rai an Aotrou deoc’h kreski ha founa er garante an eil en kenver egile, hag en kenver an holl, evel ma ema ouzomp en ho kenver-hu ; 13 ha ra nerzo ho kalounou evit ma vefomp didamall er zantelez dirag Doue hon Zad, da zonedigez hon Aotrou Jesus-Krist gant he holl zent.
4 A-HEND-ALL, va breudeur, ni ho ped eta hag a ali stard ac’hanoc’h dre an Aotrou Jesus, penaoz evel ma oc’h euz disket ganeomp en pez doare eo ret en em gundui evit plijout da Zoue, e rafac’h kement se bepred muoc’h-mui. 2 Rag gouzout a rit pez gourc’hemenou hon euz roet deoc’h, en hano hon Aotrou Jesus ; 3 rag setu ama a-dra-zur, bolonte Doue, ma vefac’h santifiet ha m’en em diwalfac’h euz al lousdoni, 4 ra wezo pep hini ac’hanoc’h derc’hel he gorf er zantelez hag en honestiz, 5 hep en em rei d’ar c’hoantou fall, evel ma ra ar baïaned, pere na anavezont ket Doue. 6 Ra na rai den offans d’he vreur na gaou d’he nesa en afferou ; rag an Aotrou eo ar vanjer euz an hol draou ze, evel ma hon euz he lavaret hag he desteniet deoc’h. 7 Doue, a dra-zur, n’hen deuz ket hon galvet d’an hudurnez, mes d’ar santelez. 8 Dre ze, an hini a zispriz, na zispriz ket eun den, mes Doue, pehini hen deuz roet ive deomp he Spered Santel.
9 En kenver ar garantez a vreur, n’oc’h euz ket ezom e vefe skrivet deoc’h ; rag hoc’h unan, oc’h euz disket gant Doue karet an eil egile : 10 ha kement se eo ive ar pez a rit en kenver an holl vreudeur pere a zo er Masedoan ; mes ni a ali ac’hanoc’h, breudeur, da wellaat en kement se muoc’h mui, 11 ha d’en em studia da veva en peoc’h, d’en em rei d’ho afferou hoc’h unan, da labouret gant ho taouarn oc’h unan, evel ma hon euz gourc’hemenet deoc’h ; 12 evit ma en em gundufac’h gant honestis en kenver ar re a ziaveaz, ha ma n’ho pefe ezom a netra.
13 MES, ma breudeur, na fell ket d’in e vefac’h hep gouzout ar pez a zell euz ar re varo, evit ma n’en em c’hlac’harfac’h ket, evel ma ra an dud all pere n’ho deuz ket a esperans. 14 Rag mar kredomp eo Jesus marvet, hag adsavet a varo, kredomp ive e tigaso Doue, dre Jesus evit beza ganthan, ar re pere a zo maro. 15 Rag ni a ziskleri deoc’h kement ma dre c’hir an Aotrou, penaoz ni ar re varo, pere a vezo choumet evit donedigez an Aotrou, ne ziaragfomp ket ar re pere a zo maro ; 16 rag an Aotrou he unan a ziskeno euz an env, da eur zîn roet, gant mouez eun arc’hel ha da zoun trompil Doue ; hag ar re varo pere a zo er C’hrist, a adbevo da genta ; 17 neuze, ni ar re veo pere a vezo choumet, e vefomp savet ganthei var ar goabrenou, da ziarogi an Aotrou, en ear, hag evel se e vefomp atao gant an Aotrou. 18 Dre ze en em gonsolet an eil egile dre ar c’homzou ma.
5 Divarben an amzeriou hag ar pennadou, n’euz kez ezom e vefe skrivet deoc’h, breudeur. 2 Gouzout mad a rit, hoc’h unan, penaoz deiz an Aotrou a zeuo evel eul laer en noz. 3 Rag pa lavarfont : Peoc’h hag asurans ! neuze eur revin buan a soupreno anezhei, evel ma soupren ar poaniou ar vreg dougerez ; ha na dec’hfont ket. 4 Mes evidoc’h-hu, breudeur, n’hoc’h ket en denvalijen, evit ma teufe an deiz se d’ho soupren evel eul laer. 5 Holl ez oc’h bugale ar sklerijen, ha bugale euz an deiz ; n’hen domp ket d’an noz na d’an devalijen. 6 Na gouskomp ket eta evel ar re all, mes veiliomp ha bezomp poellek. 7 Rag ar re a gousk, a gousk en noz, hag ar re en em vev, en em vev en noz ; 8 mes ni pere a zo euz an deiz, bezomp poellek o veza gwisket euz a zae houarn ar feiz, hag euz ar garantez, hag euz kok houarn esperans ar zilvidigez. 9 Rag Doue n’hen deuz ket hon lakeet evit ar goler, mes evit dalc’hidigez ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus-Krist, 10 pehini a zo marvet evidomp, evit, pe e veilfomp, pe e kouskfomp, e vefemp asamblez ganthan. 11 Dre ze en em aliit an eil egile, hag en em skoliet an eil egile, evel ma hen ret ive.
12 MES, o pedi a reomp, breudeur, da anaout ar re a labour en ho touez, hag a evesa varnoc’h hervez an Aotrou, ha pere ho kelen, 13 ha da gaout evithei eur garantez vrasoc’h, abalamour d’ho labour. Bezit en peoc’h entrezoc’h. 14 Ni ho ped ive, breudeur, da gelen ar re direiz, konsolet ar re o deuz ar galon dinerz, ha bezit dous en kenver an holl. 15 Di-