5 Pegen kaer eo da dantennou, O Jakob !
Ha da choumachou, O Israel !
6 En em asten a reont evel traouniennou,
Evel jardinou taost da eur rivier
Evel aloes plantet gant an Aotrou,
Evel sedr en kichen an doureier.
7 An dour a redo euz he zaliou,
Hag he lignez a vezo evel doureier bras :
He roue a savo dreist Agag,
Hag he rouantelez a vezo savet.
8 Doue Hen deuz he lakaet da zont er meaz euz an Ejipt ;
Beza eo evithan evel nerz eur bufl ;
Devori a raio ar boblou, he enebourien ;
Frika a raio ho eskern, hag e skoio anezhei gant he flechou.
9 En em bleget eo, en em bleget eo evel eul leon, evel eul leonez :
Piou hen lakaio da sevel ?
Ar re az pennigo a vezo benniget,
Hag ar re az milligo a vezo milliget !
10 Neuze koler Balak en em danaz a enep Balaam, hag e skoaz gant he zaouarn ; neuze Balak a lavaraz da Valaam : Da c’halvet em euz evit milliga va enemiet, ha setu, ec’h euz ho benniget teir gwech ! 11 Ha brema, tec’h en da vro ! Lavaret em boa e rajen d’id kals a enor ; mes setu, an Aotrou Hen deuz harzet da enori. 12 Ha Baalam a respountaz da Valak : N’em boa ket lavaret ive d’ar c’hanadourien pere az poa kaset var zu ennoun : 13 Pa rofe Balak d’in he di leun a aour hag a arc’hant, na hellin ket terri urz an Aotrou, evit ober vad pe fall ac’hanoun va unan ; me a lavaro ar pez a lavaro an Aotrou ? 14 Ha brema, setu, me a ia entrezek va fobl. Deuz, ma tisklerin d’id petra a rai ar bobl ze d’az pobl en heuil an amzeriou. 15 Neuze e tiskleriaz he gomzou setansuz, hag e lavaraz :
Orakl Balaam, mab Beor,
Orakl an den pehini hen deuz he lagad digor ;
16 Orakl an hini a glev komzou Doue,
Pehini a anavez skiant an Huela-Meurbed,
Pehini a wel gwelidigez an Holl-C’halloudek,
Pehini en em stou hag a behini an daoulagad a zo digor.
17 Me hen gwel, mes nan brema ;
Me a sell outhan, mes nan a daost
Eur stereden a zo deuet euz Jakob,
Hag eur walen a zo savet a Israel ;
Skei a raio daou benn Moab,
Distruja a raio holl vugale ar saverez.
18 Edom a vezo perc’hennet,
Seir a vezo dalc’het gant he enebourien,
Hag Israel a vezo vaillant.
19 Hag an hini a zeu euz Jakob a choumo ;
Hag a lamo kwit dilerc’h ar c’heariou.
20 Gwelet a reaz ive Amalek. Hag e tiskleriaz he gomzou setansuz, hag e lavaraz :
Amalek eo ar c’henta pobl ;
Mes he zonedigez eo ar gollidigez.
21 Neuze e welaz ar C’henied. Hag e tiskleriaz he gomzou setansuz, hag e lavaraz :
Da choumach a zo stard,
Ha da nez lakeet er roc’h.
22 Koulskoude, Kain a zo distrujet.
Bete ma kaso Assur ac’hanout en esklavach.
23 Hag e tiskleriaz c’hoaz he ziskour setansuz, hag e lavaraz :
Gwalheur d’an nep a vevo, goude ma Hen devezo Doue he lakeet !
Mes listri a zeuo euz koste Kittiin,
Hag a izelao Assur, izelaat a rafont Heber,
Hag hen ive a vezo distrujet.
25 Neuze Balaam a savaz, hag a ieaz kwit, hag a zistroaz d’he vro. Ha Balak ive a ieaz gant he hent.
25 HAG, Israel a choume en Sittim ; hag ar bobl en em lakae da veva er c’hastaouerez gant merc’hed Moab. 2 Pedi a rejont ar bobl da sakrifisou ho doueou ; hag ar bobl a zebraz, hag en em stouaz dirag ho doueou. 3 Hag Israel en em stagaz euz Baal-Peor ; ha koler an Aotrou en em danaz a enep Israel. 4 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kemer holl mestrou ar bobl, ha laka krouga ar re goupabl dirag an Aotrou, en fas an heol, evit ma tistroio arder koler an Aotrou euz Israel. 5 Moizez a lavaraz eta da varnerien Israel : Ra lakaio pep hini ac’hanoc’h d’ar maro ar re euz he dud pere a zo en em staget euz Baal-Peor.
6 Ha setu, eun den a vugale Israel a zeuaz hag a zigasaz d’he vreudeur eur Vadianitez, dindan daoulagad Moizez hag holl asamble bugale Israel, evel ma welent euz dor tabernakl ar gemmenadurez. 7 Ha Fine,