Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/144

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN NIVEROU, 20.

maro, pe eskern tud, pe eur bez, a vezo souliet seiz devez. 17 Hag e kemerfer, evit an hini a vezo souliet, euz al ludu pehini a zo bet devet evit ar pec’hed, hag e lakafer varnezhan, en eur vesel, dour beo ; 18 hag eun den pur a gemero hisop, hag o drempo en dour, hag a raio outhan skuliadurez var an danten, var an holl besellou ha var an holl dud pere a zo ebarz, ha var an hini hen deuz stoket eskern, pe eun den lazet pe eur maro, pe eur bez. 19 An den pur a raio skuliadurez var an hini pehini a vezo souliet, en drede deiz hag er seizved, hag hen purifio er seizved. Gwalc’hi a raio he zillad hag en em walc’ho en dour ; ha d’ar abardaez e vezo pur. 20 Mes divar-benn an den pehini a vezo souliet ha n’en em burifio ket, an den ze a vezo lamet kwit euz a douez an asamble, rag souliet hen deuz santual an Aotrou. An dour a burifikasion n’eo ket bet skuliet varnezhan, souliet eo. 21 Ha kement se a vezo evithei eun urz peur-baduz. An hini hen devezo groet skuliadur euz an dour a burifikasion a walc’ho he zillad hag an hini a doucho an dour a burifikasion a vezo souliet beteg an abardaez. 22 Ha kement a vezo stoket gant an den souliet, a vezo souliet hag an den a stoko ennhan, a vezo souliet beteg an abardaez.


20 HA, bugale Israel, an holl asamble, a eruaz en distro Tsin, er c’henta mis, hag ar bobl en em aretaz en Kades ; ha Mari a varvas eno, hag e oe beziet eno. 2 Ha ne oa ket a zour evit ar bobl, hag en em savchont a enep Moizez hag a enep Aaron. 3 Hag ar bobl a enebaz gant Moizez, hag e leverjont : Plijo gant Doue e vijemp marvet, pa varvaz hon breudeur dirag an Aotrou ! 4 Perag oc’h euz-hu lakeat pobl an Aotrou da zont en distro ma, evit ma varvfemp-ni ama, ni hag hon loened ? 5 Perag oc’h euz-hu hon lakeat da biniat euz an Ejipt, evit hon digas el leac’h fall ma, pehini n’eo ket eul leac’h evit hada, nag evit fiez, nag evit ar winien, nag evit ar grenad, hag en pelec’h n’euz ket a zour da eva ?

6 Neuze Moizez hag AarOn en em dennaz dirag an asamble, en dor tabernakl ar gemmenadurez ; hag e kwejont var ho bisach ha gloar an Aotrou en em diskwezaz dezhei. 7 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez ’o lavarout : 8 Kemer ar walen ha galv an asamble, te hag Aaron, da vreur, ha komzet d’ar roc’h dirazhei, hag e roio he dour ; lakaat a ri dezhei dour da zont er meaz ar roc’h, hag e roio da eva d’an asamble ha d’ho loened.

9 Moizez eta a gemeraz ar walen a zirag an Aotrou, evel ma Hen doa gourc’hemennet dezhan. 10 Moizez hag Aaron a c’halvaz an asamble dirag ar roc’h ; hag e lavaraz dezhei : Selaouet eta, enebourien ! Lakaat a rafomp-ni dour da zont euz ar roc’h ma ? 11 Ha Moizez a savas he zorn, hag a skoaz ar roc’h gant he walen, aben diou wech ; neuze dour a zeuaz gant founder er meaz, hag an asamble a evaz, hag ho loened ive.

12 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron : Abalamour ma n’hoc’h eus ket kredet enn Oun, evit ma santifia dirag bugale Israel abalamour da ze na renfet ket ar bobl ma er vro pehini Em eus roet dezhei.

13 Ar re ze eo doureier Meriba, en peleac’h bugale Israel a enebaz gant an Aotrou ; hag en em santifiaz ennhei.

14 Neuze Moizez a gasaz, euz Kades, kannaded da roue Edom, da lavaret dezhan : Evelhen hen deuz lavaret da vreur Israel : Anaout a rez an holl boaniou a zo deuet varnomp ; 15 penaoz e tiskennaz hon zadou en Ejipt ; ha penaoz omp choumet pell en Ejipt, hag ho deus an Ejiptsianed, gwal dreitouret ac’hanomp, ni hag hon zadou ; 16 hag hon euz kriet d’an Aotrou, hag Hen deus klevet hon mouez. Digaset Hen deuz eun êl, hag Hen deuz hon zennet euz an Ejipt. Ha setu, ez omp en Kades, kear pehini a zo en penn da harz ; 17 hon lez da dremen dre da vro ; na dremenfomp na dre ar parkeier, na dre ar gwiniennou, ha na evfomp ket dour ar punsou ; bale a refomp dre an hent roial, na zistrofomp nag a zeou nag a dleiz, bete ma hon bezo tremenet da harz. 18 Mes Edom a respountaz dezhan : Na dremeni ket dre va bro, en aoun na zafemp araog d’id gant ar c’hleze. 19 Bugale Israel a respountaz dezhan : Ni a binio dre an hent bras ; ha mar evomp euz da zour, me ha va loened, me hen paeo. Ma tremenin gant va zreid hepken ; nan traou all. 20 Mes lavaret a reaz : Na dremeni ket. Hag Edom a ieaz araog dezhan gant eur vanden vras a dud hag a zorn armet. 21 Evel se Edom a

136