diganthan, ha pehini a ziskleriomp deoc’h, eo penaoz Doue a zo sklerijen, ha penaoz ennhan n’euz tevalijen ebet. 6 Mar leveromp penaoz omp en komunion ganthan, hag e kerzomp en devalijen, e c’haouiadomp, ha na reomp ket hervez ar wirionez. 7 Mes mar baleomp er sklerijen, evel ma ema he unan er sklerijen, ez omp en komunion an eil gant egile, ha goad he Vab Jesus-Krist hon neta a bep pec’hed. 8 Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, en em droumplomp hon unan, hag ar wirionez n’ema ket ennomp. 9 Mar ansavomp hor pec’hejou, eo fidel ha gwirion evit ho fardouni deomp, hag evit hon furifia a bep fallentez. 10 Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, e lekeomp anezhan gaouiat, hag he c’hir n’ema ket ennomp.
2 Va bugale vihan, skriva a ran an traou ma deoc’h, evit na bec’hfac’h ket. Ha mar hen deuz unan benag ac’hanoc’h pec’het, hon euz eun avokad en kichen an Tad, Jesus-Krist ar Gwirion. 2 Hen eo ar sakrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou ; ha nan hepken evit hon re, mes ive evit re ar bed holl.
3 Ha dre gement ma e c’houzomp penaoz hon euz he anavezet, mar miromp he c’hourc’hemenou. 4 An hini a lavar : He anavezet em euz ha na vir ket he c’hourc’hemenou, a zo gaouiat, hag ar wirionez na choum ket ennhan. 5 Mes evit an hini pehini a vir he c’hir, karante Doue a zo en gwirionez parfet ennhan, hag euz a gement se, ec’h anavezomp penaoz ez omp ennhan. 6 An hini a lavar penaoz e choum ennhan, a dle bale ive evel ma hen deuz baleet hen he unan.
7 Breudeur, skriva a ran deoc’h, nan eur gourc’hemen nevez, mes eur gourc’hemen koz, pehini oc’h euz bet adaleg ar pen kenta ; ar gourc’hemen koz ze, eo ar gir oc’h euz klevet adaleg ar pen kenta. 8 Koulskoude, e skrivan deoc’h eur gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir ennhan hag ennoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sklerijen a lugern dija. 9 An hini a lavar ema er sklerijen, ha pehini a gasaa he vreur, a zo c’hoaz a vrema en devalijen. 10 An hini a gar he vreur, a choum er sklerijen, ha netra ennhan n’hel lakaa da gweza. 11 Mes an hini pehini a gasaa he vreur, a zo en devalijen, hag a vale en devalijen, ha na oar ket peleac’h ez a, rag an devalijen hen deuz dallet he zaoulagad.
12 Bugale vihan, skriva a ran deoc’h abalamour ma eo pardounet ho pec’hejou deoc’h abalamour d’he hano. 13 Tadou, skriva a ran deoc’h abalamour ma oc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen kenta. Tud iaouank, skriva a ran deoc’h, abalamour ma oc’h euz trec’het an hini drouk. Bugale vihan, skrivan a ran deoc’h, abalamour ma oc’h euz anavezet an Tad. 14 Tadou, skrivet em euz deoc’h, abalamour ma oc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen kenta. Tud iaouank, skrivet em euz deoc’h, abalamour ma oc’h kre, ha ma choum gir Doue ennoc’h, ha ma oc’h euz trec’het an drouk. 15 Na garit ket ar bed, nag an traou a zo er bed. Mar kar unan benag ar bed, karantez an Tad n’ema ket ennhan ; 16 rak kement a zo er bed, c’hoantidigez ar c’hik, c’hoantidigez an daoulagad, hag ourgouil ar vuez, na zeu ket euz an Tad, mes euz ar bed. 17 Hag ar bed a dremen, hag he c’hoantidigez ; mes an hini a ra bolonte Doue, a choum da viken.
18 Bugale vihan, houma eo an heur diveza ; hag evel ma oc’h euz klevet lavaret penaoz an antekrist a zeu, e zo adaleg brema meur a antekrist ; ac’hane ec’h anavezomp penaoz eo an heur diveza. 19 Eat int euz hon zouez, mes ne oant ket euz hon re ; rag ma vijent bet euz hon re, e vijent choumet ganeomp, mes en em gavet eo ze, evit ma vije diskleriet n’eo ket an holl euz hon re. 20 Evidoc’h-hu, oc’h euz resevet an eoliadurez a beurz ar Sant, hag ec’h anavezit an holl draou. 21 Skrivet em euz deoc’h, nan dre ma na anavezit ket ar wirionez, mes abalamour ma anavezit anezhi, ha ma na zeu gaou ebet euz ar wirionez. 22 Piou a zo gaouiat ma n’hen deo an hini pehini a nac’h eo Jesus ar C’hrist ? Hennez eo an antekrist, pehini a nac’h an Tad hag ar Mab. 23 Piou benag a nac’h ar Mab, n’hen deuz ket ken nebeut an Tad ; an hini a ansav ar Mab hen deuz ive an Tad. 24 Ra choumo ennoc’h ar pez oc’h euz klevet adaleg ar pen kenta. Mar choum ennoc’h ar pez oc’h euz klevet adaleg ar pen kenta, c’hwi choumo ive er Mab hag en Tad. 25 Hag ar bromese pehini hen deuz groet deomp, eo ar vuez eternel. 26 Skrivet em euz deoc’h an traou ma