Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1011

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

GALATED, 4.

benag a zo krouget euz ar c’hoat,) 14 evit ma en em skulje bennoz Abraham var ar baïaned dre Jesus-Krist, ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered pehini a oa bet prometet.

15 Breudeur, komz a ran en doare an dud ; pa ve bet eur gonvenans starteet gant eun den, den na dor anezhi ha ne laka netra ennhi. 16 Hag ar promesaou a zo groet da Abraham ha d’he lignez. N’eo ket lavaret : D’he lignezou, evel pa vije meur a hini ; mes evel unan hepken : ha d’az lignez, pehini eo ar C’hrist. 17 Setu eta ar pez a lavaran : Divarben ar gonvenans hen deuz Doue diaraog starteet dre ar C’hrist, al lezen, pehini n’eo deuet nemet pevar c’hant tregont vloaz goude, n’he deuz ket gallet he freuza evit terri ar bromese. 18 Rag, mar deu an heritach euz al lezen, n’eo ken euz ar bromese. Ha, Doue hen deuz he roet evit netra da Abraham dre ar bromese. 19 Da betra eta e servich al lezen : Lekeat eo bet abalamour d’an derridigezou, bete donedigez al lignez da bere e oa groet ; ha roet e oe dre zervich an eled, ha dre zorn eun hanterour. 20 Mes, an hanterour n’eo ket euz a unan hepken, mes Doue a zo unan. 21 Al lezen, ha beza ema eta a enep promesaou Doue ? E nep doare ; rag ma vije bet roet eul lezen pehini helje rei ar vuez, ar justis a zeuje en gwirionez euz al lezen. 22 Mes ar Skritur hen deuz serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromese, dre ar feiz en Jesus-Krist, d’ar re a gred. 23 Mes araog ma teuaz ar feiz, e oamp serret dindan dalc’h al lezen, evit ar feiz pehini a dlee beza diskleriet. 24 En hevelep doare ma eo bet hon rener evit hon digas d’ar C’hrist, abalamour ma vijemp justifiet dre ar feiz. 25 Mes, ar feiz o veza deuet, n’omp ken dindan ar rener ze. 26 Rag holl oc’h bugale da Zoue dre ar feiz en Jesus-Krist. 27 Rag c’hwi holl pere a zo bet badezet er C’hrist, oc’h euz gwisket ar C’hrist. 28 N’euz ken eta na Judeo na Grek ; n’euz ken nag esklav na libr ; n’euz ken na goaz na greg ; rag holl oc’h unan en Jesus-Krist. 29 Ha m’ar d’oc’h euz ar C’hrist, oc’h a lignez Abraham, hag heritourien hervez ar bromese.


4 Mes, me a lavar en keit ha ma ema an heritour bugel, ne zishenvel en netra euz an esklav, petra benag ma eo mestr a bep tra ; 2 mes beza ema dindan dalc’herien ha renerien beteg an amzer merket gant he dad. 3 Ni ive er memeuz doare, pa oamp bugale, e oamp en esklavach dindan kenta kenteliou ar bed. 4 Mes pa eo deuet an amzeriou, Doue hen deuz kaset he Vab, ganet gant eur vreg, ganet dindan al lezen, 5 evit ma prenje ar re a oa dindan al lezen, evit ma resevjemp ni an droet a vibien. 6 Ha, dre ma oc’h mibien, Doue hen deuz kaset en ho kaloun Spered he Vab, pehini a gri : Abba, o Tad ! 7 Dre ze n’out ket esklav, mes mab ha mar d’out mab, out ive heritour a Zoue dre ar C’hrist.

8 Mes neuze, en gwirionez, dre ne anavezac’h ket Doue, e servichac’h doueou pere n’int ket doueou dre ho natur. 9 Ha brema pa oc’h euz anavezet Doue, pe kentoc’h ma oc’h bet anavezet gant Doue, penaoz en em distroit c’hoaz d’an traou dinerz ha paour ze, dindan pere e fell deoc’h en em lakaat a nevez ? 10 Miret a rit an deiziou, ar miziou, an amzeriou hag ar bloaveziou. 11 Aoun em euz evidoc’h n’em be labouret en vên en ho kenver.

12 Bezit eveldoun, rag me ive a zo bet eveldoc’h ; o pedi a ran, en ze breudeur. D’in me n’oc’h euz groet koll ebet ; 13 hag anaout a rit penaoz em euz prezeget deoc’h diaraog an Aviel ebarz en poaniou ar c’hik, 14 ha n’oc’h euz ket disprijet ac’hanoun na va zaolet kwit, abalamour d’ar poaniou ze am euz er c’hik ; mes ma digemeret oc’h euz evel eun êl a Zoue, hag evel Jesus-Krist. 15 Petra eta a rea neuze hoc’h eurusted ? Rag rei a ran ouzoc’h an desteni ma, penaoz m’ho pije gallet, ho pije tennet ho taoulagad evit ho rei d’in. 16 Deuet oun eta da veza enebour deoc’h, o lavaret deoc’h ar wirionez ? 17 Zelet int evidoc’h ; mes nan gant eeünder ; er c’hontrel fellout a ra dezhei o tistaga ouzomp evit ma vefac’h zelet evithei. 18 Mes, mad eo beza zelet evit ar mad en pep amzer, nan hepken pa ven ganeoc’h hag en ho touez. 19 Ma bugale vihan, evit pere em euz a nevez ar boan a c’hanedigez, bete ma vezo ar C’hrist formet ennoc’h ; 20 me garfe brema chanj langach ganeoc’h, rag en poan vraz oun abalamour deoc’h.

21 Livirit d’in, c’hwi pere a fell deoc’h beza dindan al lezen, ha na ententit-hu ket al lezen ? 22 Rag skrivet eo, penaoz Abraham hen doe daou vab ; unan euz an esklavez, hag unan all euz ar vreg libr. 23 Mes

1005