Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1048

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JAKEZ, 5.

pere a lavar : Ni a ielo hirie pe varc’hoaz d’ar gear ma kear, hag e tremenfomp eno eur bloaz, gwerza ha gounit a rafomp. 14 Mes n’ouzoc’h ket petra a vezo varc’hoaz ; rag petra eo ho puez ? N’eo nemet eur vogeden pehini en em diskwez evit eun nebeut amzer, ha pehini a dec’h goude. 15 El leac’h e tlefac’h lavaret : Mar fell d’an Aotrou, ha mar bevomp, ni a raio an dra ma pe an dra ze. 16 Mes brema, en em veulit en ho c’houezerezou. Pep meulodi euz ar sort se a zo fall. 17 Hennez eta pehini a anavez ar mad ha n’her gra ket, a bec’h.


5 DEOC’H-HU, tud pinvidik brema ! Gwelit ha laoskit kriadenou, abalamour d’ar gwalheuriou a ia da gweza varnoc’h. 2 Ho pinvidigezou a zo breinet, hag ho tillad a zo debret gant ar prenved. 3 Hoc’h aour hag hoc’h arc’hant a zo melget hag ar melk anezhei a sav en testeni a enep deoc’h hag a zevoro ho kig evel eun tân. Dastumet oc’h euz eun tenzor evit an deiziou diveza. 4 Setu, gobr al labourerien pere ho deuz labouret ho parkeier, hag oc’h euz dalc’het, a gri ; ha kriadenou ar vederien a zo deuet bete diouskouarn Aotrou an armeou. 5 Bevet oc’h euz er c’hoantou hag er plijaduriou var an douar, hag oc’h en em leuniet evel en eun deiz a sakrifis. 6 Barnet oc’h euz, lekeat oc’h euz d’ar maro ar just, pehini n’hen deuz ket stourmet ouzoc’h.

7 Breudeur, gortozit gant pasianted donedigez an Aotrou. Setu al labourer a c’hortoz gant pasianted frouez prisiuz an douar, bete ma hen deve resevet ar glao euz ar c’henta hag euz an diveza amzer. C’hwi ive, gortozit gant pasianted, krevait ho kalounou, rag donedigez hon Aotrou a zo taost. 8 Breudeur, n’en em glemit ket an eil euz egile, 9 gant aoun na vefac’h barnet. Setu ar barner a zo etal an nor. 10 Ma breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded pere ho deuz komzet en hano an Aotrou. 11 Setu, e tiskleriomp euruz ar re pere ho deuz souffret gant dalc’hidigez ; klevet oc’h euz komz euz a basianted Job, hag ec’h anavezit ar fin a roaz an Aotrou dezhan ; rag an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.

12 Dreist holl, va breudeur, ha douit na dre an env, na dre an douar, na dre le all ebet ; mes ra vezo ho ia, ia, hag ho nan, nan, gant aoun na gwefac’h dindan ar varnedigez.

13 Beza e zo unan benag poaniet en ho touez ? Ra bedo. Unan benag a zo er joa ? Ra gano kantikou. 14 Unan benag a zo klanv en ho touez ? Ra c’halvo ar re ansien euz an Iliz, ha ra bedo ar re ma evithan, oc’h eolia anezhan a eol, en hano an Aotrou. 15 Ha peden ar feiz a sovetai ar c’hlanvour, hag an Aotrou hen adsavo ; ha mar hen deuz groet pec’hejou, e vefont pardounet dezhan. 16 Ansavet ho pec’hejou an eil d’egile, ha pedit an eil evit egile, evit ma vefet iac’heet ; rag peden fervant an den gwirion hen deuz eun dalvoudegez vraz. 17 Eli a oa eun den doareet d’ar memeuz poaniou eveldomp ; koulskoude e pedaz stard na raje ket a c’hlao ; ha na reaz ket a c’hlao var an douar enpad tri bloaz ha c’hweac’h mis. 18 Neuze e pedaz a nevez, hag an env a roaz glao, hag an douar a broduaz he frouez.

19 Breudeur, mar pellaa unan benag ac’hanoc’h euz ar wirionez, hag e tigasfe unan all anezhan ennhi ; 20 ra wezo penaoz an hini hen devezo digaset eur pec’her euz a hent ar gollidigez, a sovetao eun ine euz ar maro, hag a c’holoio eun niver a bec’hejou.


————
1042