sakrifier, ha dirag ar re genta hag an holl asamble, en dor tabernakl ar gemmenadurez, hag e leverjont : 3 Hor zad a zo marvet en distro ; mes ne oa ket en asamble ar re en em savaz a enep an Aotrou, en asamble Kore ; mes marvet eo evit he bec’hed, ha n’hen doa mab ebet. 4 Perag e vefe hano hon zad lamet a douez he famil, dre ma n’hen deuz bet mab ebet ? Ro deomp ive eun dalc’h entouez breudeur hon zad.
5 Neuze Moizez a gasaz ho c’haoz dirag an Aotrou. 6 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 7 Merc’hed Tselofkad o deuz rezon. Rei a ri dezhei dalc’h en heritach entouez breudeur ho zad, ha dezhei eo e lakai tremen heritach ho zad. 8 Komz a ri ive da vugale Israel, o lavarout ; Pa varvo eur goaz, hep kaout mibien, he heritach a dremeno d’he verc’h. 9 Ma n’en deuz merc’h ebet, e rofet he heritach d’he vreudeur. 10 Ha ma n’en deuz breur ebet, e rofet he heritach da vreudeur he dad. 11 Ma n’en deuz he dad breur ebet, e rofet he heritach d’he gar, tosta euz he famil hag e vezo dezhan ; hag e vezo evit bugale Israel eun urz a zroet, evel ma Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.
12 NEUZE an Aotrou a lavaraz da Voizez : Pin var ar menez ze a Abarim, ha sell ar vro Em euz roet da vugale Israel. 13 Sellet a ri outhan neuze te a vezo, te ive, dastumet var zu da boblou, evel eo bet dastumet Aaron, da vreur. 14 Dre ma hoc’h bet enebourien d’am gourc’hemen en distro Tsin, en amzer enebiez an asamble, ha ma n’ho poa ket ma santifiet divarbenn an dour, dirazhei. Beza eo an dour a enebiez a Gades, en distro Tsin.
15 Neuze Moizez a gomzaz d’an Aotrou, o lavarout : 16 Ra lakao an Aotrou, Doue ar sperejou a bep kig, var an asamble eun den pehini a ielo a dre hag araog dirazhei, 17 ha pehini ho lakaio da vont ha da zont, evit ma na vezo ket asamble an Aotrou evel denved hep pastor. 18 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kemer Josue, mab Nun, den en pehini ema ar Spered ; hag e lakai da zorn varnezhan ; 19 hag e tigasi anezhan, dirag Eleazar, ar sakrifier, ha dirag an holl asamble ; hag e roi dezhan kelennadurezou dirazhei ; 20 hag e roi lod dezhan euz da c’hallout, evit ma selaouo holl asamble Israel anezhan. 21 Hag en em diskwezo dirag Eleszar, ar sakrifier, pehini a guzuli evithan dre varnedigez, an Urim dirag an Aotrou ; ha var gourc’hemen Eleazar, ez aint er meaz, ha var he c’hourc’hemen e teufont ebarz, hen hag holl vugale Israel ganthan, hag an holl asamble.
22 Moizez eta a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan ; kemer a reaz Josue, hag e lekeaz anezhan dirag Eleazar, ar sakrifier, ha dirag an holl asamble. 23 Neuze e lekeaz an daouarn varnezhan hag e roaz dezhan he gelennadurezou, evel ma Hen doa an Aotrou lavaret da Voizez.
28 AN Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 2 Gourc’hemen da vugale Israel, ha lavar dezhei : Soan ho pezo da ginnig d’In, en he amzer, ma frof, ma boued, evit ma sakrifisou groet dre an tân, pere a zo a c’houez vad d’In.
3 Lavaret a ri eta dezhei : Setu ar sakrifis groet dre an tân, pehini a ginnikfer d’an Aotrou : Daou oan bloaz, difaot, bemdez, en sakrifis-losk dalc’hmad. 4 Unan an oaned a sakrifii euz ar beure, hag an oan all entre an daou abardaez ; 5 gant an dekved euz a eun efa bleud kun evit ar roidigez, distrempet gant ar c’hart euz a eun hin a olivez friket. 6 Hennez eo ar sakrifis-losk kendalc’huz lakeat en menez Sina, en c’houez vad ; eur sakrifis eo groet dre an tân d’an Aotrou. 7 Hag ar skuliadurez a vezo euz a eur c’hart a hin evit pep oan. Hag ober a ri el leac’h santel ar skuliadurez a c’hverder d’an Aotrou. 8 Hag e sakrifii an oan all entre an daou abardaez ; ober a ri ar memeuz roidigez evel euz ar beure, hag ar memeuz skuliadurez ; eur sakrifis eo groet dre an tân, en c’houez vad d’an Aotrou.
9 Mes deiz ar sabbat e kinnigfet daou oan bloaz, dinam, ha daou dekved bleud kun distrempet gant eol, evit ar prof gant he skuliadurez. 10 Sakrifis-losk ar sabbat eo, evit pep sabbat, ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz hag he skuliadurez.
11 Er penn kenta euz ho misou, e kinnigfet en sakrifis-losk d’an Aotrou daou golle isouank, eur maout, ha seiz oan bloaz dinam ; 12 ha tri dekved bleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez, evit pep kolle ; ha daou dekved bleud kun distrempet gant eol, evit ar prof, evit ar maout ; 13 hag