mab Éleazar, mab Aaron, ar sakrifier, a welaz anezhan, hag e savaz a greiz an asamble, hag e kemeraz eur javelin en he zorn ; 8 hag ez eaz varlerc’h an den Israelit en danten hag ho lazaz ho daou, an den Israelit hag ar vreg, dre draoun he c’hof ; hag ar gouli a oe aretet divar bugale Israel. 9 Hag, e varvaz pevar mil varn-ugent euz ar gouli ze.
10 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 11 Fine, mab Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier, hen deuz distroet va c’holer divar bugale Israel, dre ma int bet animet euz ma zel en ho c’hreiz ; ha n’em euz ket kuzumet bugale Israel em fulor. 12 Dre ze. diskler dezhan E roan dezhan ma c’honvenans a beoc’h ; 13 hag e vezo evithan hag evit he lignez var he lerc’h, ar gonvenans euz eur velegiach peur-baduz, dre ma eo bet zelet evit he Zoue, ha ma hen deuz groet an diskarg evit bugale Israel.
14 Hag an den Israelit lazet, pehini a oe lazet gant ar Vadianitez, en em c’halve Zimri, mab Salu, mestr euz a eun ti a dadou euz ar Simeonited. 15 Hag hano ar vreg Madianitez lazet oa Kozbi, merc’h Tsur, pehini oa mestr pobladou eun ti a dad en Madian.
16 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 17 Tretet en enebourien ar Vadianited, ha lazit anezhei ; 18 rag ho kemeret ho deuz evel enebourien dre ar ruzou implijet en ho c’henep en affer Peor, hag en affer Kozbi, merc’h eur chef a Vadian, ho c’hoar, pehini a zo bet lazet en deiz ar gouli eruet dre affer Peor.
26 HAG e c’hoarvezaz, goude ar gouli ma, ma lavaraz an Aotrou da Voizez ha da Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier : 2 Groet an niver euz a holl asamble bugale Israel, adaleg an oad a ugent vloaz hag izelloc’h hervez tiez ho zadou, holl re Israel pere a hell mont d’ar brezel. 3 Moizez hag Eleazar, ar sakrifier, a gomzaz eta dezhei en plenennou Moab, taost da Jourdan Jeriko, o lavarout : 4 Ra vezo groet an niveramant adaleg an oad a ugent vloaz ha ouc’h-penn, evel ma Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet da Voizez ha da vugale Israel, deuet er meaz euz bro an Ejipt.
5 Ruben, kenta ganet a Israel. Mab Ruben : Henok ; anezhan eo deuet famil an Henokited ; euz Pallu, famil ar Palluited ; 6 euz Heteron, famil an Heteronited ; euz Karmi, famil ar C’harmited. 7 Setu famil ar Rubenited hag ar re a bere e oe groet an niverez a oe tri mil ha daou-ugent seiz kant tregont. 8 Ha mibien Pallu : Eliab. Ha mibien Eliab : Nemuel, Dathan hag Abiram. 9 An Dathan hag an Abiram ze, pedet d’an asamble, pehini en em savaz a enep Moizez hag a enep Aaron, en asamble Kore, pa en em savchont a enep an Aotrou 10 ha ma tigoraz an douar he c’henou hag o lonkaz, gant Kore, neuze ar re a oe en em dastumet a varvaz, pa zevoraz an tân an daou c’hant hanter kant den ha ma servichfont da skouer. 11 Mes mibien Kore na varvjont ket.
12 Mibien Simeon, hervez ho famillou : ; euz Nemuel, famil an Nemuelited ; euz Jamin, famil an Jaminited ; euz Jakin, famil ar Jakinited ; 13 euz Zerak, famil ar Zerakited ; euz Saul, famil ar Saulited. 14 Setu famil ar Simeonited : daou vil var nugent daou c’hant.
15 Mibien Gad, hervez ho famillou : euz Tsefon, famil ar Tsefonited ; euz Haggi, famil an Haggited ; euz Shuni, famil ar Shunited ; 16 euz Oni, famil an Oznited ; euz Eri, famil an Erited ; 17 euz Arod, famil an Arodited ; euz Areli, famil an Arelited. 18 Setu famillou mibien Gad, hervez ho niverez : daou-ugent mil pemp kant.
19 Mibien Juda : Er hag Onan ; mes Er hag Onan a varvaz en bro Kanaan. 20 Mibien Juda, hervez ho famillou, a oe : euz Shela, famil ar Shelanited ; euz Farets, famil ar Fartsited ; euz Zerak, famil ar Zerakited. 21 Ha mibien Farets a oe : euz Hetsron, famil an Hetsronited ; hag euz Hamul, famil an Hamulited. 22 Setu famillou Juda, hervez ho niverez : c’hwezek ha tri-ugent mil pemp kant.
23 Mibien Issakar, hervez ho famillou : euz Thola, famil an Dholaited ; euz Puva, famil ar Buvited ; 24 euz Jashub, famil ar Jashubited ; euz Shimron, famil ar Shimronited. 25 Setu famillou Issakar, hervez ho niverez : pevar mil ha tri-ugent tri c’hant.
26 Mibien Zabulon, hervez ho famillou : euz Sered, famil ar Sardited ; euz Elon, famil an Elonited ; euz Jahleel, famil ar Jahleelited. 27 Setu famillou ar Zabulonited, hervez ho niverez : tri-ugent mil pemp kant.
28 Mibien Josef, hervez ho famillou : Manasse hag Efraim.