Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1022

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

KOLOSSIED, 3, 4.

beza ho zrec’het ennhan he unan var ar groaz.

16 Ra na varno eta den ac’hanoc’h divarben an dibri pe an eva, pe divarben eun deiz gwel, pe a loar nevez pe a zabbat ; 17 kement se oa ar skeuden euz an traou a dlee dont, mes ar c’horf a zo er C’hrist. 18 Ra na dapo den ar priz diganeoc’h, dre eun humilite a ziaveaz, na dre zervich an eled, oc’h en em vouta en traou pere n’hen deuz ket gwelet, o veza en em c’houezet hep poell euz he skiant kiguz, 19 hep en em staga euz ar pen, a behini an holl gorf, unanet asamblez dre ar juntrou hag an ereou, en em gresk euz a eur greskadurez hervez Doue.

20 Mar ez oc’h eta maro gant ar C’hrist, en kenver kenteliou ar bed, perag e vec’hier ac’hanoc’h euz ar c’hredenou ze, evel pa vevjac’h c’hoaz evit ar bed ? 21 O lavarout deoc’h : Na zebr ket, na dave ket na stok ket, 22 (traou pere a zo fall holl dre he uzach) hervez gourc’hemenou ha kredenou an dud, 23 ar re pere ho deuz, en gwirionez, eun diaveaz a furnez en eur zervich a volonte, hag en eun hevelep humilite, hag en eur c’harventez euz ar c’horf, pehini n’he deuz respet ebet evit ar pez a hell plijout d’ar c’hik.


3 Mar ez oc’h eta adbevet gant ar C’hrist, klaskit an traou a zo d’an neac’h, el leac’h ma ema ar C’hrist azezet a zeoul da Zoue. 2 Kavit mad an traou d’an neac’h, ha nan reou an douar ; 3 rag maro oc’h, hag ho puez a zo kuzet gant ar C’hrist en Doue ; 4 mes pa en em diskwezo ar C’hrist, pehini eo ho puez, neuze c’hwi ive a vezo diskwezet ganthan er gloar.

5 Likit eta da vervel ar pez a zalc’h en hoc’h izili d’an douar : al lousdoni, an hudurnez, an drouk sonjou, ar c’hoantou fall hag ar bisoni, pehini a zo eun idolatri ; 6 rag abalamour d’an traou ze e teu koler Doue var ar vugale a zizentidigez ; 7 en pere c’hwi ive, oc’h euz gweach all baleet, pa vevac’h ennhei. 8 Mes brema, c’hwi ive ho dilezit holl : ar goler, ar gasoni, ar fallentez, an drouk-komz, ar c’homzou dishonest ; ra n’az efont ket euz ho kenou. 9 Na livirit ket a c’hevier an eil d’egile ; o veza diwisket an den koz gant he oberiou, 40 hag o veza en em wisket euz an den nevez, pehini a zo adnevezeet, ebarz en anaoudegez, en henvelidigez an hini hen deuz hen krouet. 41 Ama n’hen deuz na Grek, na Judeo, na sirkonsizet, na disirkonsizet, na Barbar, na Sitiad, nag esklav, na libr ; mes Krist a zo holl hag en holl.

12 En em wisket eta, evel re choazet Doue, zent ha karet-mad, a entraliou a drugarez, a vadelez, a humilite, a zouster, a basianted ; 13 o c’houzanvi an eil egile, hag o pardouni an eil egile, mar hen deuz nep eun dra benag da glem a enep egile. Evel ma hen deuz ar C’hrist pardounet ac’hanoc’h, c’hwi ive, grit er memeuz tra. 14 Mes dreist an holl draou en em wiskit euz ar garantez, pehini eo an ere euz ar barfetidigez. 15 Ha ra reno peoc’h ar C’hrist, da behini oc’h bet galvet en eur c’horf hepken, en ho kalounou ; ha bezit anaoudek.

16 Ra choumo gir ar C’hrist gant founder ennoc’h, en pep furnez. En em gelenit hag en em aliit an eil legile, dre zalmou, hag himnou, ha kanaouenou spirituel, o kana en ho kalounou gant anaoudegez d’an Aotrou. 17 Ha petra benag ma refet, dre gomz, pe dre ober, grit holl en hano an Aotrou Jesus, o trugarekaat dre Zoue an Tad.

18 Gragez, sentit euz hoc’h ezec’h hoc’h unan, evel ma tere hervez an Aotrou. 19 Ezec’h, karit ho kragez, ha n’en em drenket ket a enep dezhei. 20 Bugale, sentit euz ho tud en holl draou ; rag kement se a zo kavet mad gant an Aotrou. 21 Tadou, na hegit ket ho pugale, gant aoun na golfent kourach. 22 Mevelien, sentit en holl draou euz ho mestrou hervez ar c’hik, o labouret nan hepken dirazhei, evel evit plijout d’an dud ; mes gant eeünder a galoun en doujans Doue ; 23 ha petra benag a refeet grit-hen a galoun vad, evel evit an Aotrou, ha nan evit an dud ; 24 oc’h anaout penaoz ho pezo digant an Aotrou ar pae euz an heritach, rag servicha a rit Krist hon Aotrou. 25 Mes an hini a labour gant dislealded, hen devezo hervez he zislealded ; ha n’euz kem ebet evit diaveaz an dud.


4 Mistri, roit d’ho mevelien ar pez a zo gwirion ha leal, oc’h anaout penaoz oc’h euz ive eur Mestr en envou.

2 Kendalc’hit er beden, ha veilit en kement se gant trugarez ; 3 pedit er memeuz amzer evidomp-ni, evit ma tigoro Doue dor ar gir, da

1016