Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1058

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

II., III. IAN.

ze. 17 Pep fallentez a zo eur pec’hed ; mes beza e zo eur pec’hed pehini ne gas ket d’ar maro.

18 Gouzout a reomp penaoz piou benag a zo ganet a Zoue, na bec’h ket ; mes an hini a zo ganet a Zoue, en em vir he unan, hag an drouk na stok ket ennhan. 19 Ni a oar penaoz omp euz a Zoue, ha penaoz ar bed holl a zo plonjet er fall. 20 Gouzout a reomp ive penaoz eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp skiant evit anaout ar Gwirion ; ha ni a zo ar Gwirion ze, en he Vab Jesus-Krist. Hen eo an Doue gwirion, hag ar vuez eternel. 21 Bugale vihan, diwallit eua an idolou. Amen.


————


EIL LIZER KATOLIK IAN ABOSTOL.


1 AN ansien, d’an itroun choazet ha d’he bugale, pere a garan er wirionez (ha nan me va unan, mes ar re holl pere ho deuz anavezet ar wirionez), 2 abalamour d’ar wirionez pehini a choum ennomp, ha pehini a vezo ganeomp evit an eternite. 3 Ra vezo ganeoc’h ar c’hras, an drugarez, hag ar peoc’h, a beurz Doue an Tad, hag a beurz an Aotrou Jesus-Krist, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez.

4 EN em laouenaet kalz oun o veza kavet meur a hini euz da vugale pere a vale er wirionez, hervez ar gourc’hemen hon euz resevet digant an Tad. 5 Ha brema, itroun choazet, e pedan ac’hanout, nan evel ma skrivjen d’id eur gourc’hemen nevez, mes an hini hon euz bet adaleg ar pen kenta, ma en em garfemp an eil egile eo. 6 Hag ama ema ar garantez, ma valefemp hervez he c’hourc’hemenou. Hennez eo ar gourc’hemen, evel ma oc’h euz he glevet adaleg ar pen kenta, evit ma c’heuljac’h anezhan. 7 Rag meur a droumpler a zo eet er bed, pere ne ansavont ket eo Jesus-Krist deuet er c’hik. Eun hevelep den eo an troumpler hag an antekrist. 8 Diwallit, na golfemp ar frouez euz hon labour, mes ma resevfemp eur rekompans leun. 9 Piou benag a zo torer al lezen ha na choum ket en kelenadurez ar C’hrist, n’hen deuz ket Doue. An hini a choum en kelenadurez ar C’hrist, hen deuz an Tad hag ar Mab. 10 Mar deu unan benag d’ho kaout, ha na zigas ket ganthan ar gelenadurez ze, na zigemerit ket anezhan en ho ti, ha na zaludit ket anezhan. 11 Rag an hini a zalud anezhan, a gemer lod en he oberiou fall.

12 Petra benag ma em euz kalz a draou da skriva deoc’h ; n’em euz ket fellet he ober gant paper na liou ; mes esperout a ran mont beteg ennoc’h, ha komz deoc’h genou euz genou, evit ma vefe parfet ho joa. 13 Bugale da c’hoar ar c’hoazet a salud ac’hanout ! Amen.


————


TREDE LIZER KATOLIK IAN ABOSTOL.


1 AN ansien, da Gaiuz, ar c’haret mad, pehini a garan er wirionez.

2 VA c’haret mad, c’hoantaat a ran en kenver an holl draou e prosperfez, hag e vez en iec’hed vad, evel ma ema da ine er brosperite. 3 Rag joa em euz bet euz an desteni, ho deuz breudeur en em gavet ama, roet euz da fidelite, hag euz an doare en pehini e valeez er wirionez. 4 N’em euz ket a vrasoc’h joa evit klevet penaoz e vale va bugale er wirionez.

5 Va c’haret mad, ober a rez gant fidelite ar pez a rez evit ar

1052