2 goude beza gouzanvet ha resevet dismegansou en Filipp, evel ma ouzoc’h, e kemerjomp fizianz en hon Doue, evit prezegi deoc’h Aviel Doue en kreiz brezeliou braz. 3 Rag n’en deuz ket bet en hon fredikasion, nag herezi, na tra louz ebet, na troumplerez. 4 Mes, evel ma hen deuz Doue kavet mad fiziout ennomp an Aviel, dre ze e komzomp, nan evit plijout d’an dud, mes da Zoue, pehini a amprouv ar c’halounou. 5 Rag n’hon euz biskoaz impliet flaterez ebet, evel ma ouzoc’h, na labouret dre zigarez interest ebet ; Doue a zo test a gement se. 6 Ha n’hon euz ket klasket ar gloar a zeu euz an dud, nag en ho touez, nag en touez reou all ebet ; petra benag ma heljemp, evel ebestel Jesus-Krist, poeza gant galloud, 7 koulskoude, omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer eur vagerez eur soan tener euz he bugel he unan, 8 evel se leun a evez evidoc’h, hor bije karet rei deoc’h, nan zoken Aviel Doue, mes ive hon buez hon unan, rag ho kemeret em oamp en karantez. 9 Rag c’hwi oc’h euz sonj, breudeur, euz hon labour hag euz hon foan. En eul labouret noz deiz, evit na vijemp ket a veac’h deoc’h, eo hon euz prezeget deoc’h Aviel Doue. 10 Testou oc’h ha Doue ive, euz a begement hor c’hundu, en ho kenver-hu pere a gred, a zo bet santel ha just, ha didamal ; 11 hag anaout a rit penaoz omp bet evit pep hini ac’hanoc’h, evel eun tad evit he vugale : 12 oc’h alia ac’hanoc’h rei kourach deoc’h hag o pedi stard ac’hanoc’h d’en em gundui en eun doare dîn a Zoue, pehini a c’halv ac’hanoc’h d’he rouantelez ha d’he c’hloar.
13 Dre ze ive, na baouezomp ket da drugarekaat Doue, euz o resev gir Doue pehini hon euz diskleriet deoc’h, oc’h euz he resevet, nan evel gir an dud, mes (evel se ema en guirionez) evel Gir Doue, pehini a labour gant nerz ennoc’h-hu pere a gred. 14 Rag se, breudeur, oc’h deuet an henvelerien a Ilizou Doue pere, er Jude, a zo en Jesus-Krist ; hag hoc’h euz gouzanvet, a beurz ar re euz ho pobl hoc’h unan, ar memeuz traou evelthei a beurz ar Judevien ; 15 pere memeuz ho deuz lekeet d’ar maro an Aotrou Jesus, hag ho frofeded hoc’h unan, pere ho deuz hon zrubuliet, ha pere na blijont ket da Zoue, ha pere a zo enebourien d’an holl dud ; 16 pere a zifen ouzimp komz euz ar baïaned, evit ma vefeent salvet, o leunia dre ze bepred muoc’h muzur ho fec’hejou ; mes koler Doue a zo varnezhei evit echui kement se.
17 Evidomp ni, breudeur, o veza bet pelleet ouzoc’h aboe eur pennad amzer, a gorf, na nan a galoun, hon euz bet kement muoc’h a c’hoant hag a hast d’ho adkwelet. 18 Fellet eo bet deomp, eur weach ha memeuz diou, mont d’ho kwelet, da vihana me, Paul ; mes Satan hen deuz hon miret a ze. 19 Rag pehini eo, hon esperans, pe hon joa, pe hon c’hurunen a c’hloar ? N’eo ket c’hwi ive, dirag hon Aotrou Jesus-Krist, en he zonedigez ? 20 Ia, c’hwi eo hon gloar hag hon joa ?
3 Dre ze, o veza na hellomp ket gortoz pelloc’h, e karjomp muoc’h choum hon unan en Aten, hag e kaschomp Timote hon breur, ministr Doue, hag hon c’henlabourer en Aviel ar C’hrist, evit ho nerza, hag oc’h alia divarben ho feiz ; 3 evit ma na vezo den branselet en ho c’hlac’hariou ; rag anaout a rit hoc’h unan pennoz omp lekeet evit kement se. 4 Ha, pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h penaoz hor bije da c’houzanv poaniou, evel ma eo en em gavet, hag evel ma ouzoc’h. 5 O veza na hellomp ket gortoz pelloc’h, e kasiz da glevet divarben ho feiz, gant aoun n’hon divije an tenter troumplet ac’hanoc’h, ha na vije deuet hon labour da veza difrouez. 6 Mes Timote o veza distroet aboe nebeut amzer euz ho kichen d’hon c’haout, hen deuz digaset deomp kelou mad euz ho feiz hag euz ho karantez, hag hen deuz lavaret deomp pennoz e virac’h eur sonj mad ac’hanomp o c’hoantaat hon gwelet, evel ma c’hoantaomp hon unan o kwelet. 7 Dre ze, va breudeur, omp bet konsolet dre ho feiz, en hon holl c’hlac’hariou hag en hon holl ankeniou. 8 Rag beva a reomp brema, pa choumit stard en Aotrou. 9 Ha pebeuz trugarez, na hellomp ni ket rei da Zoue divar ho pen, evit an holl joa a zantomp dirag hon Doue, abalamour deoc’h ! 10 Pedi a reomp anezhan, gant eun arder vraz noz ha doiz, evit ma helfemp gwelet ho pisach ha leunia ar pez a vank d’ho foiz.
11 Ra gunduo Doue he uman, hor Zad, ha Jesus-Krist hon Aotrou, hon faziou var zu ennoc’h. 12 Ha ra