vezin presant, n’am bezo ket da ober usach a c’harventez, hervez ar galloud hen deuz an Aotrou roet d’in evit kelen, ha nan evit distruja.
11 RAG se, breudeur, en em laouenait, bezit parfet ; en em gonsolet ; bezet ar memeuz sonj ; bevet en peoc’h ; hag an Doue a garantez hag a beoc’h ra vezo ganeoc’h. 12 Saludit an eil egile dre eur pok santel. An holl zent a salud ac’hanoc’h. 13 Gras an Aotrou Jesus-Krist, karantez Doue, ha roidigez ar Spered-Santel da veza ganeoc’h holl ! Amen.
1 PAUL, abostol, nan a beurz an dud, na dre eun den, mes dre Jesus-Krist, ha Doue an Tad, pehini hen deuz e savet a varo ; 2 hag an holl vreudeur pere a zo ganen, da Ilizou ar Galasi. 3 Gras ha peoc’h ra vezo roet deoc’h a beurz Doue an Tad, hag hon Aotrou Jesus-Krist, 4 pehini a zo en em roet he unan evit hor pec’hejou, evit hon zenna euz ar c’hantvet breinuz ma, hervez bolonte Doue hon Zad, 5 da behini ra vezo ar gloar euz ar c’hantvejou d’ar c’hantvejou ! Amen.
6 SOUEZET oun o pefe dilezet ker buhan an hini pehini hen doa ho kalvet da c’hras ar C’hrist, evit heul eun Aviel all ; 7 nan e vefe unan all, mes beza e zo tud hag a droubl ac’hanoc’h, ha pere a fell dezhei trei-a-du Aviel ar C’hrist. 8 Mes ha pa brezegfemp ni deoc’h, ni pe eun êl euz an env, eun Aviel dishenvel euz an hini hon deuz prezeget deoc’h, ra vezo milliget ! 9 Evel ma hon deuz dija lavaret, hel lavarout a ran c’hoaz brema : Mar prezeg deoc’h unan benag eun Aviel dishenvel euz an hini hon deuz ni prezeget deoc’h, ra vezo milliget ! 10 Rag, pe an dud eo a brezegan, pe Doue ? Pe ha klask a ran plijout d’an dud ? Mar plijfen d’an dud, na vefen ket servicher ar C’hrist.
11 Diskleria a ran deoc’h eta, breudeur, penaoz an Aviel em euz prezeget n’eo ket euz an den ; 12 rag n’em euz resevet na disket netra gant eun den, mes, dre eun diskuliadurez a Jesus-Krist.
13 Rag klevet oc’h euz penaoz e oa gweach all ma c’hundu en relijion ar Judevien ; gant pegement a nerz e trubulien Iliz Doue, hag e kollen anezhi ; 14 ha penaoz e kresken en anaoudegez en relijion ar Judevien muoc’h evit kalz euz ma oad en touez ma fobl, o veza ar brasa douget da viret tradisionou ma zadou. 15 Mes pa blijaz gant Doue, pehini hen doa ma choazet adaleg kov va mam, ha pehini hen deuz va galvet dre he c’hras, 16 da ziskleria he Vab ennoun, evit ma prezegfen anezhan en touez ar baïaned ; kerkent, na selaouiz nag ar c’hik nag ar goad, 17 ha ne biniiz ket da Jerusalem da gaout ar re a oa ebestel araog d’in, mes mond a riz d’an Arabi, hag e tistroiz adare da Zamaz.
18 Neuze, tri bloaz goude, e piniiz da Jerusalem evit gwelet Pêr ; hag e choumiz en he di pemzek deiz ; 19 ha ne weliz hini an ebestel all, nemet Jakez, breur an Aotrou. 20 (Mes, en traou a skrivan deoc’h, hel lavarout a ran, dirag Doue, n’euz gaou ebet.)
21 Goude ez iz da vroiou ar Siri hag ar Silisi ; ha na oan ket anavezet a visach gant Ilizou ar Jude pere a zo er C’hrist. 23 Mes int ho doa hepken klevet lavaret : An hini pehini gweach all hon zrubulie, a brezeg brema ar feiz, pehini a ziskare amzer a zo bet. 24 Hag e veulent Doue abalamour d’in.
2 Piniat a riz pevarzek vloaz goude a nevez da Jerusalem gant Barnabaz, hag e kemeriz ive Tit ganen. 2 Mes, mond a riz di hervez eur welidigez, hag e tiskleriiz dreist holl, d’ar re ar muan enoret anezhei, an Aviel a brezegen entouez ar baïaned ; gant aoun na rajen, pe n’am bije redet en vên. 3 Ha memeuz Tit, pehini a oa