Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1016

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EFESIED, 5, 6.

zeuo gir dishonest ebet euz ho kenou ; mes ra vezo ho komzou mad da skolia gant utilite, ha ma rafont vad d’ar re ho c’hlevo. 30 Ha na dristait ket Spered-Santel Doue, dre behini oc’h bet sielet evit deiz an dasprenidigez. 31 Ra vezo pep c’houervder, pep kasoni, pep koler, pep drouk-komzerez kaset kwit euz ho touez, kenkoulz ha pep follentez. 32 Mes bezit, an eil en kenver egile mad, madelezuz, o pardouni an eil egile, evel ma hen deuz Doue ho pardounet ive er C’hrist.


5 Bezit eta henvelerien euz a Zoue, evel bugale karet mad ; 2 ha baleit er garantez, evel ma hen deuz ar C’hrist ive hon c’haret, hag eo en em giniget he unan da Zoue evidomp en prof hag en sakrifis a c’houez vad. 3 Ra na vezo ket klevet hano en ho touez nag euz a lousdoni, nag a hudurnez ebet, nag a bisoni, evel ma tere d’ar zent, 4 na komz dishonest, na reou foll, na farserez, pere a zo traou divalo ; mes ra vezo klevet kentoc’h trugarez. 5 Rag anaout a rit kement ma, penaoz den louz ebet, pe hudur pe biz, pehini a zo eun idolâtr, n’hen deuz lod en heritach rouantelez ar C’hrist ha Doue. 6 Ra na droumplo den ac’hanoc’h dre diskouriou vên ; rag abalamour d’an traou ze e teu koler Doue var ar vugale dizent. 7 N’ho pezet ket eta a lod ganthei. 8 Rag gweach all e oac’h tevalijen, mes brema oc’h sklerijen en Aotrou : baleit eta evel bugale ar sklerijen ; 9 rag frouez ar Spered en em dalc’h en pep sort madelez, justis ha gwirionez. 10 Evesait ar pez a zo kavet mad gant an Aotrou. 11 Ha n’ho pezit lod ebet en labouriou difrouez an devalijen, mes kentoc’h barnit anezhei. 12 Rag dishonest eo memeuz lavaret ar pez a ra an dud ze en kuz. 13 Mes kement a zo barnet a zo diskleriet dre ar sklerijen ; rag kement a zo diskleriet a zeu d’ar sklerijen. 14 Dre ze eo lavaret : Dihun te, pehini a gousk, ha sav a douez ar re varo, ha Krist a sklerio ac’hanout. 15 Likit evez eta ouzoc’h oc’h unan d’en em gundui gant eeünder, nan evel tud diskiant, mes evel tud fur ; 16 adprenit an amzer ; rag an deiziou a zo fall. 17 Dre ze na vezit ket hep poell, mes komprenit pehini eo bolonte an Aotrou. 18 N’en em vezvit ket gant gwin pehini a gundu d’an diroldet ; mes bezit leuniet euz ar Spered ; 19 komzet entrezoc’h dre zalmou, himnou, ha kanaouenou spirituel o kana hag o salmi a galoun d’an Aotrou ; 20 trugarekeet bepred evit an holl draou Doue an Tad, en hano hon Aotrou Jesus-Krist. 21 Sentit an eil euz egile en doujans Doue.

22 Gragez, sentit euz hoc’h ezec’h hoc’h unan, evel euz an Aotrou, 23 abalamour an ozac’h eo mestr ar vreg, evel ma eo ar C’hrist mestr an Iliz, pehini eo he gorf, a behini eo ar zalver. 24 Hag, evel ma sent an Iliz euz ar C’hrist, ra sento ive ar gragez euz ho ezec’h oc’h unan en holl draou. 25 Ezec’h, karit ho kragez, evel ma hen deuz ive ar C’hrist karet an Iliz, hag eo en em roet he unan evithi ; 26 evit he zantifia, o veza purifiet anezhi dre ar vadiziant a zour, dre he c’hir ; 27 evit he lakaat dirazhan evel eun Iliz gloriuz, hep tach, hep rid na netra euz ar sort ze, mes santel ha divlam. 28 Evel se e tle an ezec’h karet ho gragez evel ho c’horfou hoc’h unan. An hini a gar he vreg, en em gar he unan. 29 Rag den ebet n’hen deuz kaseet biskoaz he gorf he unan, mes he veva hag he soani a ra, evel ma ra an Aotrou en kenver an Iliz ; 30 dre ma omp an izili euz he gorf, o veza euz he gik hag euz he eskern. 31 Dre ze an den a gwitao he dad hag he vam, hag en em unano d’he vreg ; hag an daou ne vefont nemet eur c’hik. 32 Ar mister ze a zo braz ; he lavaret a ran divarben Krist hag an Iliz. 33 Evel se, ra garo pep hini ac’hanoc’h he vreg evelthan he unan, ha ra respeto ar vreg he ozac’h.


6 Bugale, sentit euz ho kerent, hervez an Aotrou ; rag eun dra dleet eo. 2 Enor da dad ha da vam ; (ar c’henta gourc’hemen eo pehini hen deuz eur bromese ;) 3 evit ma vezi euruz, ha ma vevi pell var an douar. 4 Ha c’hwi, tadou, na hegit ket ho pugale, mes savit anezhei en diskadurez hag en kelenadurez an Aotrou. 5 Mevelien, sentit gant doujans ha krenedien, en eeünder a galoun, euz ho mestrou hervez ar c’hik, evel euz ar C’hrist ; 6 o servichi anezhei nan zoken dindan ho daoulagad, evel ma klaskjac’h plijout d’an dud ; mes oc’h ober a galoun vad bolonte Doue, evel servicherien euz ar C’hrist ; 7 o servicha gant karantez an Aotrou, ha, nan zoken an dud ; 8 o c’houzout penaoz pep hini, pe esklav, pe libr, hen devezo digant an Aotrou hervez ar mad hen devezo groet. 9 Ha c’hwi, mestrou, grit er memeuz doare en ho c’henver, ha

1010