Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/112

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AL LEVITIK, 19.

pez a rer en bro an Ejipt, el leac’h ma oc’h euz choumet, nag ar pez a rer en bro Kanaan da behini ho kasan : na valefet ket hervez ho lezennou. 4 Pratika a refet va gourc’hemennou, hag e virfet ma lezennou evit ho heuil : Mo eo an Aotrou, ho Toue. 5 Miret a refet eta va lezennou ha va urzou ; an den ho fratiko a vevo drezhei : Me eo an Aotrou.

6 Hini ac’hanoc’h na dostao euz eur plac’h kar dezhan, evit dizolo he noazded ; Me eo an Aotrou. 7 Na zizoloi ket noazded da dad, na noazded da vam ; da vam eo : na zizoloi ket he noazded. 8 Na zizoloi ket noazded greg da dad ; noazded da dad eo. 9 Na zizoloi ket noazded da c’hoar, merc’h da dad pe merc’h da vam, ganet en ti pe ganet er meaz euz an ti. 10 Na zizoloi ket noazded merc’h da vab pe merc’h da verc’h, rag da noazded eo. 11 Na zizoloi ket noazded merc’h greg da dad, ganet euz da dad ; da c’hoar eo. 12 Na zizoloi ket noazded c’hoar da dad ; kig da dad eo. 13 Na zizoloi ket noazded c’hoar da vam ; rag kig da vam eo. 14 Na zizoloi ket noazded breur da dad, na dostai ket euz he vreg ; da eontez eo. 15 Na zizoloi ket noazded da verc’h-kaer ; greg da vab eo ; na zizoloi ket he noazded. 16 Na zizoloi ket noazded greg da vreur ; noazded da vreur eo. 17 Na zizoloi ket noazded eur vreg hag hini he merc’h ; na gemeri ket merc’h da vab, na merc’h da verc’h, evit dizolo he noazded ; da gerent nesa int ; eur c’hrim eo. 18 Na gemeri ket eur vreg gant he c’hoar, evit kreski eur gasouni, en eur dizolo he noazded en kichen da vreg enpad he buez, 19 Na dostai ket euz eur vreg enpad he hudurnez evit dizolo he noazded. 20 N’az pezo ket a gonvers gant greg da neza, evit en em huduri ganthi. 21 Na roi ket da vugale evit ho lakaat da dremen dre an tân da Volok ; na brofani ket hano da Zoue : Me eo an Aotrou. 22 Na gouski ket gant eur qoaz, evel ma kouskez gant eur plac’h ; eun euzuzted eo. 23 N’az pezo ket a gonvers gant loen ebet evit en em huduri ganthan ; eur vreg n’en em c’hastaouo ket gant eul loen ; eun euzuzted eo.

24 N’en em huduret ket gant netra ebet ; rag dre an holl draou ze eo em huduret ar boblou pere em euz kaset kwit araog deoc’h. 25 An pouar a zo bet hudurer a ze ; hag E kastiin varnezhi ho fallentez, hag an douar a c’hwedo he zud. 26 Mes chwi, a viro ma lezennou ha ma urzou, ha na refet hini ebet euz an euzuztedou ze, nag an hini a zo ganet er vro nag an diaveziad pehini a choum en ho touez. 27 Rag an holl draou euzus ze, a zo bet groet gant tud ar vro ze, a zo bet araog deoc’h, hag an douar a zo bet huduret. 28 Hag an douar n’ho c’hwedo ket evit beza e huduret, evel ma e deuz c’hwedet ar bobl pehini a oa araog deoc’h. 29 Rag ar re holl pere a raio unan benag euz an traou euzuz ze, a vezo lamet a douez ho fobl. 30 Miret a refet eta ar pez a c’hourc’hemennan, abalamour da dremen hep pratika giz euzuz ebet pere a zo bet groet araog deoc’h, ha n’en em hudurfet ket drezhei. Me eo an Aotrou, ho Toue.


19 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 2 Komz da holl asamble bugale Israel, ha lavar dezhei : Bezit santel, rag Me a zo santel, Me, an Aotrou, ho Toue. 3 Ra enoro pep hini he vam hag he dad, ha miret ma deiziou sabbat : Me eo an Aotrou, ho Toue. 4 Na droit ket entrezek an idolou, ha na rit ket a zoueou teuzet : Me eo an Aotrou, ho Toue. 5 Pa sakrififet eur sakrifis a beoc’h d’an Aotrou, e sakrififet en eun doare da veza kavet mad. 6 Debret e vezo en deiz ar sakrifis hag en deiz varlerc’h ; ar pez a choumo beteg an drede deiz a vezo devet en tân. 7 Mar debrer outhan an drede deiz, eo eun euzuzted, na vezo ket kavet mad. 8 An hini a zebro outhan a zougo he fallente ; rag profanet hen devezo ar pez a zo kensagret d’an Aotrou : an den ze a vezo lamet euz he bobl.

9 Ha pa refet an eost en ho pro, na achui ket da vedi penn da bark, ha na zastumi ket tamoez da vederez ; na zastumi ket bordou manet da winien, ha na zastumi ket ar greun kwezet ; ho lezel a ri gant ar paour ha gant an diaveziad : Me eo an Aotrou, ho Toue. 11 Na laerfet ket, ha na c’haouiadfet ket, na droumplfet ket an eil egile. 12 Na doufet ket en faoz dre ma hano ; rag profani a rafez hano da Zoue : Me eo an Aotrou. 13 Na vac’hi ket da nesa, ha na bili ket anezhan. Gobr ar mesaer na choumo ket ez ti beteg an deiz varlerc’h. 14 Na villigi ket eur bouzard, ha ne lakai netra dirag eun dall evit e lakaat da gweza ; mes douja a ri da Zoue : Me eo an Ao-

104