Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/101

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AL LEVITIK, 8.


8 AN Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 Kemer Aaron hag he vibien ganez, an dillad, eol an eoliadurez, kolle ar sakrifis evit ar pec’hed, an daou vaout, hag ar baner a vara hep goell ; 3 ha ped an holl asamble en dor tabernak] an asamble. 4 Moizez eta a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan ; hag an asamble a oe pedet euz dor tabernakl an asamble. 5 Ha Moizez a lavaraz d’an asamble : Setu ama ar pez Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet ober. 6 Neuze Moizez a lakaaz Aaron hag he vibien da dostaat, hag ho gwalc’haz gant dour. 7 Hag e lakeaz da Aaron an duniken, e c’hourizaz gant ar gouriz, hag e wiskaz gant ar zae ; lakaat a reaz dezhan an efod, a behini hen gwiskaz. 8 Lakaat a reaz ive dezhan ar pektoral, hag e lekeaz er pektoral an Urim hag an Thummim. 9 Lakaat a reaz ar pintr var he benn, ha var diaraog ar pintr,ar varen aour, ar gurunen santel, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 10 Neuze Moizez a gemeraz eol an eoliadurez ; eolia a reaz ar Choumach, hag an holl draou pere a oa ennhan, hag ho c’hensagraz. 11 Ober a reaz skuliadurez var an aoter dre seiz gweach, hag e eoliaz an aoter hag he holl besellou, hag ar veol gant he zroad, evit ho c’hensagri. 12 Skulia a reas ive eol an eoliadurez var benn Aaron, hag e eoliaz anezhan evit he gensagri. 13 Neuze Moizez a lakeaz mibien Aaron da dostaat, hag ho gwiskaz gant tunikennou, ho gourizaz gant gourizou, hag a stagaz pintrou outhei, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 14 Lakaat a reaz da dostaat kolle ar sakrifis evit ar pec’hed, hag Aaron hag ho vibien a lakaez ho daouarn var benn kolle ar sakrifis evit ar pec’hed ; 15 ha Moizez hen lazaz, a gemeraz ar goad, hag a lakeaz gant he viz var gerniel an aoter, tro zro, hag a burifiaz an aoter ; neuze e skulias ar goad euz treid an aoter, hag e c’hensagraz evel se evit ober eno an diskarg. 16 Hag e kemeraz an holl lard pehini a oa var ar bouzellou, ar c’hroc’hen pehini a c’holoe an avu, hag an diou loanez gant ho lard, ha Moizez ho lekeaz da leski var on aoter. 17 Mes devi a reaz en tân, er meaz, euz ar c’han ar c’holle, he groc’hen, he gik hag he fank, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 18 Lakaat a reaz ive da dostaat maout ar sakrifis-losk, hag Aaron hag he vibien a lakeaz ho daouarn var benn ar maout ; 19 ha Moizez a lazaz anezhan, hag e skuliaz ar goad var an aoter tro zro. 20 Neuze e troc’haz ar maout a damou ; ha Moizez a lakeaz leski ar penn, an tamou, hag al lard. 21 Hag e walc’haz en dour ar bouzellou hag an diouc’har, ha Moizez a reaz leski ar maout holl var an aoter ; hennez oe ar sakrifis-losk a c’houez vad ; hennez oe ar sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 22 Lakaat a reaz ive da dostaat an eil vaout, ar maout a lakidigez ; hag Aaron hag he vibien a lakeaz ho daouarn var benn ar maout. 23 Moizez a lazaz anezhan, a gemeraz euz he oad hag a lakeaz var beg skouarn deou Aaron, ha var meud he zorn deou, ha var meud he droad deou. 24 Moirez a lakaez ive mibien Aaron da dostaat, a lakaez goad var beg ho diouskouarn deou, var meud ho dorn deou, ha var meud ho zroad deou, ha Moizez a skuliaz ar goad var an aoter tro zro. 25 Neuze e kemeraz al lard, al lost, an holl lard pehini a zo var ar bouzellou, ar c’hroc’hen pehini a c’holo an avu, an diou loanez gant ho lard, hag ar c’har deou ; 26 kemer a reaz ive euz ar baner baraou hep goell, pere a oa dirag an Aotrou, eur wastel hep goell, eur wastel bara eol, hag eur gachenn ; hag e lakeaz anezhei var al lard ha var ar c’har deou. 27 Neuze e lekeaz an holl en daouarn Aaron, hag en daouarn he vibien, hag ho savaz en prof dirag an Aotrou. 28 Neuze Moizez ho c’hemeraz euz ho daouarn, hag ho lekeaz da leski var an aoter, var ar sakrifis-losk ; hennez oe ar sakrifis a lakidigez, a c’houez vad, ar sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou. 29 Moizez a gemeraz ive bruchet ar maout a lakidigez, hag a savaz anezhan en prof dirag an Aotrou ; honnez e oe loden Moizez, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 30 Ha Moizez a gemeraz eur eol an eoliadurez ha goad pehini a oa var an aoter ; skuliadurez e reas outhan var Aaron ha var he zillad, var he vibien, ha dillad he vibien ganthan. 31 Neuze Moizez a lavaraz da Aaron ha d’he vibien : Lakait da boazet ar

93