ket gwerzet da viken ; 23 rag an douar a zo d’In Me, rag Em zi ez oc’h evel diavezidi hag evel choumerien. 24 Er holl vro pehini a vezo deoc’h, e rofet ar gallout da adprena evit ar douar.
25 Mar deu da vreur da veza paour, ha mar gwerz eul loden euz ar pez a zo dezhan, an hini hen deuz ar gallout a adpren, he gar nesa, a zeuo hag a adpreno ar pez hen devezo he vreur gwerzet. 26 Ma n’hen defe eur goaz den pehini hen defe ar gallout a adpren, ha mar dastum he unan peadra da ober eun adpren, 27 e nivero ar bloaziou adaleg ma oa groet ar werz hag e rento an tuhont d’an den da behini hen deuz gwerzet, hag ez ai en dalc’h euz he dra. 28 Mes ma ne gav ket ar pez a zo red evit e rei dezhan, an dra werzet a choumo en daouarn an hini hen deuz e brenet bete bloaz ar jubile ; neuze ez a hema er meaz er jubile, hag ar gwerzer az ai en he zalc’h.
29 Mar gwers eun den eun ti a choumach, en eur gear serret gant mogeriou, hen devezo ar gallout d’he adprena beteg fin ar bloaz goude ar werz ; he c’hallout a adpren a vezo eur bloaz. 30 Mes ma n’hen d’eo ket adprenet araog fin eur bloaz leun, an ti pehini a zo er gear serret gant mogeriou a choumo da viken d’ar prener ha d’he lignez, n’ez ai ket er meaz er jubile. 31 Koulskoude tiez ar c’heariouigou pere na vefont ket mogeriet, a vezo kountet evel eun douar font ; ar gwerser a hello ho frena, hag ar prener az ai kwit gant ar jubile. 32 Divarbenn keariou al Levited ha tiez ar c’heariou pere a zo dezhei, ar gallout a adpren a vezo peur-baduz d’al Levited. 33 Hag an hini hen devezo prenet digant al Levited, az ai d’ar jubile er meaz eus an ti gwerzet hag euz kear he zalc’h ; rag tiez keariou al Levited eo ho zra entouez bugale Israel. 34 Parkeier fabourziou ho c’heariou na vefont ket gwerzet ; rag ho zra peur-baduz eo.
35 Mar deu paour da vreur, pehini a zo tost d’id, ha mar deu he zorn da grena, te hen zouteno, diaveziad pe hostiz, evit ma vevo en da gichen. 36 Na denni outhan na vad na profit ; mes douja a ri da Zoue, ha da vreur a vevo en da gichen. 37 Na roi ket da arc’hant var vad, ha na roi ket da vevans evit profit. 38 Me eo an Aotrou, ho Toue, pehini em euz ho tennet euz a vro an Ejipt, evit rei deoc’h bro Kanaan, evit beza ho Toue.
39 Mar deu paour da vreur, pehini a zo en da gichen, ha ma en em werz d’id, n’en em zervichi ket outhan evit eul labour a esklav ; 40 beza e vezo ez ti evel eur gopraer, evel eun hostiz ; zervichi a raio ez ti beteg bloaz ar jubile ; 41 neuze ez ai kwit euz da di, hen hag he vugale ganthan ; distrei a raio d’he di, hag ez ai en tra he dadou. 42 Rag ma zervicherien int, pere em eus tennet euz a vro an Ejipt ; na vefont ket gwerzet evel ma werzer eun esklav. 43 Na vestronii ket anezhan gant ruster ; mes douja a ri da Zoue. 44 Divarbenn da esklav ha da vatez pere a vezo d’id, dont a rafont euz ar boblou pere a zo en dro d’id ; anezhei eo e prenfet an esklav hag ar vatez. 45 Gallout a refet prena bugale an diavezidi pere a choumo ganeoc’h, hag euz ho famillou pere a vezo en ho touez, pere a gonsevfont en ho pro ; hag e vefont ho tra. 46 Ho lezel a refet en heritach d’ho pugale ho koude, evit ho zra en dalc’h ; en em zervichout a refet outhei da viken ; mes divarbenn ho preudeur, bugale Israel, hini ac’anoc’h na vestronio gant ruster var he vreur.
47 Ha pa zeuo eun diaveziad pe eun den o choum ganez, da veza pinvidik, ha ma teuo da vreur paour en he gichen hag en em werzo d’an diaveziad pehini a vezo en he gichen, pe da unan a lignez an diaveziad, goude beza en em werzet, 48 e vezo droet a adpren evithan : unan he vreudeur hello hen adprena ; 49 pe he donton, pe mab he donton, a hello he brena, pe unan euz he gerent nesa euz he dud a hello he brena ; pe ma hen deuz eaz, en em breno he unan. 50 Hag e kounto gant an hini pehini hen deuz he brenet, aboe ar bloaz ma eo en em werzet dezhan beteg bloaz ar jubile, hag he briz gwerz a gounto hervez niver he vloaziou ; beza e vezo outhan evel euz a zeiziou eur gopraer. 51 Mar deuz kalz a vloaziou, e paeo he adpren hervez ar bloaziou, hervez ar priz evit pehini e vezo bet prenet ; 52 ha ma choum neubeut a vloaziou bete bloaz ar jubile, e kounto ganthan, hag e rento ar priz euz he brena hervez ar bloaziou ze. 53 Beza e vezo ganthan evel gant eur gopraer dre vloaz ; hag he vestr na reno ket varnezhan gant ruster dindan da zaoulagad. 54 Ma ne ve ket adprenet