Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1074

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 22.

he hed, he ledander[1] hag he huelder a oa egal.

17 Muzuri a reaz ive ar voger, kant pevar ha daou-ugent ilinad, muzur den, pehini a oa hini an êl.

18 Ar voger[2] a oa masounet gant jasp, mes ar gear a oa a aour pur, henvel euz gwer pur. Ha soliou moger kear a oa ornet a bep sort mein prisiuz.

19 Ar c’henta[3] sol a oa a jasp ; an eil a safir ; an drived, a galsedoan ; ar bevared, a emerod ;

20 ar bempved, a sardoniks ; ar c’hweac’hved, a sard ; ar seizved, a grizolit ; an eizved, a beril ; an naoved, a dopaz ; an dekved, a grisopaz ; an unnekved, a hiasint ; an daouzekved, a ametist.

21 An daouzek dor a oa daouzek perlezen ; pep dor a oa euz a eur berlezen hepken, hag plas kear a oa evel eun aour pur henvel euz gwer sklear.

22 Ne weliz templ ebet ; rag an Aotrou Doue holl-c’halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.

23 Hag ar gear[4] n’he deuz ezom nag euz an heol nag euz al loar, evit he skleria ;[5] rag gloar Doue a skleria anezhi, hag an Oan eo he goulaouen.

24 Hag ar boblou pere a vezo bet soveteet, a valeo euz he sklerijen,[6] ha rouane an douar a zigaso ennhi ho gloar hag ho enor.

25 He doriou ne vefont ket serret bemdez, rag ne vezo ket a noz ennhi.

26 Digaset e vezo ennhi gloar hag enor ar boblou.

27 N’az[7] ai ebarz netra a hudur,[8] na den hag en em ro d’an euzusted, na d’ar gaou, mes ar re ze hepken a zo skrivet ho hanoiou en levr a vuez an Oan.

22 Goude[9] kement se an êl a ziskwezaz d’in eur rivier[10] dour beo, sklear evel kristal, pehini a zeue euz a drôn Doue hag an Oan.

2 Hag[11] en kreiz plasen kear, ha var daou gostez ar rivier, e oa eur wezen a vuez, o tougen daouzek frouezen, o rei he frouez bep miz ; hag an deliou euz ar wezen a oa evit iec’hed ar baïaned.

3 Ne vezo malloz ebet ken ; ha trôn Doue hag an Oan eo a vezo ennhi, hag e zervicherien he zervicho.

4 Gwelet a rafont he fas,[12] hag e hano a vezo var ho zaliou.

5 Ne vezo ken a noz, ha n’ho devezo ken ezom euz a lamp ebet nag euz a sklerijen an heol, rag an Aotrou Doue ho sklerijeno hag e renfont a gantved da gantved.

6 Lavaret a reaz d’in neuze : Ar giriou ma a zo fidel[13] ha gwirion, hag an Aotrou, Doue zantel ar brofeded, hen deuz kaset he êl, evit diskleria d’he zervicherien an traou pere a dle c’hoarvezout prest.

7 Setu, e teuan prest ; euruz an hini a vir giriou profesi al levr ma !

8 Ha me, Ian, me eo an hini pehini em euz gwelet ha klevet an traou ma. Ha goude beza ho gwelet hag ho c’hlevet, en em daoliz[14] euz treid an êl pehini ho diskweze d’in evit he adori.[15]

9 Mes hen a lavaraz d’in : Diwall da ober se ; rag me eo da gensort er zervich, hag hini da vreudeur ar brofeded, hag hini ar re pere a vir giriou al levr ma. Ador Doue.

10 Lavaret[16] a reaz d’in : Na siel ket giriou profesi[17] al levr ma ; rag an amzer a zo tost.

11 An hini pehini a zo injust, ra vezo injust c’hoaz ; an hini pehini a zo hudur ra en em huduro c’hoaz ; an hini pehini a zo just,[18] ra vezo justoc’h c’hoaz ; hag an hini pehini a zo zantel, ra zeuo zantelloc’h c’hoaz.

12 Rag, setu, e teuan prest, ha ma gobr a zo ganen, evit rei da bep hini hervez an oberiou pere hen devezo groet.

13 Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’henta hag an diweza, ar c’hommansamant[19] hag ar fin.[20]

14 Euruz[21] ar re a vir he c’hourc’hemenou, evit ma vezo ho lod er wezen a vuez, ha droet da vont dre an noriou en kear !

15 Mes er meaz e vezo ar re hudur, an ampouezounerien, ar c’hadelezourien,[22] al lazerien, an idolatred, ha piou benag a gar hag a ra ar gaou.

16 Me, Jesus em euz kaset va êl evit rei testeni euz an traou ma en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, stereden[23] lugernuz ar beure.

17 Ar Spered hag ar pried a lavar : Deuz. An hini pehini he glev, ra lavaro ive : Deuz. An hini hen deuz sec’hed, ra zeuo ; an hini a fell dezhan dour beo,[24] ra hen devezo evit netra.

18 Testenia a ran da biou benag a glev giriou profesi al levr ma, mar laka unan benag eun dra benag ennhan, Doue a lakaio da gweza varnezhan ar gouliou skrivet el levr ma ;

19 ha mar lam unan benag giriou euz a levr ar profesi ma, Doue a lamo e lod euz al levr a vuez, euz ar gear-santel, hag euz an traou pere a zo skrivet el levr ma.

20 An hini a ro testeni euz an traou ma a lavar : Ia, dont a ran prest.[25] Amen. Ia, Aotrou Jesus, deuz !

21 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.


DIWEZ.
  1. lec’hed.
  2. vur.
  3. Ezai 54.11.
  4. Zak. 14.7.
  5. goulaoui.
  6. goulou.
  7. Ezai 35.8.
  8. lous.
  9. Ezek. 47.1.
  10. ster.
  11. C’han. 2.9.
  12. drem.
  13. feal.
  14. Ak. 10.26.
  15. azeuli.
  16. Dan. 8.28.
  17. diougan.
  18. xxxx.
  19. pen-kenta.
  20. diwez.
  21. Ian. 3.23.
  22. gadelezerien.
  23. steren.
  24. Ezai. 55.1. Ian 7.37.
  25. hep dale.

1068
moulet : grapho press, wealdstone.