hag an diaveziad pehini a dostao a dleo beza lakeat d’ar maro. 39 An holl Levited pere a oa niveret, pere a oa niveret gant Moizez, ha gant Aaron, hervez ho famillou hervez gourc’hemen an Aotrou, an holl valed, adaleg an oad a eur mis, hag izelloc’h, a oa daou vil var ugent.
40 NEUZE an Aotrou a lavaraz da Voizez : Gra an niver euz holl re genta-ganet maled euz bugale Israel, adaleg an oad a eur mis hag huelloc’h,ha gra an niver euz ho hanoiou. 41 Kemer a ri al Levited evid Oun Me an Aotrou, en leac’h holl re genta-ganet entouez bugale Israel ; ha loened al Levited, en leac’h loened kenta ganet bugale Israel. 42 Moizez a niveraz eta, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan, an holl re genta-ganet a douez bugale Israel ; 43 hag holl valed kenta-ganet, o kounta dre ho hanoiou adaleg an oad a eur mis hag huelloc’h, hervez ho niverez, a oe daou vil varn-ugent daou c’hant tri zek ha tri-ugent.
44 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 45 Kemer al Levited en plas holl re genta-ganet bugale Israel, ha loened al Levited en plas ho loened ; hag al Levited a vezo d’In : Me eo an Aotrou. 46 Divarbenn ar prena euz re genta-ganet bugale Israel, da c’houzout eo daou c’hant trizek ha tri-ugent eo muoc’h niver al Levited, e kemeri pemp sikl dre benn ; 47 ho c’hemer a ri hervez sikl ar santuar ; ar sikl a zo ugent obolen. 48 Hag e roi an arc’hant da Aaron ha d’he vibien ; ar prena eo euz ar re a oa ouc’h-penn. 49 Moizez a gemeraz eta arc’hant ar prena euz ar re a oa ouc’h-penn, en tu all d’ar re prenet gant al Levited. 50 An arc’hant pehini a gemeraz euz ar re genta-ganet euz bugale Israel, a oe mil tri c’hant pemp ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar. 51 Ha Moizez a roaz arc’hant ar prena da Aaron ha d’he vibien, hervez urz an Aotrou, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.
4 AN Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez ha da Aaron, o lavarout : 2 Grit an niver euz mibien Kehath, a douez mibien Levi, hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, 3 adaleg an oad a dregont vloaz ha dreistoc’h, beteg an oad a hanter kant vloaz, ar re holl pere a ia en renk evit en em implia en tabernakl ar gemmenadurez. 4 Setu servich mibien Kehath en tabernakl ar gemmenadurez, an evez eu al leac’h santel-meurbed. 5 Pa ez ai ar c’han kwit, Aaron hag he vibien a zeuo, hag e tiskenfont gwel an dapisiri, hag e c’holofont ganthei arc’h an desteni. 6 Neuze e lakafont warni eur golo krec’hen liou glaz ; asten a refont var he gorre eun insel groet holl a bourpr, hag e lekefont ennhi ar sparlou. 7 Hag e astenfont eun insel pourpr var daol ar baraou a ginnig, hag e lekefont var gorre ar plajou, an tasou, ar c’haleiou hag ar besellou evit ar gwalc’hadurezou ; 8 hag ar bara perpetual a vezo varnezhei ; hag e c’hastenfont var an traou ze eun insel kramoisi, hag he golofont euz a eur golo krec’hen liou glaz hag e lekefont sparlou an daol. 9 Hag e kemerfont eun insel bourpr, hag e c’holofont ganthi kantoler ar goulou, he lampou, he mouchetezou, he doug-mouchetezou, hag he holl besellou eol, a bere en em servicher evit ar c’hantoler. 10 Hag he lakaat a refont, gant he holl besellou, en eur golo krec’hen a liou glaz, hag hen lakefont var ar c’hravaz. 11 Asten a refont var an aoter aour eun insel bourpr, hag he golofont gant eur golo krec’hen a liou glaz, hag e lekefont ar sparlou ennhi. 12 Kemer a refont ive holl besellou ar servich, a bere en em servicher er santuar, hag ho lekefont en eun insel bourpr, hag ho golofont gant eur golo krec’hen a liou glaz, hag ho lekefont var ar c’hravaz. 13 Lemel a rafont al ludu euz an aoter, hag e c’hastenfont varnezhi eun insel skarlat ; 14 hag e lekefont varnezhi an holl besellou implijet evit ober ar servich ennhan, an ezansouerou, ar fourchetezou, ar raskerien, ar c’haleiou, holl besellou an aoter ; hag e c’hastenfont dreist eur golo krec’hen a liou glaz, hag e lekefont eno he sparlou. 15 Goude ma ho devezo Aaron hag he vibien achuet da c’holo ar santuar hag an holl besellou sagr, pa ez ai ar c’han kwit, neuze bugale Kehath a zeuo evit ho dougen ; ha na stokfont ket an traou santel, gant aoun na varvfent. Setu aze ar pez o devezo bugale Kehath da zougen en tabernakl ar gemmenadurez.
16 Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier, hen devezo an evez euz a eol ar goulou, euz ar parfum a c’houez vad, euz ar roidigez keudalc’huz hag