Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/109

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AL LEVITIK, 15.

raio diskarg evit an ti, hag e vezo pur.

54 Honnez eo al lezen divarbenn pep gouli a lorniez hag a dîn, 55 evit lorniez an dillad hag an ti ; 56 evit ar goriou, an didarz hag an tarchou ; 57 evit rei da anaout pegouls e ve dibur, ha pegouls e ve pur. Honnez eo al lezen divarbenn al lorniez.


15 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez ha da Aaron, o lavarout : 2 Komzet da vugale Israel, ha livirit dezhei : Pep den pehini hen deuz beradur en he gik, he veradur hen laka dibur. 3 En he veradur eo ema he ziburded : pe e talc’ho kik he veradur pe hel lezo da redek, dibur eo. 4 Pep gwele var behini e kousko an hini pehini hen devezo beradur a vezo dibur, ha pep tra var behini ec’h azezo a vezo dibur. 5 An hini a stoko he wele, a walc’ho he zillad, en em walc’ho en dour, hag e vezo dibur beteg an noz. 6 An hini a azezo var an dra var behini e vezo bet azezet an hini hen deuz beradur, a ganno he zillad, en em walc’ho en dour, hag a vezo dibur beteg an noz. 7 An hini a stoko en kig eun den a veradur, a ganno he zillad, en em walc’ho en dour, hag a vezo dibur beteg an noz. 8 Ha mar tuf an den hen deuz beradur var an hini a zo pur, hema a ganno he zillad, en em walc’ho en dour, hag a vezo dibur beteg an noz. 9 Ha pep kar var behini an hini en deuz beradur a vezo piniet a vezo dibur. 10 Piou benag a stoko petra benag a vefe bet dindanhan, a vezo dibur beteg an noz. Ha nep a zougo an traou ze a walc’ho he zillad, en em walc’ho en dour, hag a vezo dibur beteg an noz. 11 Piou benag a vezo stoket ennhan gant an hini hen deuz beradur, ha pehini n’hen devezo ket gwalc’het he zaouarn en dour, a ganno he zillad, en em walc’ho en dour, hag a vezo dibur beteg an noz. 12 Ar besel pri pehini a vezo stoket ennhan gant an hini hen deuz beradur a vezo torret, ha pep besel koat a vezo gwalc’het en dour. 13 Ha, pa vezo an hini hen deuz beradur purifiet, e kounto seiz devez evit he netadurez ; kanna a raio he zillad, gwalc’hi a rai he gik gant dour beo, hag e vezo pur. 14 Ha d’an eizvet devez e kemero evithan diou durzunel pe diou goulmik, hag e teuo dirag an Aotrou euz dor tabernakl ar gemmenadurez, hag ho roio d’ar sakrifier. 15 Hag ar sakrifier ho c’hinnigo, unan en sakrifis evit ar pec’hed, hag egile en sakrifis-losk ; hag ar sakrifier a raio an diskarg evithan dirag an Aotrou, abalamour d’he veradur.

16 An den pehini hen devezo eul lousdoni a walc’ho en dour he holl gik, hag a vezo dibur beteg an noz. 17 Ha pep dillad, ha pep kroc’hen, pere a vefe mastaret a ze, a vezo gwalc’het en dour, hag a vezo dibur beteg an noz. 18 Ha pa gousko eur goaz hag eur plac’h ha ma ho devezo bet unvaniez, en em walc’hfont en dour, hag e vefont dibur beteg an noz.

19 Ha pa devezo eur vreg eur beradur, eur beradur goad en he c’hig, e vezo en he hudurnez enpad seiz devez : piou benag a stoko ennhi a vezo dibur beteg an noz. 20 Pep tra var behini e devezo kousket enpad he hudurnez a vezo dibur ; ha kement tra var behini e vezo azezet a vezo dibur. 21 Piou benag a stoko he gwele a ganno he zillad, en em walc’ho en dour, hag a vezo dibur beteg an noz. 22 Ha piou benag a stoko eun dra benag var behini e vezo bet azezet, a ganno he zillad, en em walc’ho en dour, hag a vezo dibur beteg an noz. 23 Ha mar deuz eun dra benag var ar gwele pe var an dra var behini eo bet azezet, an hini a stoko ennhan a vezo dibur beteg an noz. 24 Mar kousk eur goaz ganthi, ha ma stok he hudurnez anezhan, e vezo dibur seiz devez, ha kement gwele var behini e kousko a vezo dibur.

25 Ha pa e devezo eur plac’h eur beradur goad enpad meur a zevez, en diaveaz euz a amzer he diburded, pe pa gollo en tu all da amzer he diburded, e vezo dibur enpad holl amzer he beradur, evel en amzer he diburded. 26 Kement gwele var behini e kousko, enpad holl amzer he beradur, a vezo evithi evel gwele he diburded ; ha pep tra var behini ec’h azezo a vezo dibur, evel evit hudurnez he diburded. 27 Ha piou benag a stoko ennhei a vezo dibur ; kanna a raio he zillad, en em walc’hi a raio en dour, hag e vezo dibur beteg an noz. 28 Pa vezo purifiet euz he beradur, e kounto seiz devez, ha goude e vezo pur. 29 Ha d’an eizvet devez, e kemero diou durzunel pe diou goulmik, hag ho digaso d’ar sakrifier, euz dor tabernakl ar gemmenadurez ; 30 ar sakrifier a ginnigo unan evit sakrifis ar pec’hed, nag egile en sakrifis-losk ; hag ar sakrifier a raio evithi an diskarg

101