Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/128

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN NIVEROU, 5.

gemmenadurez, 48 ar re holl pere a oe niveret a oe eiz mil pemp kant pevar ugent. 49 Groet e oe an niverez hervez an urz Hen doa an Aotrou roet dre c’henou Moizez, pep hini evit he garg hag evit ar pez hen doa da zougen ; groet e oe an niverez anezhei hervez ar pez Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.


5 NEUZE an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 Gourc’hemen da vugale Israel kas kwit euz ar c’han pep lôr, pep den pehini hen deuz diveradur ha pep den souliet dre ar maro. 3 Ho c’has a refet kwit, kouls ar goaz evel ar plac’h ; ho c’has a refet er meaz ar c’han, evit na lousafont ket ho leac’hiou en pere E chouman. 4 Ha bugale Israel a reaz evel se, hag ho e c’haschont er meaz ar c’han ; evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez, evel se e reaz bugale Israel.

5 AN Aotrou a gomzaz c’hoas da Voizez, o lavarout : 6 Komz da vugale Israel : Pa ho devezo eur goaz pe eur plac’h groet eur pec’hed benag dre bere e ra an dud eun dorridigez a enep an Aotrou, ha ma vezo an den ze evel se en em lakeat koup abl, 7 ec’h ansavfont ar pec’hed pehini ho devezo groet, hag ar c’houpabl a rento ar som total euz a behini eo koupabl ; hag e lakaio eur bempved ennhan, hag e roio anezhan d’an hini en kever pehini eo en em rentet koupabl. 8 Ma n’hen deuz an den ze nikun da behini heller distrei an dra waseet, hema a zistroo d’an Aotrou, d’ar sakrifier, ouc’h-penn ar maout a ziskarg, gant pehini e raio ar sakrifis evit ar c’houpabl. 9 Ha pep prof euz an holl draou kensagret a ginnigo bugale Israel d’ar sakrifier, a vezo dezhan. 10 An traou kensagret a ginnigo pep hini, a vezo dezhan ; ar pez a roio pep hini d’ar sakrifier a vezo dezhan.

11 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout :12 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Mar d’eo distroet greg unan benag ha mar deuz groet eur fazi a enep dezhan, 13 ha ma hen deuz eur goaz bet konvers ganthi, ha ma ve an dra kuzet da zaoulagad he fried ; mar d’eo en em souliet en kuz, ha ma n’en deuz test ebet en he enep, ha ma n’eo ket bet souprenet ; mar krog eur spered a jalousi ennhan, 14 ha ma ve jalous euz he vreg pehini a zo en em souliet, pe ma tremen eur spered a jalousi ennhan, ha mar d’eo jalous euz he vreg hep ma vefe en em souliet, 15 an den ze a zigaso he vreg dirag ar sakrifier, hag a zigaso evithi he brof, eun dekved euz eun efa bleud heiz ; na lakao ket a eol varnezhan, ha na lakai ket a ezans, rag eur ro a jalousi eo, eur ro a vemor, evit adgervel ar fallentez. 16 Hag ar sakrifier he lakaio da dostaat, hag e raio dezhi choum en he za dirag an Aotrou. 17 Neuze ar sakrifier a gemero dour sagr, en eur besel douar ; ar sakrifier a gemero ive poultr euz an hini a vezo var douar an Tabernakl, hag he lakaio en dour. 18 Neuze ar sakrifier a raio derc’hel ar vreg en he za dirag an Aotrou ; disolo a raio penn ar vreg, hag e lakaio var baliou he zaouarn ar ro a vemor, da lavaret eo ro ar jalousi ; hag ar sakrifier hen devezo en he zaouarn an dour c’hoero a zoug ar valloz.

19 Neuze ar sakrifier a raio d’ar vreg touet, hag e lavaro dezhi : Ma n’en deuz kousket den ganez, ha mar, o veza dindan gallout da ozac’h, n’out ket en em distroet hag en em souliet, n’az pez droug ebet euz an dour c’hoero pere a zoug ar valloz. 20 Mes mar, o veza dindan galloud da ozac’h, out en em distroet, ha ma out en em zouliet, ha ma hen deuz unan all nemert da ozac’h kousket ganez, 21 — neuze ar sakrifier a raio d’ar vreg touet eul le douet a zrouk-peden, hag e lavaro dezhi : Ra livro an Aotrou ac’hanout da valloz ha da skouer fall entouez da bobl, o c’hober breina da vorzad ha kwenvi da gov, 22 hag an doureier ze pere a zoug ar valloz, az ai en da vouzellou, evit ober kwenvi da gov ha gwevi da vorzad. Hag ar vreg a lavaro : Amen, Amen !

23 Goude ar sakrifier a skrivo ar malloziou ze en eul levr, hag e torcho anezhei en doureier c’hoero. 24 Hag e lakao ar vreg da eva an dour c’hoero pere a zoug ar valloz ; hag an dour pere a zoug ar valloz az ai ennhi hag a vezo c’hoero dezhi. 25 Ar sakrifier a gemero euz dorn ar vreg ar ro a jalousi, hen hijo dirag an Aotrou, hag hen kinnigo var an aoter. 26 Hag ar sskrifler a gemero eun dornad euz ar prof, en memor, hag a raio hen leski var an aoter ; goude e raio d’ar vreg eva an dour. 27 Ha, pa hen devezo

120