Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/139

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN NIVEROU, 15.

e ri eur prof a zaou dekved bleud kun distrempet gant an drederen euz a eun hin eol, 7 hag an drederen euz a eun hin gwin evit ar skulierez ; he ginnig a ri en c’houez vad d’an Aotrou. 8 Ha pa sakrifii eul loe en sakrifis-losk, pe en sakrifis evit en em gitezi euz a eur gwestl, pe en sakrifis a beoc’h d’an Aotrou, 9 e kinnikfer, gant al loe, eur prof a dri dekved vleud kun, distrempet gant an hanter euz a eun hin eol ; 10 hag e kinnigi an hanter euz a eun hin gvin evit ar skuliadurez ; eur sakrifis eo groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou. 11 Ober a rafer er memeuz doare evit pep ijen, pep maout, pep oan pe garvrik ; 12 hervez an niver euz ar re a sakrififer, ober a refet evel se evit pep hini, hervez ho niver. 13 Ar re holl pere a zo ganet er vro a raio an traou ze evel se, pa ginnikfont eur sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou.

14 Mar choum eun diaveziad ganeoc’h, pe eun den o choum en ho touez, en ho lignezou, a ginnikfe eur sakrifis dre an tân en c’houez vad d’an Aotrou, e raio evel ma refet. 15 Beza e vezo eur memeuz urz evidoc’h, asamble, hag evit an diaveziad a choumo en ho touez ; kement se a vezo eun urz peur-baduz evit ho rumachou ; beza e vezo evel se euz an diaveziad evel evidoc’h dirag an Aotrou. 16 Hag e vezo eur memeuz lezen hag eur memeuz reglen evidoc’h hag evit an diaveziad pehini a choumo ganeoc’h.

17 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 18 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Pa vefet eet er vro en pehini o lakaan da vont, 19 ha ma tebrfeet bara euz ar vro ze, e savfet eur prof evit an Aotrou. 20 Sevel a refet en prof eur wastel, kenta loden ho toaz ; he sevel a refet er memeuz doare evel prof al leur. 21 Rei a refet a oad en oad, d’an Aotrou eur roidigez a freuz kenta ho toaz.

22 Ha pa ho pezo pec’het dre zievested, ha pa n’ho pezo ket groet an holl c’hourc’hemennou ze pere Hen deuz an Aotrou roet da Voizez, 23 kement Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet deoc’h dre c’henou Moizez, adaleg an deiz en pehini Hen deuz an Aotrou roet deoc’h he c’hourc’hemennou, ha divezatoc’h, en ho lignezou ; 24 mar d’eo an dra bet groet dre errol, hep ma hen defe an asamble he anavezet, an holl asamble a sakrifio eur sakrifis-losk, en c’houez vad d’an Aotrou, eur c’holle iaouank gant he brof hag he skuliadurez, hervez an urz, hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed. 25 Hag ar sakrifier a raio an diskarg evit an holl asamble euz bugale Israel, hag e vezo pardounet dezhei, abalamour ma eo eur pec’hed groet dre errol, ha ma ho deuz digaset dirag an Aotrou ho frof, eur sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou hag ho sakrifis evit ar pec’hed, abalamour d’ho errol. 26 Pardounet e vezo da holl asamble bugale Israel, ha d’an diaveziad a choumo en ho zouez, dre ma eo kement se c’hoarvezet gant ar bobl holl dre errol.

27 Mar pec’h eun den hepken dre errol, e kinnigo eur c’havr bloaz en sakrifis evit ar pec’hed. 28 Hag ar sakrifier a raio an diskarg evit an den pehini hen deuz pec’het dre errol, evit ar pec’hed pehini hen deuz groet dre errol, dirag an Aotrou, abalamour da ober diskarg evithan ; hag e vezo pardounet dezhan. 29 Beza e vezo evidoc’h eur memeuz lezen, divarbenn an nep a raio eun dra benag dre errol, evit an hini pehini a zo ganet entouez bugale Israel hag evit an diaveziad pehini a choum en ho touez. 30 Mes evit an hini pehini a raio a zorn savet, pe e vezo ganet er vro pe e vezo diaveziad, e tismegansou an Aotrou ; an den ze a vezo lamet a douez he bobl ; rag disprijet hen deuz komz an Aotrou, hag hen deuz torret he c’hourc’hemen : an den ze a dle beza lamet ; he fallentez a vezo varnezhan.

32 HA, bugale Israel, o veza en distro, a gavaz eun den pehini a zastume koad, deiz ar sabbat. Hag ar re he gavaz o tastum koad, he zigasaz da Voizez ha da Aaron, ha d’an holl asamble. 34 Hag e lekejont anezhan er prizoun ; rag ar pez a dleet ober dezhan ne oa ket bet diskleriet. 35 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : An den ze a vezo lakeet d’ar maro ; ra veino an holl asamble anezhan er meaz euz ar c’han. 36 An holl asamble eta a reaz dezhan mont er meaz euz ar c’han, hag a veinaz anezhan, hag e varvaz, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

37 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 38 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei ma en em raio, euz a oad en oad, eur franch

131