Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1021

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

KOLOSSIED, 2.

pep sort oberiou mad, hag o kreski en anaoudegez a Zoue ; 11 nerzet en pep doare hervez he c’halloud gloriuz, evit kaout pep pasianted, ha dalc’hidigez er joa ; 12 o renta grasou d’an Tad, pehini hen deuz hon rentet kapabl da gaout lod en heritach ar zent ebarz er sklerijen ; 13 pehini hen deuz hon delivret euz a c’halloud an devalijen, hag hen deuz hon lekeet da dremen en rouantelez he Vab karet mad, 14 en pehini hon euz an dasprenadurez dre he oad, hag ar pardoun euz hon pec’hejou. 15 Hen eo an hini a zo imach an Doue diweliabl, ar c’henta ganet euz an holl grouadurien. 16 Rag ennhan eo bet krouet pep tra en env ha var an douar, ar re gweliabl hag ar re diweliabl, pe an trôniou, pe ar rêniou, pe ar brinselezou, pe ar galloudou. An holl draou a zo bet krouet drezhan hag evithan. 17 Beza ema araog pep tra, ha pep tra en em gendalc’h drezhan. 18 Hag hen eo an hini a zo pen korf an Iliz ; hen eo ar pen kenta, ar c’henta ganet a douez ar re varo, evit ma talc’ho ar plas kenta en pep tra. 19 Rag plijet eo da Zoue lakaat pep leunder da choum ennhan ; 20 abalamour da unvania drezhan pep tra ganthan, o veza roet ar peoc’h, dre ar goad euz he groaz, ken d’an traou a zo var ar douar evel d’ar re a zo en envou. 21 C’hwi ive, pere gweach all a oa pell euz Doue hag enebourien dre ho sonjou hag hoc’h oberiou fall, 22 a zo brema unvanet ganthan ebarz en korf he gik, dre he varo, evit en em diskwez dirazhan santel, hep blam ha didamal ; 23 gant ma choumfet fountet var ar feiz ha divranseluz, hep dilezel esperans an Aviel pehini oc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da gement krouadur a zo dindan an env, hag a behini me, Paul a zo bet groet ministr. 24 En em laouenaat a ran brema em foaniou evidoc’h, hag achui a ran da c’houzanvi em c’hik an dilerc’h euz a boaniou ar C’hrist evit he gorf, 25 pehini eo he Iliz, a behini oun bet groet zervicher, hervez ar garg hen deuz Doue roet d’in en ho kichen evit prezeg gant leunder gir Doue, 26 ar mister pehini a oa kuzet ebarz en holl gantvechou hag en holl oadou mes pehini a zo diskleriet brema d’he zent ; 27 da bere eo fellet gant Doue rei da anaout, pehini eo pinvidigez gloar ar mister ze entouez ar baaned ; da c’houzout eo : Ar C’hrist ennoc’h, an esperans euz ar gloar. 28 Hen eo an hini a brezegomp, oc’h alia pep den hag o kelen pep den en pep furnez, abalamour da lakaat pep den parfet en Jesus-Krist. 29 Evit se ive eo e labouran, o vrezelia dre he vertuz pehini a labour nerzuz ennoun.


2 Rag me a fell d’in, e wefac’h pegen braz brezel a c’houzanvan evidoc’h, hag evit re Laodise, hag evit ar re holl pere n’em euz ket gwelet a visach. 2 Evit ma vefe ho c’halounou konsolet, hag ereet stard asamblez er garantez, evit beza pinvidikaet euz a eur skiant parfet, evit anaout mister Doue an Tad hag hini Jesus-Krist, 3 en pehini eo dalc’het holl denzoriou ar furnez hag ar wiziegez. 4 Lavaret a ran kement ma, evit na droumplo den ac’hanoc’h dre ziskouriou troumpluz. 5 Rag, mar d’oun absant a gorf, oun koulskoude ganeoc’h dre ar Spered, o kaout joa dre welet en ho touez an urz vad, hag ar fermder leuz ho feiz er C’hrist. 6 Evel se, dre ma oc’h euz digemeret an Aotrou Jesus-Krist, 7 baleit ganthan, grizienet ha fountet ennhan, ha nerzet er feiz, hervez ma oc’h bet kelenet, o founa ennhi, gant trugarez.

8 Likit evez eta na zeufe den da droumpla ac’hanoc’h gant ar filosofi pe gant troumplerezou vên, hervez tradision an dud ; hervez kenteliou ar bed, ha nan hervez ar C’hrist. 9 Rag ennhan e choum en doare eur c’horf holl leunder an Divinite. 10 Hag oc’h euz pep leunder ennhan, hen pehini eo ar mestr euz a bep prinselez hag a bep galloud. 11 Ennhan ive oc’h bet sirkonsizet euz a eur sirkonsizion groet hep dorn ebet, o tiwiska ar c’horf euz a bec’hejou ar c’hik, ar pez eo sirkonsizion ar C’hrist ; 12 o veza bet sebeliet ganthan dre ar vadiziant ; ennhan ive oc’h adsavet a varo, dre ar feiz en galloud Doue, pehini hen deuz he adsavet a varo. 13 Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho tisirkonsizion kiguz ; hen hen deuz ho peoeet ganthan o veza pardounet deoc’h, ho c’holl bec’hejou. 14 Diverket hen deuz ar pez a oa a enep deomp, dalc’h al lezen a damale ac’hanomp hen deuz he c’haset holl da netra, o staga, anezhi euz he groaz ; 15 o veza diwisket ar brinselezou hag ar galloudou pere hen deuz kaset dirag an holl evel sell, goude

1015