1 PER, abostol Jesus-Krist, d’an er diavezidi choazet sklabezet er Pont, er Galasi, er C’hapados, en Azi, hag er Bitini, 2 choazet hervez rag-gwiziegez Doue an Tad, evit beza santifiet gant ar Spered-Santel, evit senti euz Jesus-Krist, ha kaout lod en skuliadurez he oad. Ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h !
3 BENIGET ra vezo Doue ha Tad hon Aotrou Jesus-Krist, pehini hervez he drugarez vraz, hen deuz hon eil c’hanet evit eun esperans beo dre adsavidigez Jesus-Krist a douez ar re varo, 4 evit eun heritach divreinuz, didarch diwevuz, ha lekeet a du en envevidomp-ni, 5 pere, er galloud a Zoue, a zo miret dre ar feiz, evit ar zilvidigez, pehini a zo prest da veza diskleriet en amzeriou diveza. 6 En kement se en em laouenait, petra benag ma oc’h tristeet brema evit eun nebeut amzer, dre veur a epreuven, 7 pa eo dleet, evit ma teui epreuven ho feiz, prisiusoc’h evit an aour a beris, pehini koulskoude a zo eprouvet dre an tân, da drei evidoc’h en meulodi, enor ha gloar da zonedigez Jesus-Krist, 8 pehini a garit, hep beza bet he anavezet, en pehini e kredit hep beza c’hoaz gwelet anezhan, hag en em laouenait euz eur joa vraz ha gloriuz, 9 o c’hounit ar priz euz ho feiz, silvidigez hoc’h ineou.
10 Divarben ar zilvidigez ze ho deuz goulenet ha klasket ar brofeded pere ho deuz profetizet divarben ar c’hras pehini a zo ennoc’h ; 11 oc’h adklask evit pez amzer hag evit pez traou, Spered ar C’hrist pehini a oa ennhei, ha pehini a roe testeni diagent, a zisklerie dezhei poaniou ar C’hrist, hag ar gloar a behini e vijent heuliet. 12 Hag e oe diskleriet dezhei, penaoz ne oa ket evithei oc’h unan, mes evidomp-ni, e oant lodenerien euz an traou ze, pere a zo bet diskleriet brema gant ar re pere ho deuz prezeget an Aviel, gant ar Spered-Santel digaset euz an env, hag en pere an eled a garfe plonja ho zellou.
13 Dre ze, o veza gourizet kroazellou ho klevidigez, hag o veza poellek, gortozit gant esperans parfet ar c’hras pehini a vezo digaset deoc’h en diskwezidigez Jesus-Krist ; 14 evel bugale zentuz, ha nan o senti euz a ho diwiziegez c’hoantedigezou gweach all. 15 Mes evel ma eo zantel an hini hen deuz ho kalvet, bezit oc’h unan zantel en ho c’holl gundu. 16 Rag skrivet eo : Bezit zantel, evel ma ez oun zantel. 17 Ha mar galvit evel ho Tad, an hini pehini, hep ober vân euz den, a varn hervez oberiou pep hini, en em gunduet eta gant doujans enpad amzer ho choumach tremenuz ama ; 18 o c’houzout penaoz oc’h bet prenet euz an doare vên da veva ho poa heritet digant ho tadou, nan dre draou breinuz evel arc’hant hag aour, 19 mes dre eur goad prisiuz, evel hini eun Oan difaot ha didarch, ar C’hrist, 20 lekeet dija araog krouidigez ar bed, ha diskleriet en amzeriou diveza abalamour deoc’h-hu, 21 pere, drezhan, a gred en Doue pehini hen deuz he adsavet a varo, hag he c’hlorifiet, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue. 22 O veza purifiet hoc’h ineou, o senti euz ar wirionez, dre ar Spered, evit kaout eur garante a vreur hep hipokrizi, en em garit gant dalc’h an eil egile gant eur galoun bur, 23 o veza adnevezeet, nan dre eun haden vreinuz, mes dre eun haden divreinuz, dre c’hir Doue, pehini a vev ha pehini a choum da viken. 24 Rag pep kig a zo evel ar ieot hag holl c’hloar an den evel bleuen ar ieot ; ar ieoten a sec’h, hag he bleuen a gwez, 25 mes gir an Aotrou a choum da virviken ; hag hennez eo ar gir a behini ar c’helou mad a zo bet prezeget deoc’h.
2 O veza eta dilezet pep fallentez, pep troumplezon, pep troidelerez, pep avi ha pep drouk komzerez, 2 c’hoantaet gant arder, evel bugale nevez c’hanet al leaz spirituel ha pur evit ma kreskfac’h drezhan. 3 Pa oc’h euz tanveet penaoz eo an Aotrou mad, en eur dostaat outhan ; 4 hen pehini eo ar mean beo taolet kwit