Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1050

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

I. PER, 3.

gant an dud ; mes dibabet gant Doue, ha prisiuz ; 5 c’hwi ive, evel mein beo, a zo zavet evit beza eun ti spirituel, eur velegiach santel, evit kinnig sakrifisou spirituel ha kavet mad gant Doue dre Jesus-Krist. 6 Dre ze eo lavaret er Skritur : Setu e lekean en Sion eur mean korn, dibabet ha prisiuz ; hag an nep a gredo ennhan, na vezo ket mezekeet. 7 Resev a refet eta enor, c’hwi pere a gred ; mes evit ar re diskredik, ar mean taolet kwit gant ar re a vasoune, a zo deuet da vean korn, hag eur mean da rei lam hag eur roc’h a skouer fall ; 8 o tizenti euz ar gir, en em stokont a enep dezhan, hag evit kement se eo int bet lekeet. 9 Mes c’hwi c’hwi eo ar ras dibabet, ar velegiach roial, ar bobl zantel, ar bobl prenet, evit prezek vertuziou an hini hen deuz ho kalvet euz an devalijen d’he sklerijen lugernuz ; 10 c’hwi pere gweach all ne oac’h ket eur bobl, mes pehini a zo brema pobl Doue ; c’hwi pere n’ho poa ket kavet trugarez, mes pehini brema oc’h euz bet trugarez.

11 RE garet mad, oc’h alia a ran, evel diavezidi ha beajourien d’en em virout euz ar c’hoantou kiguz, pere a ra brezel d’an ine ; 12 o kaout eur gundu honest en touez ar baïaned, evit el leac’h drouk komz ac’hanoc’h, evel pa vijac’h torfedourien, e c’hlorififent Doue en deiz ar welidigez, o welet hoc’h oberiou mad. 13 Plegit eta da bep tra groet gant an den, abalamour d’an Aotrou ; pe d’ar roue, evel d’an hini pehini a zo dreist ar re all ; 14 pe d’ar gouarnerien, evel da dud kaset euz he beurz, evit punisa ar re a ra an drouk hag a aprouv ar re a ra ar mad. 15 Rag bolonte Doue eo, ma serfac’h, en eur ober ar mad, ar genou da ziwiziegez an dud dibourveet a skiant ; 16 evel o veza libr, nan evit en em zervicha euz al liberte evel euz ar gwel evit ar valis ; mes evel servicherien Doue. 17 Rentit enor d’an holl ; karit an holl vreudeur ; bezit doujans Doue ; enorit ar roue.

18 Servicherien, bezit sentuz euz ho mestrou en pep doujans, nan zoken euz ar re a zo mad ha dous, mes ive euz ar re a zo diez. 19 Rag eun dra kavet mad eo gant Doue, pa ra unan benag, abalamour d’ar gounsians gousanv poaniou, o soufr en gaou. 20 Rag pez gloar a zeu deoc’h, mar beza gouzanvit gant pasianted, pilet evit beza groet fall ? Mes mar gouzanvit gant pasianted ar boan evit beza groet mad, en kement se eo e kemer Doue, plijadur. 21 Rag da gement se eo oc’h galvet, pa eo gwir ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet evidoc’h, o lezel ganeoc’h eur skouer, evit ma c’heuljac’h he roujou ; 22 hen pehini n’hen deuz ket groet a bec’hed, hag en genou pehini n’hen deuz ket kavet a droumplerez ; 23 pehini, dismeganset, na rente ket a zismegans ; ha gwal dretet, na rea ket a c’hourdrouz, mes en em lakae dindan an hini a varn gant eeünder ; 24 hen pehini hen deuz kaset hont pec’hejou en he gorf var ar c’hoat, evit o veza maro d’ar pec’hed, e vevjomp d’ar wirionez, ha dre vuntrerez pehini omp bet iac’heet. 25 Rag beza e oac’h evel denved red ; mes brema oc’h distroet d’ar Pastor ha da Eskob oc’h ineou.


3 Gragez, sentit ive euz hoc’h ezec’h, evit ma vefe hinienou pere na zentont ket euz ar gir, e vefent goneet hep ar gir, dre gundu ho gragez ; 2 pa welfont ho kundu pur ha respetuz. 3 Ra na vezo ket ho kempenadurez hini an diaveaz, rodeladur ar bleo, ornamanchou aour, pe dillad kenjustet, 4 mes evel an den kuzet er galoun, an divreinadurez euz a eur spered dous ha peoc’huz, pehini a zo euz a eur priz braz dirag Doue. 5 Rag evel se en em wiske gweach all ar gragez santel pere a espere en Doue, o senti euz ho ezec’h ; 6 evel ma sente Sara euz Abraham, o c’henvel anezhan he aotrou. Anezhi eo hoc’h merc’hed, oc’h ober ar mad, hep lezel ac’hanoc’h da veza troublet gant doujans ebet.

7 Ezec’h, er memeuz doare, en em gunduet gant furnez en kenver ho kragez, evel en kenver unan semploc’h ho rei enor dezhi, pa heritfont ive ganeoc’h euz ar c’hras hag euz ar vuez ; evit na vefe ket ho pedenou harzet.

8 Mes, bezit holl euz ar memeuz santimant, truezuz, karerien ar vreudeur, trugarezuz, madoberiuz ; 9 hep renta an drouk evit an drouk nag an dismeganz evit an dismegans ; o veniga, er c’hontrel, oc’h anaout eo evit kement se eo oc’h galvet, evit ma c’heritfac’h ar vennoz. 10 Rag, an hini pehini a fell dezhan karet ar vuez ha gwelet deiziou euruz, ra viro he deod a zrouk, hag he vuzellou a gomzou trompluz ; 11 ra

1044