Hattaava, rag eno e oe beziet ar bobl ho doa c’hoanteet.
35 Euz Kibroth-Hattaava, ar bobl a ieaz da Hatseroth ; hag e choumjont en Hatseroth.
12 HA Mari hag Aaron a gomzaz a enep Moizez, divarbenn ar vreg Etiopian hen doa kemeret ; rag kemeret hen doa eur vreg Etiopian. 2 Hag e leverjont : An Aotrou n’Hen deuz ket komzet da Voizez he unan ? N’Hen deuz Hen ket ive komzet dreizomp-ni ? Hag an Aotrou he glevaz. 3 Ha, Moizez a oa eun den dous meurbed, muoc’h evit hini ebet euz ar wersed a oa var an douar. 4 Hag an Aotrou a lavaraz buan da Voizez, da Aaron ha da Vari : It, ho tri, entrezek tabernakl ar gemmenadurez. Heg ez ejont ho zri di. 5 Hag an Aotrou a ziskennaz en kolonen ar goabren, hag en em dalc’haz en dor an tabernakl ; neuze e c’halvaz Aaron ha Mari ; hag teujont ho daou. 6 Hag e lavaraz : Selaouet mad va c’homzou. Mar deuz en ho touez eur profed, Me, an Aotrou, En Em rin da anaout dezhan en gwelidigez, Me a gomzo outhan en huvre. 7 N’ema ket evel se euz ma zervicher Moizez, pehini a zo fidel em holl di ; 8 Me a gomz ganthan genou euz genou, hag en gwelidigez, ha nan en divinadennou, hag e sell euz skeud an Aotrou. Perag eta n’ho c’heuz hu ket bet aoun o komz a enep ma servicher, a enep Moizez ? 9 Evel se koler an Aotrou en em danaz a enep dezhei ; hag ez eaz kwit, 10 hag ar goabren en em dennaz a zivar gorre an tabernakl. Ha setu, Mari a oa skoet a lorniez, ha gwen evel an erc’h ; Aaron a zistroaz euz Mari, ha setu, e oa lor.
11 Neuze Aaron a lavaraz da Voizez ; Ah ! ma Aotrou, da bedi a ran, na laka ket varnomp ar pec’hed hon deuz groet gant fallentez, ha dre behini hon euz pec’het. 12 Da bedi a ran, ma na vezo ket evel ar bugel maro, a behini ar c’hik a zo hanter guzumet, pa zeu kwit euz kov he vam. 13 Neuze Moizez a griaz d’an Aotrou, o lavarout : O Doue, da bedi a ran, iac’haa anezhi, da bedi a ran ! 14 Hag an Aotrou a respountaz da Voizez : Mar hen dije he zad kranchet en he bisach, ha ne vije hi ket goloet a vez enpad seiz devez ? Ra choumo eta dastumet enpad seiz devez, er meaz euz ar c’han, ha goude ze e vezo digemeret ennhan. 15 Evel se Mari a oe dastumet enpad seiz devez er meaz euz ar c’han ; hag ar bobl n’ejont ket kwit, ken a oe Mari digemeret ennhan.
13 GOUDE ze, ar bobl a ieaz euz Hatseroth, hag e kampjond en distro Paran.
2 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 3 Kas tud da anaout bro Kanaan, pehini A roin da vugale Israel. Kas a refeet eun den dre bep poblad euz ho zadou, holl re genta euz ho zouez. 4 Moizez ho c’hasaz eta euz distro Paran, hervez gourc’hemen an Aotrou ; an holl dud se a oa mestrou bugale Israel.
5 Ha setu ho hanoiou : Evit poblad Ruben, Shammua, mab Zakkur ; 6 evit poblad Simeon, Shafath, mab Hori ; 7 evit poblad Juda, Kaleb, mab Jefunne ; 8 evit poblad Issakar, Jigal, mab Josef ; 9 evit poblad Efraim, Hose, mab Nun ; 10 evit peblad Benjamin, Palthi, mab Rafu ; 11 evit poblad Zabulon, Gaddiel, mab Sodi ; 12 evit poblad Josef, da lavaret eo, evit pobl Manasse, Gaddi, mab Susi ; 13 evit poblad Dan, Ammiel, mab Guemalli ; 14 evit poblad Asser, Sethur, mab Mikael ; 15 evit poblad Neftali, Nakbi, mab Vofsi ; 16 evit poblad Gad, Gueuel, mab Maki.
17 Ar re ze eo hanoiou an dud a gasaz Moizez da anaout ar vro. Ha Moizez a c’halvaz Hose, mab Nun, Josue. 18 Moizez ho c’hasaz eta evit anaout bro Kanaan, hag a lavaraz dezhei : Piniet ama dre ar c’hreisteiz, hag ez efet var ar menez, hag e welfeet ar vro, 19 pehini eo, ar bobl a choum ennhan, ma eo kre pe dinerz, mar eo kalz pe neubeut ; 20 ha petra eo ar vro el leac’h ma choum, mar d’eo mad pe fall ; ar pez eo ar c’heariou en pere e choum, mar d’eo en kaniou pe en kastellou ; 21 ar pez eo an douar, mar d’eo dru pe dreut ; mar deuz gwvez ennhi pe nan. Ha bezet nerzet mad, ha kemeret frouez ar vro. Neuze oa amzer ar rezin kenta.
22 Piniat a rejont eta hag e c’hanavejont ar vro, adaleg distro Sin bete Rehob, o vont var zu Hamath. 23 Piniat a rejont dre ar c’hreisteiz, hag e teujont beteg Hebron, el leac’h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, bugale Anak. Hag Hebron a oa bet savet seiz vloaz araog Tsoan en Ejipt. 24 Ha dont a rejont bete ster Eshkol, hag e troc’hjont eno eur bod gant eun tokad rezin, hag hen dougchont