eun dekvet bleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez, evit pep oan. Eur sakrifis-losk eo a c’houez vad, eur sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou. 14 Hag ho skuliadurezou a vezo euz eun hanter hin gwin dre golle, euz a eun drederen hin evit eur maout, hag eur c’hart hin evit eun oan. Ar sakrifis-losk a ben ar misiou eo, evit holl misiou ar bloaz. 15 Kinnig a refer ive d’an Aotrou eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, hag he skuliadurez.
16 Ha d’ar bevarzekved deiz euz ar c’henta mis, e refer ar Pask d’an Aotrou. 17 Hag er bemzekved deiz euz ar memeuz mis, e vezo eur gouel ; enpad seiz devez e tebrfer bara hep goell. 18 D’ar c’henta deiz, e vezo eur beden santel ; na refet labour daouarn ebet ; 19 ha kinnig a refet en sakrifis groet dre an tân, en sakrifis-losk d’an Aotrou, daou golle iaouank, eur maout, ha seiz oan bloaz, pere a vezo dinam ; 20 ho roidigez a vezo a vleud kun distrempet gant eol ; kinnig a refet tri dekved evit eur c’holle, ha daou dekved evit ar maout. 21 Kinnig a ri eun dekved evit pep hini euz ar seiz oan ; 22 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed, abalamour da ober an diskarg evidoc’h. 23 Kinnig a refet an traou ma ouc’h-pen sakrifis-losk ar beure pehini a zo eur sakrifis-losk kendalc’huz. 24 Kinnig a refet kement all bemdez, enpad seiz devez, evel boued eur sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou. He ginnig a refer, ouc’h-pen ar sakrifls-losk kendalc’huz, gant he skuliadurez. 25 Ha d’ar seizved devez ho pezo eur c’halvidigez santel ; c’hwi na refet labour daouarn ebet.
26 Ha da zeiz ar frouez kenta, pa ginnikfet ar roidigez nevez d’an Aotrou, en ho gouel a zunveziou, c’hwi a raio eur c’halvedigez santel ; na refet labour daouarn ebet ; 27 ha kinnig a refet en sakrifis-losk, a c’houez vad d’an Aotrou, daou golle iaouank, eur maout ha seiz oan bloaz ; 28 hag ho roidigez a vezo a vleud kun distrempet gant eol, tri dekved evit pep kolle, daou dekved evit pep maout, 29 eun dekved evit pep hini euz ar seiz oan ; 30 kinnig a refet ive eur bouc’h abalamour da ober an diskarg evidoc’h. 31 Ho c’hinnig a refet, en tu all d’ar sakrifis-losk kendalc’hux hag he brof ; dinam e vefont, gant ho skuliadurezou.
29 Hag ar c’henta deiz euz ar seizved mis, ho pezo eur c’halvedigez santel ; na refet labour gouniduz ebet ; beza e vezo evidoc’h eun deiz en pehini e sounfer gant an droumpil. 2 Hag e kinnikfet en sakrifis-losk, a c’houez vad d’an Aotrou, eur c’holle iaouank, eur maout, ha seiz oan bloaz dinam, 3 hag ho roidigez a vleud kun distrempet gant eol, tri dekved evit ar c’holle, daou dekved evit ar maout, 4 hag eun dekved evit pep hini euz ar seiz oan ; 5 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed, abalamour da ober an diskarg evidoc’h ; 6 ouc’h-pen ar sakrifis-losk euz pen kenta ar mis, hag he roidigez, ar sakrifis-losk kendalc’huz hag he brof, hag ho skuliadurezou, hervez an urz. Ho c’hinnik a refet en sakrifis a c’houez vad, groet dre an tân d’an Aotrou.
7 Ha d’an dekved deiz euz ar seizved mis se, ho pezo eur c’halvedigez santel, hag ec’h humilifet hoc’h ineou ; na refet labour ebet. 8 Ha kinnik a refet en sakrifis-losk a c’houez vad d’an Aotrou, eur c’holle iaouank, eur maout ha seiz oan bloaz, pere a vezo dinam ; 9 hag ho roidigez a vezo euz a vleud kun distrempet gant eol, tri dekved evit ar c’holle, daou dekved evit ar maout, 10 eun dekved evit pep hini ar seiz oan.
11 Kinnig a refet ive eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ; ouc’h-pen sakrifis ar pec’hed, pehini a ginniger en deiz an diskargou, hag ar sakrifis-losk kendalc’hus hag he roidigez, hag ho skuliadurezou.
12 Ha d’ar bemzekved deiz euz ar seizved mis, ho pezo eur c’halvedigez santel ; na refet labour gouniduz ebet ; mes ober a refet eur gouel d’an Aotrou enpad seiz devez. 13 Hag e kinnigfet en sakrifis-losk, en sakrifis groet dre an tân, en c’houez vad d’an Aotrou, trizek kolle iaouank, daou vaout, ha pevarzek oan bloaz, pere a vezo dinam ; 14 hag ho c’hinnik a vezo a vleud kun distremped gant eol, tri dekved evit pep hini euz an trizek kolle, daou dekved evit pep hini an daou vaout, 15 hag eun dekved evit pep hini ar pevarzek oan ; 16 kinnik a refer ive eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ; ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’hus, he roidigez hag he skuiiadurez.
17 Ha d’an eilved deiz, e kinnigfet daouzek kolle iaouank, daou vaout, 18 pevarzek oan bloaz, dinam, gant ar