roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou, evit ar maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez ho lezennou ; 19 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed, ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, hag he roidigez, hag ho skuliadurezou.
20 Ha d’an drede deiz, e kinnigfet unnek kolle, daou vaout, pevarzek oan bloaz, dinam, 21 gant ar roidigez hag ar skulisdurezou evit ar c’holleou, evit ar maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez al lezennou ; 22 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ; ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.
23 Ha d’ar bevarved deiz, e kinnigfet dek kolle, daou vaout, pevarzek oan bloaz, dinam, 24 ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou, evit ar maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez ho lezennou ; 25 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.
26 Ha d’ar bempved deiz, e kinnigfet nao c’holle, daou vaout, pevarzek oan bloaz, dinam, 27 gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou evit ar maouted hag evit an oaned hervez ho niver, hervez al lezennou ; 28 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ; en tu all d’ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.
29 Ha d’ar c’hwec’hved deiz, e kinnigfet eiz kolle, daou vaout, pevarzek oan bloaz, dinam, 30 gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou, evit ar maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez al lezennou ; 31 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed, ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.
32 Ha d’ar seizved deiz, e kinnigfet seiz kolle, daou vaout, pevarzek oan dinam, 33 gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou, evit a maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez ho lezennou a zell outhei ; 34 hag eur bouc’h en sakrifis, evit ar pec’hed ; en tu all d’ar sakrifis kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.
35 An eizved deiz, c’hwi ho pezo eur samble solennel ; na refet labour gouniduz ebet ; 36 ha kinnig a refet en sakrifis-losk, en sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou eur c’holle, eur maout, seiz oan bloaz dinam, 37 gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holle, evit ar maout hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez ho dalc’hou ; 38 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed : ouc’h-penn ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.
39 Setu ar sakrifisou a ginnigfer d’an Aotrou, en ho solenniteou, en tu all d’ho gwestlou ha d’ho profou a c’hoant vad, evit ho sakrifisou-losk, ho roidigezou, ho skuliadurezou, hag ho sakrifisou a beoc’h.
30 Ha Moizez a lavaraz da vugale Israel kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan.
2 Moizez a gomzaz ive da vestrou poblou bugale Israel, o lavarout : Setu ar pez Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet : 3 Pa hen devezo eun den groet eur gwestl d’an Aotrou, pe hen devezo dre le lakeat eur red dezhan he unan, na doro ket he c’hir ; ober a raio hervez ar pez a vezo deuet euz he c’henou.
4 Mes pa he devezo eur vreg groet eur gwestl d’an Aotrou, ha ma he devezo lakeet eur red, en he iaouankiz, en ti he zad ; 5 ha ma hen devezo he zad klevet he gwestl hag ar red he devezo lakeat dezhi he unan, ha n’en devezo lavaret netra dezhi, an holl westlou ze a vezo valabl, ha pep red pehini he devezo en em roet dezhi a vezo talvouduz ; 6 mes mar dizanzav he zad anezhi en deiz en pehini hen deuz he c’hlevet, an holl gwestlou hag an holl redou he deuz lakeat varnezhi he unan, a zo didalvouduz, hag an Aotrou a bardouno dezhi, rag he zad hen deuz he disanzavet.
7 Mar d’eo dimezet, ha ma vefe ereet dre eur gwestl benag pe dre eur gomz benag deuet euz he muzellou, dre bere eo en em lakeet eur red dezhi he unan, 8 mar deuz he goaz he c’hlevet, ha penaoz en deiz mar hen deuz he c’hlevet, n’hen deuz lavaret netra dezhi, he gwestlou a vezo talvouduz, hag ar redou pere he deuz en em roet dezhi he unan a vezo talvouduz ; 9 mes mar dizanzav he fried anezhi, en deiz ma c’hanavezo kement se, e kaso da netra ar gwestl dre behini eo en em ereet hag ar gir deuet kwit euz he muzellou, dre behini he doa en em lakeet eur red dezhi he unan ; hag an Aotrou a bardouno dezhi. 10 Mes gwestl eun intanvez pe eur vreg kaset kwit, kement da bere e vezo en em rediet, a vezo talvouduz evithi.