he vro, adaleg an Arnon bete Jabok bete bugale Ammon ; rag harz bugale Ammon a oa nerzuz.
25 Hag Israel a gemeraz an holl geariou ze, hag Israel a choumaz en holl geariou an Amoreaned, en Hesbon, hag en holl geariou tro zro. 26 Rag Hesbon a oa kear Sihon, roue an Amoreaned, pehini hen doa groet ar brezel da roue diagent Moab hag hen doa kemeret he holl vro beteg an Arnon. Dre ze ar varded a lavar :
27 Deuet da Hesbon ;
Ma vezo kear Sihon masounet hag adlakeet !
28 Rag eun tân a zo deuet er meaz euz Hesbon,
Eur flam euz kear Sihon ;
Devoret e deuz Ar Moab,
Mestrou hueladennou an Arnon.
29 Gwalheur d’id, Moab !
Kollet out, pobl Kemosh !
Lezet hen deuz he vibien da redek.
Hag he verc’hed en esklavach
A Sihon, roue an Amoreed.
30 Ha ni hon euz ho zreujet.
Hesbon hen deuz periset, bete Dibon.
Distrujet hon euz bete Nofak dre an tàn,
Bete Medeba.
31 Israel a choumo eta en bro an Amoreaned. 32 Neuze Moizez a gasaz da anaout Jaezer, hag e kemerjont ar c’heariou divardro, hag e tiwiskjont an Amoreaned pere a oa eno.
33 Goude e trojont hag e pinjont var zu Bassan ; hag Og, roue Bassan, a zeuaz araog dezhei, hen hag he hol bobl, evit brezeli da Edrei. 34 Mes an Aotrou a lavaraz da Voizez : N’az pez ket aoun dirazhan ; rag e lakeet Em euz entre da zaouarn, ha he holl bobl, hag he holl vro ; hag e ri dezhan evel ma ec’h euz groet da Sihon, roue an Amoreaned, pehini a choume en Hesbon. 35 Ha bilat a rejont eta, hen hag he vibien, hag he holl bobl, evit ma na choumaz den ganthan ; hag e perc’henjont he vro.
22 NEUZE, bugale Israel a ieaz, hag a gampaz en plenennou Moab, en tu all da Jourdan Jeriko.
2 Ha Balak, mab Tsippor, a welaz kement hen doa Israel groet d’an Amorean. 3 Ha Moab hen doe eun aoun vras dirag ar bobl ze, dre ma oa niveruz ; ha Moab a oe spountet dirag bugale Israel. 4 Moab eta a lavaraz da re ansien Madian : Brema ar foul ma a ia da zevori holl en dro deomp, evel ma peur an ejen ieot ar parkeier.
5 Hag, en amzer ze, Balak, mab Tsippor, oa roue Moab. Hag e kasar kannadourien da Valaam, mab Beor, da Bethor, var ar rivier, en bro bugale he bobl, evit hen gervel, o lavarout : Setu, eur bobl a zo deuet kwit euz an Ejipt ; setu, e c’holo fas an douar, hag eo en em lakeet vis-a-vis d’in. 6 Deuz brema, me az ped ; millik ar bobl ma, rag galloudusoc’h eo evidoun me. Marteze hellin he bilat, hag hen kas kwit euz ar vro ; rag anaout a ran penaoz an hini a vennigez a zo benniget, hag an hini a villigez a zo milliget.
7 Re ansien Moab az eaz eta, gant re ansien Madian, o kaout en ho daouarn profou evit an diviner ; hag e teujont da gaout Balaam, hag e tisklerjont dezhan komzou Balak. 8 Hag hen a respountaz dezhei : Choumit ama en noz ma, ha me a respounto deoc’h, hervez ma komzo an Aotrou d’in. Hag aotroune Moab a choumaz en ti Balaam.
9 Ha, Doue a zeuaz da gaout Balaam, hag a lavaraz dezhan : Piou eo an dud ze a zo en da di ? 10 Ha Balaam a respountaz da Zoue : Balak, mab Tsippor, roue Moab, hen deuz kaset d’am c’haout, evit lavaret d’in : 11 Setu eur bobl a zo deuet kwit euz an Ejipt, hag e c’holo fas an douar ; deuz brema, millig anezhan ; marteze e c’hellin e ganna, hag e gas kwit. 12 Ha Doue a lavaraz da Valaam : N’az i ket ganthei, na villigi ket ar bobl ze, rag benniget eo. 13 Ha Balaam a savaz euz ar beure, hag a lavaraz d’an aotroune digaset gant Balak : Distroet d’ho pro ; rag an Aotrou Hen deuz refuset ma lezel da vont ganeoc’h. 14 Aotroune Moab a savaz eta, hag a zistroaz da gichen Balak, hag a lavaraz : Balaam hen deuz refuset dont ganeomp.
15 Ha Balak a gasaz c’hoaz dezhan aotroune en niver brasoc’h ha muoc’h enorabl evit ar re genta ; 16 hag e teujont da gaout Balaam, hag e leverjont dezhan : Evelhen hen deuz lavaret Balak, mab Tsippor : Na refus ket, me az ped, dont d’am c’haout ; 17 rag me a raio d’id kals a enoriou, hag a raio kement a lavarin d’id ; deuz, me az ped, millig ar bobl ma. 18 Mes Balaam a respountaz da servicherien Balak : Pa rofe Balak d’in he di leun a arc’hant hag a aour, ne hellin ket terri urz an Aotrou, ma Doue, evit ober eun dra