oberiou ar feiz e oe rentet parfet ? 23 Hag evel se ar pez a lavar ar Skritur, a oe peur-c’hroet : Abraham a gredaz Doue, ha kement se a oe kountet dezhan evit justis, hag e oe galvet minion Doue. 24 Gwelet a rit eta eo an den justifiet dre an oberiou, ha nan dre ar feiz hepken. 25 Er memeuz doare Rahab, ar vreg fall, na oe-hi ket justifiet dre an oberiou, pa zigemeraz ar c’hanaded, ha ma lakeaz anezhei da vont kwit, dre eun hent all ? 26 Rag evel ma eo ar c’horf hep ine maro, evel se, ar feiz hep an oberiou a zo maro.
3 VA breudeur, ra na vezo ket en ho touez kalz a gelenerien, rag ni hon devezo eur varnedigez garvoc’h. 2 Rag, kweza a reomp holl en meur a dra. Mar ez euz unan benag ha na gwez ket pa gomz, eo eun den parfet, pehini a hell derc’hel ive he gorf holl bridet. 3 Setu, e lekeomp bridou en genou ar c’hezek, evit ma sentfent ouzomp, hag e troomp du-ma ha du-hont ho c’horf holl. 4 Setu c’hoaz, al listri, pere a zo ken braz, ha pere a vez boutet gant avelou nerzuz a zo troet du-ma ha du-hont gant eur stur bihan meurbet, dre holl ha ma fell d’ar sturier. 5 An teod ive a zo eun ezel bihan, hag en em c’houez a draou braz. Setu eun tân bihan ; pegement a goat ne hell hen ket elumi ? 6 An teod ive, a zo eun tân, eur bed a fallentez. Evel se an teod a zo lekeet entouez hon izili, o soulia ar c’horf holl, hag o tana rod ar vuez kendevet he unan euz an ifern. 7 Pep sort loened gwez ha lapoused, ruzerien hag anevaled mor, en em donva pe a zo bet donveet gant natur an den ; mes den ebet na hell donvaat an teod ; 8 eun droug eo pehini ne heller ket trec’hi ; leun eo a vulum marvuz. 9 Ganthan e venigomp Doue an Tad, ha ganthan e villigomp an dud, groet en imach Doue. 10 Euz ar genou e teu ar vennoz hag ar valloz. Arabet eo, va breudeur, e vefe kement se evel se. 11 Eur feunteun ha teurel a ra dre ar memeuz digor, dour dous ha dour c’hoero ? 12 Va breudeur, eur wezen fiez, gallout a hell dougen olivez, pe eur winien rei fiez ? Evel se feunteun ebet na hell rei dour zall ha dour dous.
13 Beza e zo en ho touez eun den fur benag ha skiantek ? Ra ziskwezo he oberiou dre eur gundu vad gant douster ar furnez, 14 mes mar oc’h euz eur zel c’hoero hag eur spered a zalc’hidigez en ho kaloun, n’en em c’hlorifiet ket ha ne c’haouiadit ket a enep ar wirionez. 15 Honnez n’eo ket ar furnez a zeu euz an neac’h, mes an hini a zo douarek, anevalek ha diaoulek. 16 Rag dre holl el leac’h ma ema ar jalousi hag ar chikan eno e zo trubul ha pep sort drouk. 17 En kenver ar furnez d’an neac’h, eo da genta pur, goude peoc’huz, moderet, tretabl, leun a drugarez hag a frouez mad, divarn ha didroell. 18 Rag, frouez ar justis en em had er peoc’h evit ar re en em ro d’ar peoc’h.
4 A beleac’h e teu en ho touez an disputou hag an dirolded ? N’eo ket euz ho c’hoantou fall pere a gombat en hoc’h izili ? 2 C’hwi a c’hoanta, ha na resevit ket ; muntrerien oc’h ha jalouz, ha na hellit ket beza kontant ; gouren a ret, ha breselia, ha ne gavit netra, abalamour na c’houlenit ket. 3 Goulen a rit, ha na resevit ket, abalamour ma c’houlenit fall, hag evit kontanti ho plijaduriou. 4 Tud ha gragez avoultr, na ouzoc’h-hu ket penaoz karante ar bed a zo eur gasoni a enep Doue ? An nep eta a fello dezhan beza minion d’ar bed, en em raio enebour da Zoue. 5 Sonjal a rit-hu e komz ar Skritur en vên ? Ar spered ha pehini a choum ennomp, ha c’hoantou hen deuz pere en doug d’an avi ? 6 Er c’hontrel, rei a ra eur c’hras vrasoc’h. Dre ze, ar Skritur a lavar : Doue a stourm euz ar re ourgouiliuz, mes rei a ra gras d’ar re humbl. 7 Sentit eta euz Doue : stourmit euz an diaoul, hag e tec’ho ac’hanoc’h. 8 Tosteet euz Doue hag e tostao ouzoc’h. Pec’herien, netait ho taouarn, ha c’hwi pere oc’h euz ar galoun lodenet, purifiet ho kalounou, 9 santit ho mizeriou, ha bezit en kaon, ha gwelit : ra chancho ho c’hoarz en daerou, hag ho joa en tristidigez. 10 En em humiliet dirag an Aotrou, hag e savo ac’hanoc’h.
11 Breudeur, na zrouk komzit ket an eil euz egile. An hini a zrouk komz euz a eur breur, hag a varn he vreur, a zrouk komz euz al lezen, hag a varn al lezen. Mes, mar barnez al lezen, n’out ket mirer, mes barner al lezen. 12 Eul Lezener hepken a zo, pehini a hell sovetaat ha koll. Te, piou out-te pehini a varn ar re all ?
13 Komz a ran brema ouzoc’h-hu