biken keûz ; el leac’h tristidigez ar bed a brodu ar maro. 11 Rag setu ar memeuz tristidigez se en Doue, pegement a vuanegez n’he deuz-hi ket digaset ennoc’h! Nag a zidamaledigezou, nag a fae, nag a zoujanz, nag a c’hoant, nag a zel, nag a gastiz ! Diskwezet oc’h euz en kenver an holl, penaoz oc’h net en dra ze. 12 Evel se, pa em euz skrivet deoc’h, n’eo ket abalamour d’an hini en deuz groet an drouk, nag abalamour d’an hini da behini eo bet groet, mes evit rei da anaout deoc’h hon zel evidoc’h dirag Doue. 13 Dre ze ho konsolasion hen deuz hon c’honsolet ; mes muoc’h c’hoas omp bet en em laouenaet dre joa Tit, rag he spered a zo bet bevet ganeoc’h holl ; 14 ha mar d’oun en em veulet ac’hanoc’h dirazhan en eun dra benag, n’em euz ket bet a vez a gement se ; mes evel ma hon deuz lavaret an holl draou gant gwirionez, evel se ar pez a behini omp en em c’hlorifiet dirag Tit, a zo en em gavet gwir. 15 Pa sonj e sentidigez a bep hini ac’hanoc’h, ha penaoz oc’h euz he zigemeret gant doujans ha krenedien, he garantez evidoc’h a gresk. 16 En em laouenai eta a ran, o veza en holl draou, en euz fizianz ennoc’h.
8 MES, ni a ro da anaout deoc’h, breudeur, ar c’hras hen deuz Doue groet da Ilizou ar Masedoan ; 2 penaoz o veza bet amprouvet dre galz a c’hlac’hariou, int bet leuniet a joa, ha penaoz en ho brasa paourentez, ho deuz skuliet gant founder madou ho largentez. 3 Rag, testenia a ran, penaoz ho deuz roet anezhei hoc’h unan, hervez ho galloud, ha memeuz en tu all d’ho galloud ; 4 o pedi ac’hanomp stard da gemer an aluzen ze, hag ho loden evit sikour ar zent. 5 N’ho deuz ket zoken groet evel ma esperemp, mes en em roet int da genta d’an Aotrou, goude deomp-ni, dre volonte Doue ; 6 en hevelep doare ma hon deuz pedet Tit, evel ma hen doa komanset al labour ze a garante, da achui anezhan ennoc’h. 7 Dre ze, evel ma founeet en pep tra, en feiz, en komz en anaoudegez, en zel a bep doare, hag en karantez evidomp, founeet ive en æuvr ma a garante. 8 N’hel lavaran ket dre c’hourc’hemen, mes evit amprouvi, dre vuander ar re all, an eeünder euz ho karantez. 9 Rag anaout a rit karantez hon Aotrou Jesus-Krist, pehini, o veza pinvidik, a zo en em c’hroet paour evidoc’h, abalamour ma vijac’h rentet pinvidik dre he garantez. 10 Hag en kement se e roan deoc’h eun ali, rag kement se a zere ouzoc’h, deoc’h-hu zoken pere oc’h euz komanset d’en ober, mes pere ho poa c’hoanteet ober ze adaleg varlene. 11 Achuet eta brema d’en ober, abalamour ma vezo groet ken buhan hervez hoc’h eaz, evel ma hoc’h euz ar c’hoant d’en ober. 12 Rag, mar ema ar vuander euz ar c’hoant, e oar kavet mad gant Doue hervez ar pez a zo, ha nan hervez ar pez n’euz ket. 13 Rag evit ma vez ar re all sikouret, eo arabet e vefac’h re vec’hiet ; er c’hontrel, ma vefe egalite hag ho founder-hu da zerc’hel leac’h brema d’ho faourentez int, evit ma teui ho leunder ive da zerc’hel leac’h d’hoc’h ezom, en hevelep doare ma vezo legalite, hervez ma eo skrivet : 15 An hini a zastume kalz, n’hen divije ket muoc’h, hag an hini a zastume nebeut, n’hen divije ket nebeutoc’h.
16 Mes, grasou da Zoue, pehini hen deuz lekeet ar memeuz zel evidoc’h en kaloun Tit ; 17 rag en em rentet eo d’am ali, hag eo eat, gant muoc’h a vuander, hag euz he c’hoant he unan evit ho kwelet. 18 Kaset hon deuz ive ganthan, ar breur a behini ar veulodi a zo skuliet en holl Ilizou er pez a zell an Aviel ; 19 ha nan zoken ze ; mes choazet eo bet ive, gant an Ilizou, evit hon c’heul er veach, hag evit kas an aluzenou, pere a zo gouarnet ganeomp evit gloar an Aotrou, memeuz hag hervez arder ho sel. 20 Kemeret hon deuz ar soan ze, evit ne hello den blam ac’hanomp en lodenidigez an aluzenou founuz ze, 21 o kaout soan d’ober ar pez a zo mad, nan hepken dirag an Aotrou, mes ive dirag an dud. 22 Kaset hon deuz ive ganthei hor breur, a behini hon deuz aliez amprouvet ar zel en meur a leac’h, ha pehini hen devezo muoc’h c’hoaz en houma, abalamour d’ar fizianz vraz hen deuz ennoc’h. 23 Evel se, divarben Tit, eo ma c’henseurt, hag e labour ganen evidoc’h ; ha divarben hon breudeur int re gaset an Ilizou, ha gloar ar C’hrist. 24 Roit eta dezhei, dirag an Iliziou, preuvenou euz ho karantez, hag euz al leac’h hon deuz d’en em veuli ac’hanoc’h.
9 N’eo ket red skriva deoc’h, divarben ar zikour a dleer rei d’ar zent. 2 Rag anaout a ran ho polonte vad ; divarben pehini en em veulan ac’hanoc’h d’ar Vasedonied, dre ma eo