vipien : Va mab, na zisprij ket kastiz an Aotrou, ha na goll ket a gourach, pa repreno ac’hanout ; 6 rag an Aotrou a gastiz an hini pehini a gar, hag e sko gant he walinier pep mab pehini a anavez. 7 Mar gouzanvet ar gastiz, Doue en em diskwez deoc’h evel da vipien ; rag piou eo ar mab pehini na vez ket kastiet gant he dad ? 8 Mes mar doc’h hep beza kastiet euz ar gastiz en pehini hen deuz an holl lod, oc’h eta bugale vastard ha nan mipien lejitim. 9 A-hend-all hon zadou hervez ar c’hik ho deuz hon c’hastiet, hag hon euz oc’h enoret ; na sentfomp-ni ket kals muoc’h euz Tad ar sperejou, evit kaout ar vuez ? 10 Rag hon zadou hon c’hastie evit nebeut a zeiziou, evel ma kavent mad ; mes Doue hon c’hasti evit hon mad, evit ma hon defe lod er zantelez. 11 Gwir eo penaoz pep kastiz n’en em diskouez ket raktal evel eun dra a joa, mes evel eun dra a dristidigez ; mes goude e produ eur frouez peoc’huz a wirionez er re pere a zo bet evel se kelenet. 12 Nerzit eta ho taouarn langiset hag ho taoulin dinerzet ; 13 ha grit d’ho treid eun hent eün, evit ma n’en em dihencho ket ar re a gloc’ha, mes ma vefent kontoc’h iac’heet.
14 Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar zantelez, hep pehini den na welo an Aotrou ; 15 o lakaat evez n’en em dremenfe den euz a c’hras Doue ; ha n’en em voutfe grizien c’hoero ebet en diaveaz d’ho troubla ha na vefe kals louseet a ze ; 16 ha na vefe gastaouer ebet na dizantel ebet evel Esaü, pehini, evit eur meuz, a werzas he zroet a vap ena. 17 Rag anaout a rit penaoz o fellout dezhan, memeuz goude ze, herita euz ar vennoz, e oe taolet kwit, rag ne gavaz ket eun droidigez a volonte, petra benag, ma her goulenaz gant daerou.
18 Mes, c’hwi n’oc’h ket tosteet euz ar menez a hellet stoka gant an dorn, ha pehini a oa devet dre an tân, nag euz ar goabren teval, nag euz an devalijen, nag euz an tempest, 19 nag euz a zoun an drompil, nag euz a drouz ar giriou, pehini a oa en eun doare, ken ar re he gleve a bedaz na vije ket komzet outhei. 20 Rag na hellent ket gouzanvi ar gourc’hemen-ma : Mar stok memeuz eul loen ar menez, e vezo meinet, pe doullet gant eun dared. 21 Hag ar pez a welet a oa ken euzuz, ken e lavar Moizez : Spouronet oun hag e krenan. 22 Mes c’hwi en em dosteet oc’h euz a venez Sion, euz a gear an Doue beo, euz ar Jerusalem selestiel, 23 euz milierou a eled, euz an asamble hag euz iliz ar re genta ganet, pere zo skrivet ho hanoiou en envou, euz eur barner, Doue an holl, euz sperejou ar re wirion deuet d’ar barfetidigez, 24 hag euz a Jesus, Hanterour euz ar gonvenans nevez hag euz goad ar skulierez pehini a lavar traou gwelloc’h evit hini Abel.
25 Likit evez na zisprisfac’h an hini a gomz ouzoc’h, rag ma na dec’haz ket ar re a zisprizaz an hini a alie anezhei var an douar, a beurz Doue, ni a dec’ho c’hoaz nebeutoc’h, ni pere a dro kein d’an hini a gomz deomp euz an envou ; 26 a behini ar vouez a vransellaz neuze an douar ha pehini brema hen deus groet ar bromese ma o lavarout : C’hoaz eur veach e vransellin nan zo-ken an douar, mes ive an env. 27 Hag, ar giriou ma : C’hoaz eur veach, a verk an diskar euz an traou bransellet, evel o veza groet, evit eun amzer, abalamor d’an traou divranselluz da bad da viken. 28 Dre ze, krogomp er rouantelez divranselluz, miromp ar c’hras, evit ma rofomp drezhi ar zervich da Zoue en eun doare da blijout dezhan, gant respet ha doujans ; 29 rag hon Doue a zo ive eun tân laoskuz.
13 RA choumo ar garantez a vreur. 2 Na ankwezit ket an hospitalite, rag drezhi ho deuz hinienou lojet eled hep he c’houzout. 3 Ho pezit sonch euz ar brizounierien, evel ma vijac’h chadenet ganthei ; ha euz ar re a zo gwal dretet, evel ma vijac’h hoc’h unan en ho c’horfou. 4 Ra vezo an dimezi enorabl en holl draou, hag ar gwele hep hudurnez, rag Doue a varno ar c’hastaouerien hag an avoultrierien. 5 Ra vezo ho kundu hep pisoni ; bezit kontant euz ar pez oc’h euz ; rag Doue he unan hen deuz lavaret : A dra zur, na lezin ket ac’hanout, ha n’az kwitain ket. 6 En hevelep doare ma leveromp gant asurans : An Aotrou eo va sikour, n’em bezo ket a aoun ; petra a raio an den d’in ? 7 Ho pezit sonch euz ho renerien pere ho deuz prezeget deoc’h gir Doue, hag evesait ar fin euz ho buez, ha heulit ho feiz.
8 Jesus-Krist eo ar memeuz, deac’h hag hirie, hag evit biken. 9 N’en em