Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/122

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN NIVEROU, 1.

sagr he bark adaleg bloa ar jubile, e refet hervez da brisach. 18 Mes ma kensagr he bark goude ar jubile, ar sakrifier a raio ar briz hervez ar bloaziou pere a van bete bloaz ar jubile, hag e vezo tennet eun tam en priz da brizach. 19 Ha ma fell d’an hini he deuz kensagret he bark e adprens, e lakao eur bempved en priz da brizach, hag ar park a choume ganthan. 20 Mes ma ne adpren ken ar park, ha ma werzer ar park da eun den all, n’e hello ken beza adprenet. 21 Hag ar park se, pa ez ai ar prener er meaz d’ar jubile, a vezo kensagret d’an Aotrou, evel eur park lakeet a du ; an dalc’h anezhan a vezo d’ar sakrifier. 22 Mar kensagr unan benag eur park d’an Aotrou eur park pehini hen defe prenet ha na vefe ket a barkeier he zalc’h, 23 ar sakrifier a raio ar priz hervez da brisach beteg bloaz ar jubile, hag an den ze a baeo, an deiz memeuz, da brisach, evel eun dra kensagret d’an Aotrou. 24 En bloaz ar jubile, ar park a zistroio d’an hini digant pehini hen doa e brenet, d’ar hini da behini eo dalc’h an douar. 25 Ha da holl brisachou a vezo, hervez sikl ar santuar ; ar sikl a zo ugen obolen.

26 Koulskoude, den na gensagro ar c’henta-ganet euz he loened, an hini pehini a zo dija d’an Aotrou evel kenta-ganet ; pe ijen, pe oan, d’an Aotrou eo. 27 Mes mar d’eo eul loen dibur, e vezo adprenet hervez da brisach, o lakaat ar bempvet ; ma n’eo ket adprenet, e vezo gverzet hervez da brisach.

28 Mes pep tra lakeet a du, pep tra hag hen devezo unan benag lakeet a du d’an Aotrou, euz ar pez a zo dezhan, holl, pe eun den, eul loen pe eur park euz he zalc’h, ne hello ket nag e werza nag e adprena ; pep tra lakeet a du a zo kensagret holl d’an Aotrou. 29 Den lakeet a du dre westl na hello ket beza adprenet ; lakeat e vezo d’ar maro.

30 Pep deog euz an douar, kenkoulz euz a had an douar evel euz frouez ar gwez, a vezo d’an Aotrou ; eun dra kensagret eo d’an Aotrou. 31 Ha 31 mar fell da unan benag prena eun dra benag euz he zeog, e lakao ar bempvet varnezhan ouc’h-penn. 32 Mes evit pep deog a loened bras pe vihan, evit kement a dremen dindan ar walen, an dekvet a vezo kensagret d’an Aotrou. 33 Na lakafer ket a gem entre ar mad hag ar fall, ha na vezo ket troket ; mar e droker, al loen troket hag an hini lakeat en he leac’h, a vezo an eil hag egile kensagret : ne hellfont ket beza adprenet.

34 Ar re ze eo ar gourc’hemennou Hen doe an Aotrou roet da Voizez evit bugale Isruel, var menez Sinai.


————


PEVARE LEVR MOIZEZ, GALVET


AN NIVEROU.


1 AN Aotrou a gomzaz en distro ar Sinai, en tal gemmenadurez, er c’henta deiz euz an eilved mis, an eilved bloaz goude ma oant eet kwit euz an Ejipt, o lavarout : 2 Gra an niver euz a holl vanden bugale Israel, hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o niveri hanoiou an holl valed dre benn, 3 adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h, kement holl euz a Israel, hag a hell mond d’ar brezel ; ho niveri a refeet hervez ho armeou, te hag Aaron. 4 Hag e vezo ganeoc’h eun den dre boblad, mestr ti he dadou. 5 Ha setu ama hanoiou an dud ho sikouro ; Evit poblad Ruben, Elitsur, mab Shedeur ; 6 evit hini Simeon, Shelumiel, mab Tsurishaddai ; 7 evit hini Juda, Nabasshon, mab Amminadab ; 8 evit hini Issakar, Nathanael, mab Tsuar ; 9 evit hini Zabulon, Eliab, mab Helon ; 10 evit bugale Josef, evit poblad Efraim, Elishama, mab Ammihud ; evit hini Manasse, Gamaliel, mab Pedahtsur ; 11 evit poblad Benjamin, Abidan, mab Guideoni ; 12 evit hini Dan, Ahiezer, mab Ammishaddai ; 13 evit hini Asser, Paguiel, mab Okran ; 14 evit hini Gad, Eliasaf, mab Deuel ; 15 evit hini Neftali, Ahira, mab Enan. 16 Ar re ze

114