Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/158

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN NIVEROU, 33.

ar mis kenta, an deiz varlerc’h Pask mont a rejont kwit a zorn savet, en gwel an holl Ejiptsianed. 4 Hag an Ejiptsianed a vezie ar re Hen doa an Aotrou skoet en ho zouez, an holl re genta-ganet ; an Aotrou memeuz Hen doa groet barnedigezou var ho doueou.

5 Ha bugale Israel a ieaz euz Ramzez, hag e kampjont en Sukkoth. 6 Mont a rejont euz a Sukkoth, hag e kampjont en Etham, pehini a zo en penn an distro. 7 Neuze ez ejont euz Etham, en em distrojont da gaout Pi-Hahiroth, pehini a zo a fas da Vaal-Tsefon, hag e kampchont dirag Migdol. 8 Hag ez ejont a zirag Pi-Hahtroth, e tremenjont kreiz ar mor, var zu an distro, ez ejont hed tri deiz hent en distro Etham, hag e kampjont en Mara.

9 Neuze ez ejont euz Mara hag e teujont da Elim ; hag e oa en Elim daouzek mammen dour ha dek ha tri-ugent palmezen ; hag e kampjont eno. 10 Mont a rejont euz a Elim, hag e kampjont tost d’ar mor Ru. 11 Neuze ez ejont euz ar mor Ru, hag e kampjont en distro Sin. 12 Hag ez ejont euz distro Sin, hag e kampjont en Dofka. 13 Hag ez ejont eus Dofka, hag e kampjont en Alush. 14 Hag ez ejont euz Alush, hag kampchont en Refidim, el leac’h ne oa ket a zour da eva d’ar bobl.

15 Hag ez ejont euz Refidim, hag e kampjont en distro Sinai. 16 Goude ez ejont euz distro Sinai, hag e kampjont en Gibroth-Hattaava. 17 Hag ez ejont euz Kibroth-Hattaava, hag e kampjont en Hatseroth. 18 Neuze ez ejont euz Hatseroth, hag e kampjont en Rithma. 19 Hag ez ejont euz Bithma, hag e kampjont en Rimmon-Perets. 20 Mont a rejont euz a Rimmon-Perets, hag e kampjont en Libna. 21 Hag ez ejont euz Libna hag e kampjont en Rissa. 22 Goude ez ejont euz Rissa, hag e kampjont en Kehelatha. 23 Hag ez ejont euz Kehelatha, hag e kampjont en menez Shafer. 24 Hag e ejont euz a venez Shafer, hag e kampjont en Harada. 25 Hag ez ejont euz Harada, hag e kampjont en Makheloth. 26 Neuze ez ejont euz Makheloth, hag e kampjont en Tahath. 27 Hag ez ejont euz Tahath, hag e kampjont en Tarak. 28 Hag ez ejont euz Tarak, hag e kampjont en Mithka. 29 Hag ez ejont euz Mithka, hag e kampjont en Hash-mona. 30 Hag ez ejont euz Hashmona, hag e kampjont en Moseroth. 31 Hag ez ejont euz Moseroth, hag e kamjont en Bene-Jaakan. 32 Hag ez ejont euz Bene-Jaakan, hag e kampjont en Hor-Guidgad. 33 Hag ez ejont euz Hor-Guidgad, hag e kampjont en Jotbatha. 34 Hag ez ejont euz a Jotbatha, hag e kampjont en Abrona. 35 Neuze ez ejont euz Abrona, hag e kampjont en Etajon-Gueber. 36 Hag ez ejont euz Etsjon-Gueber, hag kampjont en distro Tsin, pehini eo Kades. 37 Goude ez ejont euz Kades, hag e kampjont da venez Hor, en penn bro Edom.

38 Hag Aaron, ar sakrifier, a biniaz var menez Hor, hervez urz an Aotrou, hag e varvaz eno, en daou-ugenved bloaz goude ma oa bugale Israel deuet euz an Ejipt, ar bempved mis, ar c’henta deiz euz ar mis. 39 Hag Aaron a oa oajet a dri bloaz ha c’hwec’h-ugent, pa varvaz var menez Hor.

40 Neuze ar C’hananeen, roue Arad, pehini a choume en kreisteiz bro Kanaan, a wezaz penaoz e teue bugale Israel. 41 Hag e zeaz euz a venez Hor, hag e kampaz en Tsalmona. 42 Hag ez ejont euz Tsalmona, hag e kampjont en Punon. 43 Hag ez ejont eus Punon, hag e kampjont en Oboth. 44 Neuze ez ejont euz a Oboth, hag e kampjont en Ijje-Abarim, var harz Moab. 45 Hag ez ejont euz a Ijje-Abarim, hag e kampjont en Dibon-Gad. 46 Hag ez ejont euz Dibon-Gad, hag e kampjont en Almon-Diblathaim. 47 Neuze ez ejont euz Almon-Diblathaim, hag e kampjont en meneziou Abarim, dirag Nebo. 48 Hag ez ejont euz meneziou Abaim, hag e kampjont en plenennou Moab, tost da Jourdan Jeriko. 49 Hag e kampjont tost d’ar Jourdan, adaleg Beth-Jeshimoth beteg Abel-Sittim, en plenennou Moab.

50 HAG an Aotrou a gomzaz da Voizez en plenennou Moab, tost da Jourdan Jeriko, o lavarout : 51 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Pa ho pezo tremenet ar Jourdan evit mont en bro Kanaan, 52 e kasfet kwit dirazoc’h holl dud ar vro, distruja a refet ho holl skeudennou, distruja a refet ho holl skeudennou teuzet, hag e tifreuzfet ho holl leac’hiou huel ; 53 hag e kemerfet dalc’h er vro, hag e choumfet ennhi. Rag roet Em eux deoc’h ar vro evit he derc’hel. 54 Lodenna ar refet ar vro dre ar zort, hervez ho famillou. D’ar

150