou hag ho prosejou ? 13 Kemerit euz ho pobladou tud fur, skiantek hag anavezet, ha me ho lakaio da vestrou varnoc’h. 14 Ha c’hwi a respountaz d’in, hag e leverjoc’h : Mad eo ober ar pez ec’h euz lavaret. 15 Neuze e kemeriz mestrou ho pobladou, tud fur hag anavezet, hag e lakaiz anezhei mestrou varnoc’h, renerien a vilierou, a ganchou, a hanter kanchou hag a sekiou, hag

153