dirag an Aotrou, abalamour d’ar beradur pehini e hudure.
31 Evel se e lamfet bugale Israel euz ho diburded, evit ne varvfont ket abalamour d’ho hudurnez, ho c’huduri ma Choumach pehini a zo en ho c’hreiz. 32 Honnez eo al lezen divarbenn an hini hen deuz eur beradur pe pehini a zo mastaret gant he lousdoni, 33 ha divarbenn an hini pehini a zo klanv evit he diburded, ha pep den hen deuz eur beradur, pe goaz, pe blac’h, hag ar goaz pehini a gousk gant eur vreg dibur.
16 AN Aotrou a gomzaz da Voizez, goude maro daou vab Aaron, pa dostajont dirag an Aotrou ha pa varvjont ; 2 an Aotrou a lavaraz eta da Voizez : Komz da Aaron da vreur, evit ma n’ez ai ket en pep amzer er santuar, en diabarz ar gwel, dirag ar goulc'her pehini a zo var an arc’h, gant aoun ne varvfe ; rag En Em diskwez A rin er goabren var ar goulc’her. 3 Setu ama gant petra ez ai AAron er santuar : gant eur c’holle iaouank evit asakrifis ar pec’hed, hag eur maout evit ar sakrifis-losk. 4 En em wiska a raio euz an duniken sagret a lin, hag e tougo var e gik kalsoniou lin ; en em chouriza a raio eur eur c’houriz lin, hag e c’holoio ar penn euz a eur pintr lin ; ar re ze zo dillad sagr ; gwalc’hi a raio he gorf en dour, hag en em wisko ganthan. 5 Hag e kemero euz a asamble bugale Israel daou vouc’h evit sakrifis ar pec’hed, hag eur maout evit ar sakrifis-losk. 6 Neuze Aaron a ginnigo he golle en sakrifis evit ar pec’hed, hag e raio an diskag evithan hag evit he di. 7 Hag e kemero an daou vouc’h , hag ho lakaio dirag an Aotrou, euz dor tabernakl ar gemmenadurez. 8 Neuze Aaron a dolo ar sort var an daou vouc’h ; eur zort evit an Aotrou, hag eur zort evit Azazel. 9 Hag Aaron a lakaio da dostaat ar bouc’h var behini ar sort a vezo kouezet evit an Aotrou, hag hen kinnigo en sakrifis evit ar pec’hed. 10 Mes ar bouc’h var behini ar sort a vezo kwezet evit Azazel, a vezo lakeet beo dirag an Aotrou, abalamour da ober varnezhan an diskarg, ha d’he gas kwit en desert evit Azazel. 11 Aaron a ginnigo eta evithan kolle ar sakrifis evit ar pec’hed, hag e raio an diskarg evithan hag evit he di ; laza a raio he golle, pehini eo ar sakrifis evit ar pec’hed. 12 Neuze e kemero eun ezansouar leun a c’hlaou ardant a zivar gorre an aoter dirag an Aotrou, ha leiz he zaou dorn a dreat c’houez vad en poultr, hag e tougo an traou ze en diabarz ar gwel ; 13 hag e lakao ar c’houez vad var an tân dirag an Aotrou evit ma c’holoo mogeden ar c’houez vad ar goulc’her pehini a zo var an Desteni, ha ne varvo ket/ 14 Kemer a raio ive goad ar c’holle, hag e raio skuliadurez gant he viz var gorte ar goulc’her entrezek ar savheol ; ha dirag ar goulc’her e raio skuliadurezz goad seiz gweach gant he viz. 15 Goude e lazo ar bouc’h a sakrifis evit ar pec’hed, pehini a zo evit ar bobl, hag e tougo ar goad en diabarz ar gwel. Ober a raio euz he oad evel ma hen deuz groet euz a oad ar c’holle, ober a raio outhan a skuliadurez var ar goulc’her ha dirag ar goulc’her. 16 Hag ober a raio an diskarg var ar santuar, abalamour da hudurnez bugale Israel, ha d’ho stourmadegou en ho holl bec’hejou. Ober a raio er memeuz doare evit tabernakl ar gemmenadurez pehini a choum ganeoc’h en kreiz ho c’hudurnez. 17 Ha den na vezo en tabernakl ar gemmenadurez pa ez ai ennhan evit ober an diskarg er santuar, bete ma ez ai er meaz ; hag ober a raio an diskarg evithan hag evit he di, hag evit holl asamble Israel. 18 Neuze ez ai entrezek an aoter pehini a zo dirag an Aotrou, hag e raio an diskarg evithan ; kemer a raio goad ar c’holle, ha goad ar bouc’h, hag e lakaio outhan var gerniel an aoter, tro zo. 19 Hag e raio skuliadurez goad, gant he viz, seiz gweach var an aoter ; e burifia hag e santelaet a raïo, abalamour da hudurnez bugale Israel. 20 Ha pa hen doe achuet da ober an diskarg evit ar santuar, evit tabernakl ar gemmenadurez hag evit an aoter, e kinnigo ar bouc’h beo. 21 Aaron a lakao he zaou dorn var benn ar bouc’h beo, hag a ansavo varnezhan holl fallentez bugale Israel, hag ho holl enebiez en ho holl bec’hejou ; ho lakaat a raio var benn ar bouc’h, hag e gaso d’an dezert gant eun den evit se. 22 Hag ar bouc’h a gaso ganthan ho holl fallentezou en eun douar dezert, hag an den a losko ar bouc’h en dezert. 23 Hag Aaron az ai en tabernakl ar gemmenadurez, hag e kwitao he zillad lin a bere e oa en em wisket evit mont er santuar, hag ho lakad eno. 24 Neuze e walc’ho he gorf gant dour en eul leac’h santel, hag e