Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/148

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AN NIVEROU, 24.

Balak, roue Moab, hen deuz ma lakeat da zont euz a Aran, Meneziou ar savheol. Deuz, a lavar, millik d’in Jakob ; Deuz, gwestl Israel d’an distruj. 8 Penaoz e villikfen me anezhan ? Doue n’en deuz ket he villiget. Penaoz e westfemp me anezhan d’an distruj. An Aotrou v’en deuz ket e westlet d’an distruj. 9 Rag he welet a ran euz a greac’h ar reier, Hag e sellan outhan euz a greac’h an tosennou. Setu eur bobl pehini a choumo a du, Ha na vezo ket lakeat en niver ar boblou. 10 Piou a nivero poultren Jakob, Har a zinivero kart Israel ? Ra varvin euz a varo an dud eün, Ha ma vezo ma fin henvel euz ho hini !

11 Neuze Balak a lavaraz da Valaam : Petra ec’h euz great d’in ? Da gemeret am euz evit milliga va enebourien ; ha setu, ec’h euz ho benniget. 12 Hag e respountaz, hag e lavaraz : Na dlean me ket lakaat evez da lavaret ar pez Hen deuz an Aotrou lakeet em genou ? 13 Neuze Balak a lavaraz dezhan : Deuz ganin eta d’eul leac’h all a behini e veli ar bobl ze, rag na welez nemert ar pen anezhan, ha na welez ket anezhan holl ; hag ac’hane millig anezhan d’in. 14 He ren a reaz eta da bark Tsofim, en kreac’h Pisga, sevel a reaz eno seiz Aoter, hag e kinnigaz eur c’holle hag eur maout var bep aoter. 15 Neuze Balaam a lavaraz da Valak : En enm dalc’h ama en kichen da sakrifis, ha me a ielo a ziarog an Aotrou. 16 Hag an Aotrou En Em diskwezaz da Valaam, hag a lakeaz komzoù en he galoun, hag a lavaraz : Distro da gaout Balak, ha komz evelhen.

17 Hag e teuaz d’he gaout ; ha setu, en em dalc’he taost d’he sakrifis, hag aotroune Moab ganthan. Ha Balak a lavaraz dezhan : Petra Hen deuz lavaret an Aotrou ? 18 Neuze e tiskleriaz he gomzoù prederiuz, o lavarout : Sav-te, Balak, ha selaou ; Prest d’in ar skouarn, mab Tsippor. 19 Doue n’eo ket den evit gaouiadi, Na mab an den evit kaout keûz. Lavaret Hen deuz ; ne raio hen ket ? Komzet Hen deuz ; ne zalc’ho Hen ket he c’hir ? 20 Setu, em euz bet an urz da venniga ; Benniget Hen deuz, me n’Hen dizrin ket. N’Hen deuz ket gwelet fallentez ebet en Jakob, 21 Ha n’euz ket gwelet drougiez ebet en Israel ; An Aotrou he Zoue a zo ganthan, Hag e klever eno meulodiou evel evit eur roue. 22 Doue eo Hen deuz ho zennet euz an Ejipt ; Beza eo evithei evel ners ar bufl. 23 Rag n’euz meulodi ebet a enep Jakob, Na divinerez ebet a enep Israel. Prest e lererfer euz Jakob hag euz Israel : Petra Hen deuz Doue graet ! 24 Setu eur bobl pehini en em savo evel eul leonez, Ha pehini en em dresso evel eul leon ; Na c’hourvezo ket ken hen devezo devoret he brei Hag evet goad he re vleset. 25 Neuze Balak a lavaraz da Valaam : Na villik ket anezhan, mes n’hen binnik ket ken neubeut ! Ha Balaam a respountaz hag a lavaraz da Valak : N’em boa ket lavaret d’id : E rajen kement a lavarje an Aotrou ? 27 Balak a lavaraz c’hoaz da Valaam : Deuz eta, me az reno en eul leac’h all ; marteze Doue a gavo mad ma villigi anezhan d’in ac’hane. 28 Ha Balak a renaz Balaam en kreiz Peor, pehini a zell euz fas an distro. 29 Ha Balaam a lavaraz da Valak : Gra d’in ama seiz aoter, ha kinnik d’in seiz kolle ha seiz maout. 30 Balak a reaz eta evel ma hen doa Balan lavaret ; hag e kinnigaz eur c’holle hag eur maout var bep aoter.

24 Ha, Balaam, o welet penaoz e kave an Aotrou mad benniga Israel, n’az eaz ket, evel ar gwechou all, da glask sorserezou ; mæs trei a reaz he visach var zu an distro. 2 Ha Balaam, o sevel he zaoulagad, a welaz Israel kampet hervez he boblou ; ha spered Doue a oe varnezhan. 3 Hag e lavaraz he brezegen setansuz, o lavarout : Orakl Balaam, mab Beor, Orakl an den pehini hen deuz al lagad digor : Orakl an hini a glev komzou Doue, Pehini a wel gwelidigez an Holl-C’halloudek, Pehini en em stou har a behini an daoulagad a zo digor :

140