Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/145

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN NIVEROU, 21.

refusaz da Israel ar gallout da dremen dre he harz ; hag Israel en em distroaz ac’hane.

22 Ha bugale Israel, an holl asamble, az eas euz Kades hag a zeuas da venez Hor. 23 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez ha da Aaron, en menez Hor, var harz bro Edom, o lavarout : 24 Aaron a vezo dastumet entrezek he boblou ; rag n’ez ai ket er vro Em euz roet da vugale Israel, dre ma hoc’h bet enebourien d’am gourc’hemen, en dour Meriba. 25 Kemer Aaron hag he vab Eleazar, hag ho laka da biniat var menez Hor ; 26 neuze diwisk Aaron euz he zillad hag ho gwisk da Eleazar he vab hag Aaron a vezo dastumet, hag a varvo eno. 27 Moizez a reaz eta evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan ; hag e pinjont var menez Hor, dirag an asamble. 28 Ha Moizez a ziwiskaz Aaron euz he zillad, hag a wiskaz ganthei Eleazar he vab. Hag Aaron a varvaz eno var c’horre ar menez ; ha Moizez hag Eleazar a ziskennaz divar ar menez. 29 Hag an holl asamble a welaz e oa marvet Aaron ; hag holl di Israel a welaz da Aaron enpad tregont devez.


21 Pa glevas ar C’hananean, roue Arad, pehini a choume er c’hreisteiz penaos e teue Israel dre hent an ispionerien, e stourmaz euz Israel hag e kemeras prisounierien. 2 Neuze Israel a reaz eur gwestl d’an Aotrou, hag a lavaraz : Ma lekeez ar bobl ze entre va daouarn, me a lakaio he geariou da netra. 3 Hag an Aotrou a selaouaz mouez Israel hag a roaz dezhei ar Gananeed. Gwestlet e oent da netra, int hag ho c’heariou hag e oe galvet al leac’h se Horma.

4 Neuze ez ejont euz a venez Hor, var zu ar mor Ru, evit ober an dro da vro Edom ; hag ar bobl a gollas kourach en hent. 5 Ar bobl a gomzaz eta a enep Doue hag a enep Moizez, hag a lavaraz : Perag oc’h euz-hu hon lakeat da biniat euz bro an Ejipt, evit mervel el leac’h distro ? rag n’euz ket ama na bara, na dour, hag hon ine a zo dic’houtet euz ar bara miserabl ma. 6 Hag an Aotrou a gasaz entouez ar bobl aered devus, pere a flemme ar bobl, en hevelep doare ma varvaz eun niver bras a Israelited. 7 Neuze ar bobl a zeuaz da gaout Moizez, hag a lavaraz : Pec’het hon euz, rag komzet hon euz a enep an Aotrou hag a enep d’id. Ped an Aotrou, ma pellao ouzomp an aered. Ha Moizez a bedaz evit ar bobl. 8 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Gra eun aer devuz, hag e laka var eur berchen ; hag e c’hoarvezo penaoz piou benag a vezo flemmet hag a zello outhan, a vezo iac’heet. 9 Moizez eta a reaz eun aer arm, hag hen lakeaz var eur berchen ; hag e c’hoarvezaz pa vije bet eun den flemmet gant ar serpant, e selle euz an aer arm, hag e vije iac’heet.

10 Neuze bugale Iarael a ieaz hag a gampaz en Oboth. 11 Hag ez ejont euz Oboth, hag e kampjont en Ijje-Abarim, en distro a zo vis-a-vis da Voab, entrezek ar savheol. 12 Ac’hane ez ejont hag e kampjont en dour red Zered. 13 Ac’hane ez ejont hag e kampjont en tu all d’an Arnon, pehini a zo en distro, en pen harz an Amoreaned ; rag an Arnon eo harz Moab, entre ar Voabited hag an Amoreaned. 14 Dre ze eo lavaret, en levr brezeliou an Aotrou ;

Vaheb en Sufa,
Ha dour red an Arnon,
15 Hag ar red douriou
A zo var zu al leac’h ma oa Ar,
Ha pehini en em harp en harz Moab.

16 Hag ac’hane e teujont da Veer, hennez eo ar puns a behini an Aotrou a lavaraz da Voizez : Dastum ar bobl, ha Me a roio dezhan dour.

17 Neuze Israel a ganaz ar c’hantik ma :

Pin, O puns ! Kanit dezhan
Oc’h en em respount.
Puns pere ho deuz an aotroune toulet,
Ma deuz re vras ar bobl toulet,
Gant ar walen, gant ho baz !

Neuze, euz an distro e teujont da Vatthana ; 19 hag euz Matthana da Nahaliel ; 20 hag euz Nahaliel da Vamoth ; hag euz Bamoth d’an draounien pehini a zo en douar Moab, en kreac’h Pisga, dirag plenen an distro.

21 Hag, Israel a gasaz ambasadourien da Sihon, roue an Amoreaned, evit lavaret dezhan : 22 Ma lez da dremen dre da vro ; ni na zistrofomp ket er parkeier, nag er gwiniennou, ha na evfomp ket a zour euz ar punsou : bale a refomp dre an hent roial ken hon bezo tremenet da harz. 23 Mes Sihon na lezaz ket Israel da dremen dre he harz ; ha Sihon a zastumaz he holl bobl, hag a ieasz arnog Iarael var zu an distro, hag e teuaz da Jahats, hag e stourmaz euz Israel. 24 Mes Israel he skoaz gant laonien ar c’hleze, hag a c’houneaz

137