Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1018

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

FILIPPIED, 2.

vad. 16 Darn a brezeg ar C’hrist en eur spered a zisput, ha nan gant purete, o kredi kreski ma glac’har em ereou ; 17 mes ar re all a ra dre garantez, oc’h anaout penaoz oun lekeat evit an difen euz an Aviel. 18 N’euz fors ? En pez doare benag ma vefe, pe dre eur zel gweliabl, pe gant eeünder, ar C’hrist a zo prezeget ; euz a gement se en em laouenaan, hag en em laouenain c’hoaz. 19 Rag gouzout a ran penaoz e troio kement se d’am zilvidigez dre ho pedenou ha dre sikour Spered Jesus-Krist, 20 hervez ma gortozidigez stard ha va esperans penaoz n’em bezo mezegez en netra, mes penaoz en holl assurans, ar C’hrist, pehini a zo bet atao glorifiet em c’horf, a vezo c’hoaz brema, pe dre ma buez, pe dre va maro. 21 Rag evidoun me ar C’hrist eo va buez, hag ar maro a zo d’in eur gounid. 22 Ha, mar d’eo mad, evit ma labour, beva er c’hik, hag ar pez a dlean da c’hoantaat, na ouzon ket. 23 Rag gwasket oun euz an daou gostez, o kaout ar c’hoant da ziloja ha da veza gant ar C’hrist, ar pez a vefe kalz gwelloc’h d’in ; 24 mes talvoudusoc’h eo deoc’h, e choumfen er c’hik. 25 Hag anaout mad a ran penaoz e vevin, ha penaoz e choumin ganeoc’h holl, evit ho kreskadurez hag evit ho joa er feiz, 26 evit ma ho pefe ennoun, dre ma distro en ho touez, eul leac’h d’en em veuli gant leunder en Jesus-Krist. 27 En em gunduet eta en eun doare dîn a Aviel ar C’hrist, abalamour, pe e teuin d’ho kwelet, pe e vefen absant, ma klevin lavaret ac’hanoc’h penaoz e kendalc’hit en eur memeuz spered, da gombati gant eur memeuz ine, evit feiz an Aviel, hep kaout aoun en doare ebet euz an enebourien ; 28 ar pez a zo evithei eur breuven a gollidigez, mes evidoc’h-hu unan a zilvidigez ha kement se, euz a beurz Doue ; 29 abalamour ma hen deuz groet deoc’h ar c’hras, abalamour d’ar C’hrist, nan hepken da gredi ennhan, mes c’hoaz da c’housanv evithan, 30 o souten ar memeuz kombat en pehini oc’h euz va gwelet hag en pehini ec’h anavezit oun c’hoaz.


2 Mar ez euz eta eun dic’hlac’har benag er C’hrist, mar ez euz eur soulajamant benag er garantez, mar ez euz eun unvaniez benag a spered, mar ez euz eun druez hag eur vadelez benag, leuniit va joa, 2 o veza en skiant vad, o kaout ar memeuz karantez, eur memeuz ine, eur memeuz menoz ; 3 na rit netra dre zisput, na dre c’hloar vên ; mes ra zello pep hini ac’hanoc’h euz ar re all, gant humilite evel o veza gwelloc’h evithan he unan. 4 Na zellit ket pep hini euz he vad he unan, mes ive euz hini ar re all. 5 Bezit ennoc’h ar memeuz menoziou pere a zo er C’hrist, 6 pehini o veza en doare eun Doue, n’euz ket sellet evel eur prei da dapout beza egal da Zoue ; 7 mes en em diwisket eo he unan, o veza kemeret doare eur zervicher, o tond henvel euz an dud ; 8 ha, gwisket euz a zoare an den, eo en em izeleet he unan, oc’h en em ober sentuz beteg ar maro, memeuz beteg ar maro var ar groaz. 9 Dre ze ive, Doue hen deuz he zavet dreist an holl, ha roet dezhan eun hano pehini a zo dreist pep hano ; 10 abalamour en hano Jesus, kement a zo en envou, ha var an douar, ha dindan an douar, da blega ar glin, ha ma ansavo pep teod, penaoz Jesus-Krist eo an Aotrou en gloar Doue an Tad.

12 Evel se, re garet mad, evel ma oc’h euz atao sentet, nan hepken dirazoun me, mes muoc’h c’hoaz em absans, labourit d’ho silvidigez gant doujans ha krenedien ; 13 rag Doue eo a brodu ennoc’h hag ar c’hoant hag an ober, hervez he blijadur. 14 Grit pep tra hep kroz hag hep disputou, 15 evit ma vefet divlam, hep tach, bugale da Zoue, divlam en kreiz ar rumach diroll ha fall ma, entouez pehini e skleriet evel goulaouenou, er bed ; 16 o tougen ennhi ar gomz a vuez ; en hevelep doare en deiz ar C’hrist, e c’hellin en em veuli dre ma n’em bezo ket redet en vên na labouret en vên. 17 Ha memeuz ma servichan da skuliadurez var ar sakrifiz hag ar zervich euz ho feiz, em be joa a gement se, hag en em laouenain ganeoc’h holl. 18 C’hwi ive evel se, bezit joauz, hag en em laouenait ganen.

19 Mes, esperout a ran en Aotrou Jesus, kas deoc’h prest Timote, evit ma em bezo kourach vad, o klevet divar ho pen. 20 Rag n’em euz den, pehini en em lakafe ken unanet ganen, evit kaout eur gwir soan euz ar pez a zell ac’hanoc’h ; 21 rag holl e klaskont ho mad oc’h unan, ha nan reou Jesus-Krist. 22 Anaout a rit penaoz eo bet amprouvet, pa eo en em lekeet ganen en zervich an Aviel, evel eur bugel gant he dad.

1012