Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1038

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

HEBREED, 5, 6.

c’holer penaoz na’z efont ket em repos ! Koulskoude he oberiou a zo peur-c’hroet aboe krouidigez ar bed ; 4 rag ar Skritur a gomz evelhen eun tu benag, euz ar seizved devez : Doue en em diskwizaz er zeizved devez euz he holl labouriou ; 5 hag ama c’hoaz : N’az aint ket em repos ! 6 Pa ne lezo ket eta da vont ebarz hinienou, ha pa n’eo ket eet ebarz ar re da bere e oa groet da genta, ar bromese, abalamour d’ho diskredoni, 7 Doue a ziskleri a nevez dre ar gir ma : Hirie, o lavaret dre Zavid, ken pell goude ; evel ma eo lavaret hueloc’h : Hirie, mar klevit he vouez, na galedit ket ho kalounou. 8 Rag m’hen divije Josue ho c’haset er repos, Doue na gomzche ket goude ze euz eun deiz all. 9 Choum a ra eta gant pobl Doue eun ehan a ziskwiz. 10 Rag an hini a zo eet en he repos, en em diskwiz ive euz he labouriou, evel ma ra Doue euz he re. 11 En em aketomp eta da vont er repos ze, gant aoun na gwefe unan benag en eun hevelep dirolded. 12 Rag gir Doue a zo beo, ha nerzuz, ha lemmoc’h evit kleze a ziou diren ebet, o treuzi beteg disparti an ine hag ar spered, euz ar juntrou hag ar mel, hag o varna euz ar sonjou hag euz a c’hoantou ar galoun ; 13 ha n’hen deuz krouadur ebet hag a vefe kuset dirazhan, mes an holl draou a zo en noaz ha disolo holl da zaoulagad an hini da behini a tleomp renta kount.

14 Pa hon euz eta eur Beleg braz, pehini hen deuz treuziet an env, Jesus, Mab Doue, delc’homp stard hon ansavedigez. 15 Rag n’hon deuz ket eur Beleg braz pehini ne hell ket kaout truez euz hon dinerzted, er c’hontrel, bet eo tentet en holl draou, eveldomp, mes hep pec’hed. 16 Deomp eta gant fizianz da drôn ar c’hras, evit kaout trugarez ha gras, evit beza sikouret en amzer deread.


5 Rag, pep beleg braz, kemeret a douez an dud, a zo lekeet evit an dud en traou a Zoue, abalamour da ginnig donezonou ha sakrifisou evit ar pec’hejou. 2 Gallout a hell kaout truez euz ar re pere a zo en diwiziegez hag en errol, pa eo kelc’hiet ive hen he unan gant an dinerzded. 3 Hag abalamour da gement se e tle ober profeu evit he bec’hejou kenkouls evel evit re ar bobl. 4 Ha den ne hell kemer an enor ze, nemet an hini a zo galvet gant Doue, evel Aaron. 5 Evel se ive ar C’hrist n’hen deuz ket kemeret he unan ar gloar da veza Beleg bras, mes bet hen deuz ar garg ze digant an hini pehini hen deuz lavaret : Te eo va Mab, da grouet em euz hirie. 6 Evel ma lavar ive dezhan el leac’h all : Te a zo Beleg, evit birviken, hervez urz Melkisedek. 7 Hen eo an hini pehini, enpad deiziou he gik, o veza kinniget gant kriadenou braz ha gant daerou, pedenou ha goulenou d’an hini a hell e zovetaat a varo, hag o veza bet delivret euz he zoujanz, 8 evithan da veza Mab, hen deuz disket ar sentidigez dre an traou hen deuz gouzanvet, 9 hag o veza bet rentet parfet, eo deuet da veza an oberour euz ar zilvidigez eternel evit ar re holl pere a zent outhan ; 10 Doue o veza he ziskleriet Beleg braz, hervez urz Melkisedek.

11 Divarben kement se hon euz kals a draou da lavaret pere a zo diez da zisplika, dre ma oc’h deuet gorek da gompren. 12 Rag, el leac’h ma tlejac’h aboe pell zo beza mistri, oc’h euz ezom c’hoaz da ziski ar c’henta kenteliou euz a gomzou Doue ; hag oc’h deuet da gaout ezom euz a leaz, ha nan euz a voued kre. 13 Hag, an hini en em vev euz a leaz, na gompren ket gir ar wirionez ; rag eur bugel bihan eo. 14 Mes ar boued kre a zo evit an dud c’hroet, evit ar re pere, dre usach, ho deuz ho skiant doareet da zibab ar mad euz an drouk.


6 Dre ze, o lezel ar c’hentelliou kenta euz a gelenadurez ar C’hrist, en em roomp d’ar barfetidigez, hep lakaat a nevez an diazez euz a nac’hidigez an oberiou maro, hag euz ar feiz en Doue, 2 euz a gelenadurez ar badizanchou, euz a lakedigez an daouarn, euz a adsavidigez ar re varo, hag euz ar varnidigez eternel, 3 ha kement se eo ar pez a refomp mar lez Doue he ober. 4 Rag ar re pere a zo bet eur weach sklerijenet, pere ho deuz tanveet an donezon selestiel, pere a zo deuet da veza lodenek er Spered-Santel, 5 ha pere ho deuz tanveet gir mad Doue, ha galloudou ar c’hanvet da zont, 6 ha pere a zo kwezet, ne heller ken ho adnevezaat evit ho destrei da Zoue, pa stagont ho unan euz ar groaz Mab Doue, lakaat anezhan en gwel d’an dismeganz. 7 Rag an douar, pehini a zo doureet gant ar glao pehini a gwez varnezhan aliez, ha pehini a brodu eur ieot doareet d’ar re evit pere eo labouret, a resev eur vennoz a Zoue. 8 Mes an hini a brodu drein hag askol,

1032